Klozet – ar podkast savet dindan ar c’holc’hed

Klozet, ar podkast savet dindan ar c'holc'hed

Degemer mat war bajenn ar podkast “Klozet” ! Un niverenn a ginnigomp deoc’h bemdez e-pad ar prantad kenfinañ ar c’horonaviruz/ Covid-19. Krouet ez eus bet ur studio bihan dindan palennoù ganeomp, en ur gambr e Kemper. Deustalek amañ e kontimp hon avanturioù bihan ha bras deoc’h, ha reoù an dud aterset.

 

Klozet #11 Moneiz moneiz moneiz

Ha klevet ho peus anv eus ar chadenn karaoke e brezhoneg nevez war Youtube? Liza, kelennerez e Kentelioù An Noz e Naoned, a zisplego pep tra deomp. Gant Maksim, a zo kelenner, en eil derez e vimp ivez. Kaoz a vo gantañ eus reiñ e gwad pe c’hoazh eus ar skyperoioù.

 

Klozet #10 Hep ar c’holc’hed

Hiziv e vo un abadenn dreistordinal da glevet. Enrollet hon eus anezhi hep ar c’holc’hed ! Klevet e vo ganeoc’h perak ez eus bet ar cheñchamant-se gant Tudi ha Metig. Tim, keginer Lannuon, a roio deomp ivez rekipeoù keginañ gant linad. Menam-menam.

Klozet #9 Psikokwak

Hiziv e vo klevet Metig, Tudi, Rozenn hag ur c’henlojer nevez. Kanañ a raint holl asambles un ton mil anavezet ! (spoil : pokemon eo). Graet ‘vo anaoudegezh gant Tim ivez, keginer e Lannuon. Plijadur-bras on eus bet o fardañ an abadenn-mañ evidoc’h. Pok(emon) !

Klozet #8 Chañs vat evit frammañ

Setu, un drederenn eus poblañs ar bed a zo kenfinet bremañ. Ha gwelloc’h eo bezañ war ar maez eget e kreiz-kêr eveldomp…keloù hor bo eus Bleuenn e Malastred, hag eus Talwyn a zo e Bro-Gembre.

Klozet #7 C’hoari paledoù ha plijadurioù all

Keleier, c’hoari paledoù ha troioù-kaer Arthmael a zo sac’het e Mec’hiko abalamour d’ar c’horona a vo da glevet. Soner eo ivez er strolladoù Strakal Bezhin ha Taraf Dilo, a lusko an abadenn.

Klozet #6 Karaoke

Hiziv e vo klevet Moira, a zo e Montreal. Ha respont a rimp da difi Jean-Luc Roudaut.

En devezioù kentañ e klaskimp tapout keloù eus brezhonegerien.ezed a zo kenfinet en estrenvro.

Gant : Moira ha Jean-Luc Roudaut

Klozet #5 An dinosaorez

En abadenn-mañ e pedomp Rozenn, hon c’henlojerez. Dentourez eo ha kenderc’hel a ra da vont da labourat. Evel boaz e roimp un nebeud keleier ac’hanomp deoc’h hag Aya Nagavourroù a vo ganeomp war-eeun !

Bonus : Aya Nagavourroù – Ar gourou

Klozet #4 An talabar’brein

Pennadig kaoz diwar-benn ar mor a barizianed oc’h en em gavout e Breizh, un tuto kened, Koronakaoc’h…ha buhezig Tudi ha Metig a vo de glevet evel-just.

Gant : Rozenn Milin, Bleuenn, Liza, Camille Thomas ha Gwen ar Born.

Klozet #3 Ar Pellabour

N’eo ket aes labourat ‘bar gêr ! Skuizh-divi eo an daou gomper. Kaoz a vo hiziv eus ar strollad Mangina, eus al levrioù diwezhañ… ha klevet e vo tonioù nevez Aya Nakamura he deus kaset anezho deomp a-ratozh evit ar podkast.

Trugarez da Vleuenn, Diane, ha Camille da vezañ kemeret perzh en abadenn-mañ. Selaouit ouzh tonioù Mangina amañ.

Klozet #2 Piv ‘oa André Gorz ?

En em voaziañ a ra Metig ha Tudi eus o zi nevez hag aozadur ar vuhez a-stroll. Un ton kenf, kronikenn lennegezh al levrioù n’int ket bet lennet ganto c’hoazh ha souezhadennoù all a vo da glevet !

Trugarez da Leo da vezañ kemeret perzh.

Klozet #1 An dilojañ

Tudi ha Metig a ziviz kuitaat o ranndi e kreiz-kêr Kemper evit dilojañ gant pevar c’henlojer·ez all en un ti bras e karter Kerfeunteun. Eno e vint kenfinet e-pad pemzektez – d’an nebeutañ – !

Fellout a ra deoc’h kemer perzh en abadenn ? Kontit deomp penaos e tro an traoù ganeoc’h er gêr : son al lapoused o kanañ, an amezeien oc’h en em chikanañ, ul lennadenn, ur rekipe, ur farsadenn, un divinadell… Kasit ho sonioù deomp dre bostel gant WeTransfer da darempred@dispak.bzh.

En em santout en ho pleud a rit dre skrid kentoc’h ? Gallout a rit kinnig pennadoù deomp ivez.

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù