5 abadenn nevez evit kregiñ gant ar bloaz

Frouezhus eo bet penn-kentañ 2019 evit ar pezh a sell ouzh an abadennoù skignet enlinenn. Etre an heuliadoù nevez hag ar c’houlzadoù adnevesaet e c’haller kavout peadra da chom e foñs e wele ar vakañsoù-pad. 

Un toullad heuliadoù hag abadennoù a zeu er-maez bep miz, ha diaes eo ober un dibab en o zouez. Un druez e vefe koulskoude tremen e-biou d’ar programmoù-mañ, liesseurt a-walc’h ken a-fet stumm ha danvez.

C’hwi a gano 2

Justine Morvan ha Perynn Bleunven – Brezhoneg – 5 x 15 mun Liamm

Adkavout a reer Lili ar Wern e lise arzel an Nor digor evit un eil koulzad. Warlene e oa bet skignet an hini kentañ. Dezrevellañ a ra istor ur grennardez a blij dezhi kanañ met a zo trubuilhet gant ar bed tro-dro dezhi. Diaes eo dezhi bezañ eürus abalamour da gevezerezh merc’hed all al lise, gwask ar gelennerien warni hag he mamm fri-furch… Fentus ha skañv eo an heuliad-mañ. Adimplijout a ra doareoù an teen-movies statunanat, gant kanaouennoù skrivet a-ratozh evit an abadenn. Marteze e vo adkavet pennoù anavezet ganeoc’h e-mesk ar 5 rann embroduet e-pad an hañv kostez Plabenneg. Istitloù e meur a yezh a c’haller kaout ivez.

Tyding up with Marie Kondo

Marie Kondo – Saozneg – 8 x 45 mun – Netflix

Gant ar Japanadez Marie Kondo eo aozet an abadenn-mañ skignet e 6 rann. Skrivet he doa al levr-mil-gwerzhet “Burzhud ar renkañ” diwar-benn an doare gwellañ da renkañ un ti ha da gaout ur vuhez seder hep bezañ strober gant traoù didalvez. Amañ e sikour familhoù er Stadoù-Unanet d’ober un tamm plas en o lojeiz e berr amzer. Dudius eo ha reiñ a ra da soñjal war ar c’hementad dilhad, levrioù, dafar a c’heller mirout hep implijout anezhe gwech ebet. Diwallit, ur wech gwelet ganeoc’h penaos plegañ dilhad ha penaos soñjal evit bezañ efedus e teuio marteze ennoc’h ur c’hoant bras da deurel bitrakoù didalvoud deoc’h.

Sex education

Laurie Nunn – Saozneg – 8 x 50 mun – Netflix

Ur bern heuliadoù a zo evit ar grennarded, hemañ a zo kreizennet war deroù ar seks er vuhez. An distro-skol eo evit ur strollad liseidi ha nec’het eo Otis, mab ur seksologourez, abalamour ma n’eo ket kustum da vont e darempred gant tud all. E vignon Eric, ur paotr heñvelreizh, a zo muioc’h a entan ennañ gant ar bloavezh o kregiñ en-dro. Ret e vo da bep hini brasaat gant kamaladed a-oad gante, dedennet gant an hevelep doare temoù met droug etrezo a-wechoù ivez.

Foeterien 7

Mikael Baudu – Brezhoneg – 40 mun – Brezhoweb – Liamm amañ

Erruet eo Foeterien en tu all d’ar meurvor atlantel, dindan heol Jamaika. Ret eo da bep skipailh gounit an tamm en ur c’hoari biz meud hag erruout da gentañ eus a-bep seurt amprouennoù, evit pep tamm hent. 6 den yaouank o deus bet ar chañs da gemer perzh e seizhvet koulzad ar genstrivadeg-se, aozet bep bloaz en estrenvro. Peadra da zistanañ ha da ober anaoudegezh gant sevenadurioù all, gant ur sell disheñvel. Deskiñ a reer ivez penaos c’hoari biz-meud ha beajiñ gant nebeut a arc’hant.

 

Derry Girls

Michael Lennox ha Lisa McGee – Saozneg – 6 x 25 mun

Betek Iwerzhon an Hanternoz, e kêr Derry er bloavezhioù 90 e vezer treuzkaset en heuliad-mañ. Kreizennet eo war buhez merc’hed yaouank, en o lise katolik strizh hag o familhoù. Kalzik a fent a zo gant tudennoù pennek ha dispak, kreñv o pouez-mouezh pa gomzont. Tro-dro dezhe e vez santet bec’h politikel ar mare ha pouez ar relijion, kalz a elfennoù a ziskouez sevenadur Iwerzhon ivez. Sonerezh lusk ennañ, tonioù an ninetees peurliesañ eo a vez klevet ha n’eo ket displijus tamm ebet. N’eo ket nevez-flamm an heuliad-mañ peogwir e oa bet skignet er bloaz tremenet war Channel 4, met nevez-erruet eo war Netflix. Un eil koulzad a zeufe er-maez e miz Meurzh.

Setu, evel-just ez eus abadennoù all dedennus-tre ha n’eo ket dav deoc’h tremen ho vakañsoù-pad dirak ur skramm met d’an nebeutañ e vo bet klevet anv ganeoc’h eus ar programmoù a ra berzh bremañ, e brezhoneg !


Skeudenn : Gades Photography war Unsplash

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like