1 eurvezh evit kontañ al laboused e Breizh

Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez renablet niver al laboused en natur gant ar c’hevredigezhioù GEOCA ha Breizh Vev (Bretagne Vivante). Un doare simpl da welet emdroadur poblañsoù a bep seurt spesadoù ha bezañ emskiant eus efedoù « Mab-den » war an natur… Er bloaz-mañ e vo aozet ar c’hontañ d’ar Sadorn 26 ha d’ar Sul 27 a viz Genver war Breizh a-bezh adarre.

E 2009 e oa bet roet lañs d’ar c’hontañ laboused gant ar GEOCA e departamant Aodoù-an-Arvor hepken. Adalek 2011 e vez graet al labour-se a-stroll gant Breizh Vev war Breizh a-bezh, o kemer e kont Bro-Naoned ivez. Graet e vez bep bloaz evit gellout ober stadegoù war an niver a laboused gwelet gant an dud, met ivez evit gouzout pet spesad disheñvel a c’haller kavout c’hoazh e Breizh.

D’ar memes mare atav e vez graet war-dro ar c’hontañ : dibenn-sizhun diwezhañ miz Genver a zo bet dibabet gant an aozerien hag er bloaz-mañ e vo dalc’het d’ar Sadorn 26 ha Sul 27 a viz Genver neuze.

Pintig.

Kalvennig c’hlaz

Penaos kemer perzh ?

Aes-tre eo kemer perzh ha ne vo ket hir-tre. Dibabit da gentañ ul lec’h un tammig strategel evit gellout gwelet ar muiañ anezho. Gallout a ra bezañ liorzh an ti pe c’hoazh en ur park, war ar maez pe e kreiz-kêr.

Un eurvezh a vo trawalc’h da gontañ al laboused. Dav e vo kontañ hepken an niver brasañ a laboused eus ar memes spesad gwelet holl asambles er memes mare. Da lavaret eo ma vez gwelet 1 labous X da gentañ ha da c’houde 3 labous X ne vo notennet nemet « Labous X = 3 » (ha n’eo ket 4 !).

An holl ditouroù notennet e-pad an eurvezh a ranko bezañ skrivet war un teul PDF a c’hallit moullañ pe glokaat war-eeun war al lec’hienn.

Pennglaouig.

Gouzout diouzh al laboused

Ar pep diaesañ evit an deraouidi a vo marteze anavezout laboused zo. Arabat ober biloù koulskoude, meneget eo sklaer gant an aozerien n’eus ket da notenniñ al laboused ma n’eur ket asur eus o spesad da vat. Dav eo kregiñ gant ar spesadoù brudet-mat neuze, ha klask tamm-ha-tamm deskiñ anavezout reoù nevez. M’ho peus douetañs war spesad ul labous bennak ha m’ho peus tro da dapout ur skeudenn e c’hellit kas anezhi war bajenn Facebook an darvoud deoc’h da gaout un taol-sikour.

Kontañ al laboused e-pad 1 eurvezh a zo ivez un doare talvoudus evit (ad)deskiñ o anvioù e brezhoneg. Un toullad levrioù brav a zo war an danvez-mañ en hor yezh dija, met ma n’ho peus ket bet tro da gavout unan a-raok an devezh kontañ e c’hellit atav kavout anvioù ar spesadoù boutin e brezhoneg er pleg-dibleg savet evit notenniñ.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like