COP24: An hin ne c’hortoz ket !

Etre an 3 hag ar 15 a viz Kerzu 2018 e oa bet dalc’het ar c’h/COP24 e kêr Katowice, e Polonia. War-dro 23 000 a dud a oa en em vodet eno, en o zouez dileuridi eus 195 Stad hag eus Unaniezh Europa (UE) deuet da zivizout war penaos lakaat e pleustr Emglev Pariz (EP). Dav e oa e gwirionez d’ar gumuniezh etrebroadel ober he soñj war dazont Emglev Pariz : divizout lakaat e pleustr an EP evit stourm da vat a-enep ar cheñchamant hin, pe ober un emglev goullo anezhañ.

Savet e oa bet Emglev Pariz e-pad ar C’HOP21 e miz Kerzu 2015, o terc’hel kont eus 97% eus an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer. Peurwiriekaet gant 184 kannad disheñvel eo bet endeo, en o zouez Frañs hag an UE. Mallus e oa d’ar sinerien en em glevet evit gallout reiñ lañs d’an Emglev e 2020. Divizoù teknikel-kenañ evit kavout ur framm reolennaouiñ a oa e programm ar 24vet COP.

Tost bep bloaz abaoe 1995 e vez aozet ur C’HOP (“Conference Of Parties” da lavaret eo Bodadeg ar re empleget) evit kemer divizoù war kudenn vedel distabiladur an hin, en ur vro ezel eus an UNFCCC (“United Nations Framework Convention on Climate Change”). Pep bodadeg eus  ar C’HOP a zo un digarez ofisiel da vont war-raok en un doare reoliek war kudenn an hin, daoust ma vez ivez meur a emgav boutin all e Bonn (e Alamagn) a-hed ar bloaz. Koulskoude, n’eo ket par pouez bodadegoù ar C’HOP a vloaz da vloaz. An darn vrasañ a zo kaozeadennoù teknikel. Dreistordinal e oa ar C’HOP21 dre ma’z eus bet asantet gant pep bro en em ouestlañ e-keñver paeamant fetis ur “skodenn hin” (un emouestl budjed hag ivez en emouestl ober), kement hag hini ar C’HOP3 da-geñver sinadur Protokol Kyoto e 1997.

Ar wech-mañ e oa pal pennañ ar C’HOP24 krouiñ ur reolennaoueg sklaer evit ma ouife pep bro penaos lakaat Emglev Pariz (EP) e pleustr. E Pariz o doa asantet ar gannaded e vefe priziet o araokadennoù evit stourm a-enep da cheñchamant an hin gant ensellerien neptu. Setu ma oa poent resisaat peseurt titouroù a vo da vezañ disklêriet gant ar broioù, ha penaos ha pegoulz e vefe graet kement-mañ. Ar gaoz a ranke bezañ lakaet war tri sujed all ivez : an arc’hantaouiñ (an treuzkemm doare energiezh, da skouer), priziañ an emouestloù fetis evit digreskiñ an dislaoskadennoù CO2, ha roll ar Stadoù “bras” a-fet sikour ar Stadoù o tiorren ha diskouez ar skouer vat.

Gortozadennoù liesseurt

Luziet e oa ar c’henarroudoù politikel ha sokial etrebroadel a-raok ar C’HOP24. Hogen, gortozadennoù liesseurt ar Stadoù bras, ar Stadoù o tiorren, an aozadurioù ekologel, an aozadurioù dengar… a c’hell bezañ eeunaet ha rannet e tri rummad well wazh. Diouzh un tu e oa ar broioù pinvidikañ, ar re a zo laouen e chomfe an traoù e-giz m’int bet betek-henn. Int a c’hortoze ur reolennaoueg efedus evit gwiriekaat penaos e vefe doujet d’o emouestloù gant pep bro. Padal ne felle ket dezho e vefe lakaet e plas kastizoù fetis (evel an telloù-kastiz) evit ar re na zoujfent ket d’o emouestloù.

Gortozadennoù pennañ an aozadurioù maez-gouarnamant

Diouzh un tu all e oa ar Stadoù o tiorren hag ar c’hevredigezhioù dengar. Ingal e tro o goulennoù en-dro d’ar justis sokial hag ouzhpenn ur C’HOP a vo ret evit respont dezhe. En EP eo skrivet e vo lakaet e plas ur “yalc’had c’hlas” 100 miliard a zollaroù enni gant ar Stadoù bras evit harpañ an diorren padus er broioù all. Ezhommoù arbennik a oa gant ar Stadoù o tiorren en dro-mañ : penaos rediañ ar broioù pinvidik da bostañ arc’hant er yalc’had ? Penaos e vo dasparzhet an arc’hant ? Penaos dic’haouiñ kolloù ha freuzoù ar broioù paket berr gant distabiladur an hin ?

An hin ne c’hortoz ket !

An trede rummad eo rummad an inizi bihan, ar skiantourien hag an aozadurioù ekologel. An teul skiantel nevesañ a zeskriv stad an hin zo bet savet gant skiantourien an IPCC (“Intergovernmental Panel on Climate Change”, anezho ur strollad klimatologourien a zielfenn ar ouiziegezh skiantel). Urzhiet e oa bet gant an UNFCCC. An teul-mañ a oa abeg pennañ ar pezh e oant o c’hortoz. Un diverradenn sintetek ouzhpenn 6000 pennad skiantel war efedoù un tommadur bedel a 1.5°C war an hin hag ar boudoù bev eo ar studiadenn. Kinnig a ra hentoù sokioekonomikel da heuliañ evit chom hep mont a-us al live tommadur-se. Da echuiñ, keñveriañ a ra an teul lakadenn un tommadur a 1.5°C gant unan a 2°C. Splann eo an disoc’hoù ken ez int.

Efedoù ar cheñchamant hin ne vint ket a-genfeur gant kresk an tommadur ; kentoc’h kreñvoc’h-kreñvañ e vint a-feur ma tommo ar blanedenn. Da skouer, muioc’h a varradoù tommder pe a sec’hor bras a vo gant un tommadur 2°C eget gant unan a 1.5°C ha kement-mañ a c’hellfe tommañ an aer d’e dro ivez. A-bouez eo herzel an tommadur da 1.5°C eta. Evit-se e vo ret ober strivoù brasoc’h. Hervez an IPCC, dav e vo daouhanteriñ ar c’hementadoù CO2 dilaosket adalek 2030, chom hep e zilaoskañ tamm ebet ken adalek 2050 ha lemel anezhañ kuit diouzh an aer goude-se. An trede rummad a felle dezhañ e vefe kemeret e kont labour ar skiantourien dreist-holl ha komprenet gant ar bolitikourien ne’z eus ket da c’hortoz ken.

Ne chom nemet 12 vloaz a-benn daouhanteriñ ar c’hementadoù CO2 dilaosket

Un eostad ken brav ha ma’z eo brein

Divizoù a-bouez evit gwarantiñ ne vefe ket graet tro wenn gant Emglev Pariz a zo bet kemeret e-pad ar C’HOP24. A-du eo en em lakaet ar gannaded war un destenn diazez ha votet o deus ar c’henemglev. Gantañ eo laouen ar rummad kentañ. Ar broioù a zo sañset heuliañ reolennoù pizh ha strizh hag adneveziñ o skodenn hin bep pemp bloaz o kregiñ e 2020. En em glevet eur ivez war ur reizhiad evit ma chomfe sklaer ha didruch ar skodennoù. Barnet e vo efedusted ar reizhad goude 2024, gant ma vo kaset rentaoù-kont o araokadennoù gant an holl vroioù a zo sañset en ober. Ar re baourañ ha breskañ ne vint ket rediet da ginnig skodennoù resis, na da ginnig rentaoù-kont reoliek kennebeut. Ar c’hastiz nemetañ evit ar re na zoujfent ket d’o emouestloù a vo lakaat brud fall warno, ar pezh n’eo ket efedus atav.

Adarre eo bet roet o ger gant ar broioù brasañ (war bouez ar Stadoù-Unanet n’o deus ket graet) e vefe muioc’h a bourvezioù o voueta ar yalc’had c’hlas en dazont hag e vefe dasparzhet an arc’hant en ur mod kempouez. Siwazh, ne oa tamm youl ebet gant ar broioù-se evit amprouiñ ur sistem reoliet mat. Talvezout a ra n’eo ket sklaer hag-eñ e vo pourvezet ar yalc’had c’hlas gant arc’hant fetis nemetken pe ivez gant madoù pe oberoù liesseurt all.

E-touesk an eil rummad e kresk an disfiz e-keñver ur sistem arc’hantaouiñ levezonet gant ar Stadoù pinvidikañ. Divizet eo bet adkas ar gaoz a-benn ar C’HOP25 hag a vo dalc’het e Chile a-benn bloaz. Klevet oa bet kalz e Pariz e vefe krouet ur sistem etrebroadel da zic’haouiñ ar c’holloù ha freuzoù en un doare reizh. N’eo ket meneget nemeur e reolennaoueg ar C’HOP24 hag e fulor emañ an eil rummad gant an disoc’h-mañ.

Kalz a wask a zo bet lakaet gant broioù evel Rouantelezh Arabia Saoudat pe Rusia evit chom hep menegiñ na gwirioù an dud, na surentez ar boued en destenn. Evel ma’z int dileuridi binvidik ha galloudus, ganto eo aet ar ger diwezhañ neuze, daoust m’emañ gwirioù mab-den e-kreiz kudenn ar cheñchamant hin.

Kement ha ma’z eus bet bec’h c’hoazh war sujed teuliad an IPCC : goulennet eo bet gant an Inizi Maldivez e vefe degemeret al labour skiantel ez ofisiel gant ar C’HOP. A-enep e oa Rouantelezh Arabia Saoudat, Koweit, Rusia hag ar Stadoù-Unanet. Un treuzvarc’had o deus ranket ar broioù ober ha trugarekaet eo bet an IPCC evit e labour hep derc’hel kont eus ar skiant en destenn ofisiel. Keloù fall eo evit ar stourm ekologel, met didouell eo an darn vrasañ eus ar skiantourien hag evit an trede rummad n’eo ket ur souezhadenn vras ne vijent ket bet selaouet.

Herzel an tommadur da 2°C

A-drugarez d’ar C’HOP24 eo bet savet ar framm evit lakaet e pleustr an EP. Ur perzh mat eo, siwazh eo kazi an hini nemetañ. Teknikel e oa ar vodadeg, hogen mallus-tre eo kaout mennadoù ekologel, ekonomikel, ha politikel er C’HOPoù. Rakjedet o deus ar glimatologourien e savo tommadur ar bed da 3°C a-benn 2100 ma chom heñvel ar skodennoù hin ouzh ar re zo bremañ.

N’eus nemet an Inizi Marshall o deus adnevezet o skodenn evit poent. Nav bro all o deus prometet d’en ober ivez, met Frañs n’he deus ket graet hag hi koulskoude o vezañ en em zisklêriet e penn ar stourm a-enep ar cheñchamant hin. Dre vras, seblantout a ra bezañ boud an obererezh publik. Seblantout a ra bezañ skuizh ar skiantourien ivez peogwir e ouzont e vo ezhomm implijout troioù-hud evit herzel an tommadur da 1.5°C.

Evit ma chomfe dereat hol liveoù bevañ, pe re hor bugale, eo poent bras cheñch penn d’ar vazh. Alies e vez klevet ar gerioù « politikerezh hirbadus » pe « ekonomiezh hirbadus ». Petra e talvez e kenarroud ar cheñchamant hin ? Moarvat e talvezont anzav n’eo ket normal e vefe bet savet Emglev Pariz o terc’hel kont eus 97% an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer hepken. An 3% dianavezet o vezañ re ar c’henwerzh war vor. Evel-just, diaes eo kemer e kont un obererezh ekonomikel etrebroadel pa sav kudennoù evit termeniñ peseurt bro a zo kiriek eus peseurt kementad a zislaoskadennoù.

E gwirionez, choazet o deus hor gouarnamantoù chom hep soñjal er priz reizh da baeañ hiziv evit arboellañ kolloù ha freuzoù warc’hoazh. Marteze e vo efedusoc’h ar c’hêrioù evit plediñ gant ar gudenn pe mod all ar rannvroioù. Mod pe vod, arabat eo soñjal ne vo ket d’en em voaziañ ouzh an direizhderioù da zont.

—————————————————————————————————————————

© Skeudennoù (en urzh) : Place To B, Place To B, CliMates

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like