Rekipeoù Klervi #18 : an toaz pralinet

Implijet e vez an toaz pralinet evit fardañ meuzioù anavezet mat peurliesañ, da skouer ar “Paris-Brest” pe c’hoazh ar “Succès”

Penaos fardañ toaz pralinet ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.


Aozennoù :

(evit 400 gr toaz pralinet)

  • 5 cl dour
  • 160 gr sukr
  • 250 gr alamandez

Prientiñ :

Skuilhit an dour er gastelodenn pe er baelon hag ouzhpennit ar sukr.

Lakait da virviñ war an tan etre, betek ma savfe gwrez ar siros da 118 derez.

Ur wech deuet da 118 derez, ouzhpennit an alamandez.

Meskit betek ma teufe ar sukr da vezañ sec’h.

Poazhit adarre betek lakaat ar sukr da deuziñ.

Ur wech karamelaet an alamandez, laoskit anezhe da yenaat war ur plad gant paper parch warnañ.

Troc’hit gros an alamandez.

Lakait anezhe er frikerez pe er blender.

Frikit anezhe betek ma trofent da boultrenn.

Kendalc’hit da frikañ c’hoazh betek kaout un toaz.

Da echuiñ, mirit an toaz pralinet e-barzh ur pod.

Prest eo !

Gallout a rit implijout an toaz pralinet evit fardañ da skouer ur “Paris-Brest”, pe gwastilli pralinet all.

Rekipeoù Klervi all dre amañ.

 

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù