Sinema. Dispac’h mut ar re yaouank

E 1949 e oa bet rannet Alamagn etre an RDA hag an RKA, 70 vloaz zo bremañ. Un abeg mat evit sellet ouzh ar film An Dispac’h mut, savet gant Lars Kraume e 2018. Ur splujadenn don eo ar film en Alamagn ar Reter e 1956, asambles gant Kurt, Theo ha Lena, liseidi o vont da dremen ar vachelouriezh. Un diviz kemeret ganto a cheñcho pep tra koulskoude : ur vunutenn didrouz er c’hlas, evit enoriñ emsavadeg an dispac’herien hungarat bet mouget kriz ha lazhet gant an arme soviedel. Ur vunutenn deuet da vezañ un afer Stad, ha setu o buhezioù cheñchet da viken…

An Dispac’h mut. Saourus a-walc’h eo an droidigezh e brezhoneg, an dargemm krouet etre son trumm an dispac’h, ha sioulder an didrouz.

Istor un dargemm eo just a-walc’h hini ar film. Istor un darzhadenn diremed e buhezioù liseidi o vevañ er Republik Demokratel Alaman (RDA) er bloavezhioù 1950. An dud yaouank, 18 vloaz d’ar muiañ tout, a rank talañ ouzh ur gouarnamant sokialour heskinet gant ar c’hoant kastizañ ar re e karg. Ret e vo d’al liseidi klask chom kengred etrezo koulskoude, kousto pe gousto…


Ur freskenn istorel boanius

War un istor gwir eo diazezet ar film, un istor kontet el levr Das Schweigende Klassenzimmer, skrivet gant unan eus al liseidi, Dietrich Garstka. Goude Fritz Bauer, un haroz alaman, hag a gonte ar prantad goude ar brezel en RKA (Republik Kevreadel Alamagn), en deus bet c’hoant Lars Kraume seveniñ ur film diwar-benn an RDA. “a-benn ar fin, an daou film a glask kompren penaos eo deuet a-benn Alamagn da vont war-raok goude ur gwalleur ken spontus, penaos he deus gellet ar vro adsevel hag adkavout un hent, adalek un istor skrijus betek un amzer nevez”, a gont ar filmaozer.

E reter Berlin e krog ar film, pemp bloaz a-raok na vefe rannet kêr gant ur voger. Krog e oa ar Brezel Yen, met goude marv Stalin (1953) e tigor ur prantadig distalinekaat gant Khroutchev. Kregiñ a ra neuze emsavadegoù er bloc’had komunour, e Polonia hag en Hungaria, da skouer. En RDA e teu war-c’horre ar spi da c’hellout reizhañ ar renad komunour… mouget buan-tre koulskoude. D’ar mare-se e chom sioul tud al liseidi gwelet er film, dre m’o deus dija bevet moustrerezh emsavadeg Berlin e 1953, pa c’houlennet gwirioù ekonomikel, sokial, met ivez politikel.

Disparti etre an RFA (e griz) hag an RDA (e melen) adalek 1949

Rannadur Alamagn adalek 1949 etre RKA (e griz) ha RDA (e melen)

Dre radio Alamagn ar C’hornôg, ar RIAS, e tesk al liseidi marv ar c’hoarier mell-droad hungarat Ferenc Puskás e-kerzh manifestadegoù Budapest. O-unan e tivizont neuze aozañ ur vunutenn didrouz e-pad o c’hentel istor, d’an 29 a viz Here 1956. Met redek a ra keloù an darvoud betek divskouarn ministr an Deskadurezh pobl. Gourdrouz a ra skarzhañ anezho diouzh o lise ha difenn outo a vont d’ar skol-veur, ma ne ziskuliont ket an dud e penn an taol-se.

Setu stanket al liseidi en un degouezh skrijus ha poanius, daouhanteret o c’halonoù etre ar c’hoant chom feal d’o c’hamaladed, hag an ezhomm ober studioù evit kaout ur vuhez welloc’h eget hini o zud.

An Istor displeget en amzerioù liesseurt

Pemp bloaz a-raok savidigezh moger Berlin eo diasur c’hoazh dazont Alamagn ar Reter. Bev eo c’hoazh evit darn spi ur sokialouriezh dizalc’hour, spi ar c’hevatalder hag ar fiñvusted sokial.

Un timbr eus mare an RDA

Timbr eus mare an RDA (1950)

Met didrouz al lieseidi n’emañ ket diouzh prezeg propaganda ar SED, ar strollad politikel komunour alaman, enebet ouzh mouezh ar C’hornôg a vez klevet dre ar radio kuzh, ar RIAS. Petra eo neuze emsavadeg hungarat ar bloaz 1956 ? Ur stourm harozel evit ar frankiz, pe ur putsch enepdispac’hel ?

Unnek vloaz zo hepken eo echu an eil brezel bed, hag er sistem hollveliour war ar stumm soviedel e spurmanter ivez bruzhunennoù memor eus ar brezel : ar c’helenner nazi, ar gerent bet er rezistañs pe bet o kenlabourat, ministr an Deskadurezh bet jahinet, ar vezh er familhoù…

Implijet e vez ivez ar stourm a-enep d’ar pezh a chom eus an naziegezh evit magañ ar voustrerezh-Stad ha diskouez holl enebourien ar renad evel tud nazi. Harellerezh ar renad sokialour evit adurzhiañ an traoù n’eo ket hep degas da soñj eus doareoù-ober ar Gestapo koulskoude, ha damheñvel e seblant bezañ al lifre, ar spont hag an diskuliadurioù dre urzh… A-benn ar fin, etre 1949 ha 1961, e-tro 3,5 milion a dud – da lavaret eo ur c’hwec’hvedenn eus ar boblañs – o defe kuitaet an RDA evit mont d’ar C’hornôg.

Plac'hig gwer evel ma c'helPlac'hig gwer evel ma oa er gouleier tremenerezh en RDA

Plac’hig wer evel ma oa er gouleier tremenerezh en RDA

Emouestl politikel ar re yaouank

Met gant daoulagad an amzer a-vremañ e c’haller ivez gwelet ar film. Dezrevelloù politikel kontet gant tud yaouank hag idealour a glever hiziv ivez. N’eo ket echu ar bec’h en-dro d’ar gapitalouriezh ha d’ar sokialouriezh, nag emouestl politikel ar re yaouank. En ur chom didrouz, ar re-se a sav o mouezh a-enep d’an dud gour o treuzvarc’hata gant ur renad moustrus. Ar re yaouank a zibab chom unvan, stag ouzh o zalvoudoù, pell diouzh trap an hiniennelouriezh. Kalonek, prest da baeañ ar priz, evel ma’z eo bet gwelet e penn-kentañ miz Du 2019, gant aberzh un den yaouank e Lyon a-enep da vreskted ekonomikel ar studierien.

Ne vezer ket sirius pa vezer 17 vloaz”, a skrive Rimbaud. Gwir eo kement-se ?


Tañvadenn :

An Dispac’h mut (La Révolution Silencieuse e galleg, Das Schweigende Klasszimmer e alamaneg) – Film alaman, sevenet gant Lars Kraume. Gant Leonard Scheicher, Tom Gramenz, Lena Klenke, Jonas Dassler – 1e51mn

War internet : lec’hienn ar broduerien

Deiziadoù pennañ

  • 1945 Rannet eo Berlin ha Bro-Alamagn e 4 zakad ac’hubet gant ar galloudoù trec’h en Eil Brezel bed
  • 1949 Krouet eo an RFA hag an RDA
  • 1953 Emsavadeg Berlin
  • 1956 Emsavadeg Budapest
  • 1961 Kregiñ a ra savidigezh moger Berlin
Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù