Rekipeoù Klervi : #3 chokolad nedeleg

N’hoc’h eus ket c’hoant da goll amzer o vont da brenañ chokolad ? Grit chokoladoù Nedeleg c’hwi hoc’h-unan  ! Profit anezhe d’ho pugale, d’ho tud, d’ho tud-kaer, d’ho mignoned… evit ar bloaz nevez !

Un  tamm istor…

E galleg e vez graet “Mendiants” anezho. Ul lipouziri graet gant chokolad, frouezh sec’h hag a-wechoù gant frouezh koñfizet ivez. Ar frouezh a vez lakaet war ar chokolad a zo, e gwirionez, evit ar pevar c’hester lidet gant Nedeleg mod Provañs. Liv ar frouezh a dalveze evit liv ar peder urzh kesterien bennañ : rezin sec’h evit Aogustiniz, kraoñ-kelvez evit ar Garmezidi, fiez evit ar Frañsezidi, kraoñ-dimezell evit Dominigiz. Bremañ, e vez implijet meur a frouezhenn sec’h evel pistachez met ivez frouezh koñfizet all evel an oranjez pe ar sitroñs.

Displeget eo penaos ober er video amañ dindan.

Aozennoù :

  • Chokolad
  • Kraoñ-kelvez
  • Rezin sec’h
  • Krampouezh kras
  • Kinkladurioù a bep liv

Prientiñ :

Lakaat an tan war elum evit lakaat ar chokolad da deuziñ en dourgib.

Gant ul loa vihan, ober takadoùigoù chokolad.

Da c’houde, lakaat ar c’hraoñ-kelvez, ar rezin sec’h, ar c’hrampouezh kras bruzunet hag ar c’hinkladurioù a bep liv war bep takadig.

A-raok debriñ anezhe eo dav gortoz e vefe yen ha kalet ar chokoladoù.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like