Hep istor, Breizh ebet

wikipedia

Hiziv an deiz n’eo ket gwall vras plas istor Breizh er programmoù skol. Klevet e vez dreist-holl mouezh ar Republik dirannadus.

Er programmoù istor e Frañs, pe e vefe re ar c’hentañ pe re an eil derez, e ranker studiañ prantadoù a ya eus ar Ragistor betek an Amzer a-vremañ met graet ez eus un dibab en darvoudoù, temoù rediet a zo. An temoù choazet gant an Deskadurezh-Stad a zo temoù a-denn da istor Bro-C’hall dreist-holl.
Pennoù bras Akademiezhoù Roazhon pe Naoned a lavaro n’eo ket nac’het istor Breizh ganto. Gallout a ra ar gelennerien ha kelennerezed, ma karont, silañ darvoudoù eus hon istor e temoù zo. Gwir eo met n’eo kazi netra. N’eo ket en ur silañ traoùigoù eus hon istor gant an nebeudig kelennerezed ha kelennerien a raio e vo desket istor Breizh gant an dud. Gwir zo da silañ traoùigoù met n’eus tamm redi ebet, hervez c’hoant ar gelennerien pe ar c’helennerezed eo. Morse ne vo moaien pe dost da lakaat ar gaoz war an divroadegoù bras etre Enez Vreizh (Breizh-Veur hiziv) hag Arvorig, war ar Rouantelezh Vreton, an Dugelezh… Ne vo ket tu da studiañ tudennoù meur istor ar Vretoned evel : Morvan, Nevenoe, Salaun, an dug Frañsez II, Anna Vreizh, Sebastian ar Balp… Ar Vretoned a anavez gwelloc’h Klodwig (Clovis), Karl-Veur, Janed Ark, Loeiz XIV….

Kudenn stummañ ar c’helennerezed hag ar gelennerien istor en eil derez

Kelennerezed ha kelennerien jakobin a zo hag ar re-se na raint morse kentelioù war istor ar vro, evit abegoù politikel. Bez’ ez eus ivez kelennerezed ha kelennerien ha n’int ket bet stummet pe re nebeut war istor Breizh. Ne vez roet dezho nemet un tañva eus istor ar vro er skolioù-meur. An darn vuiañ eus an danvez kelennerezed ha kelennerien istor e galleg n’anavezont kazi netra war prantadoù pouezusañ istor ar vro. Ha pa vefe un nebeudig anezho desket war istor Breizh e vezont lakaet da gelenn e akademiezhoù all er bloavezhioù kentañ abalamour d’ar fiñvadegoù. Nebeut a bostoù kelenn a zo en akademiezh Roazhon.

Bez’ ez eus ivez kelennerezed ha kelennerien eus akademiezhioù all o kelenn e Breizh hag ar re-se n’o deus bet tamm kentel ebet war istor Breizh en o stummadur skol-veur. Alies memes tra int desketoc’h eget an dud stummet amañ, kuriusoc’h e c’hallont bezañ int dre vras dre ma ouzont mat ec’h erruont en ul lec’h birvidik e sevenadur. Ha petra lavaret c’hoazh diwar-benn an troc’h a zo e Breizh : tapet etre div akademiezh, hini Roazhon (rannvro Breizh) hag hini Naoned (rannvro Broioù-al-Liger). Bez’ ez eus bagadoù a gelennerien ha kelennerezed en akademiezh Naoned (laket e Broioù-al-Liger) a zo eus departamantoù er-maez eus Breizh, n’int ket bet morse en ur skol-veur vreton, padal gant ar fiñvadegoù e vo lakaet lod anezho da gelenn el Liger-Atlantel.

Levrioù skol gant mankoù bras

Ar gelennerien ha kelennerezed a ra o c’hentelioù mui pe vui diwar al levrioù-skol roet dezho gant an tiez-embann bras evel Hachette, Hatier, Nathan… ha ne vo ket lakaet skouerioù eus Breizh pe nebeut ha normal eo, graet int evit skolioù Frañs a-bezh. Ur gudenn a zo memes tra, el levrioù-skol e brezhoneg embannet gant TES (levrioù-skol e brezhoneg) ez eus un diouer a zanvez war hon istor rak troet int diwar al levrioù embannet e galleg, re an ti-embann Nathan an hini eo. Ret eo e vefe skrivet en ur mod sklaer er programoù skol ha ret e vefe kaout temoù ispisial diwar-benn istor Breizh en akademiezhoù Roazhon ha Naoned evit al Liger-Atlantel.

Levr programm gall istor 6vet klas troet gant TES

Perak eo nac’het istor Breizh ?

En XIXvet kantved, hervez soñj an divizourien e penn ar Stad e oa ret strollañ ar pobloù (Bretoned, Euskariz, Korsiz…) a oa o chom e Frañs evit ober keodedourien c’hall anezho. Ret e oa unaniñ anezho, hag ijinañ un istor eus Frañs a vefe kelennet en holl skolioù a zo bet un doare da gas da benn ar raktres-se. Lod a implijo ar ger « romant nasional » evit kaozeal eus an istor-mañ.

Hiziv an deiz ar « romant nasional » a servij c’hoazh da unaniñ ar Stad met ouzhpenn da se eo ret gwiskañ dilhad ar Republik dirannadus d’an dud nevez-degouezhet e Frañs, d’an dud enbroet. Ret eo e chomfe c’hoazh unanet an dud mod pe vod ha difennet eo neuze ar romant-mañ kement ha kement gant an tu dehoù hag an tu kleiz. Ouzhpenn kentelioù istor a rank ar gelennerien istor-geografiezh ober, ret eo dezho kelenn an deskadurezh keodedel e lec’h m’eo ret deskiñ simboloù Frañs hag ar Republik d’ar skolidi (ar Marseillaise, ar c’hilhog, ar banniel, Frañs a zo ur Republik dirannadus, laik, demokratel ha sokial ; Liberté-Egalité-Fraternité…). Ar simboloù-mañ a zo bet ijinet en XIXvet kantved just a-walc’h, liammet-tre eo ar mennozhioù broadel hag an istor.

Er « romant nasional » eo kontet an istor e-giz pa vije bet eus Frañs evit ar wech hag e vije bet krouet Stad Frañs en ur mod naturel a-hed an amzer. Memes an istorourezed hag istorourien a sav o mouezh a-enep ar romant broadel-mañ ne savont ket a-enep ar fed e vefe desket tudennoù ha darvoudoù pennañ Frañs (roueed, prezidanted, argad ar Bastille…). C’hoant o deus e vefe kaoz ivez eus ar prantadoù diaesoc’h (sklaverezh, deporterezh ar Yuzevien…) pe eus an dud vunut (testenioù tud o deus bet bevet darvoudoù…) pe c’hoazh un istor bedel, un istor « hollekaet » (ganedigezh an demokratelezh en Aten, trevadennoù Europiz dre ar bed, Dispac’h an industriezh er bed…). Ar romant broadel a zo sanket-don e penn an istorourien hag istorourezed-se ivez, ha pa savfent o mouezh a-enep, rak ar pezh a ginnigont a vez graet dija mui pe vui er programmoù skol. Neuze e touesk an istorourezed hag istorourien pe ar bolitikourien ha politikourezed e Frañs e faot da lod anezho e vefe er programmoù muioc’h a « romant », lod all muioc’h a istor « hollekaet » met kavet e vez un tammig eus an daou dija. Dister eo an danvez breutaat neuze.

Un dra a vank er programmoù, ha n’eo ket hep abeg : istor ar pobloù a zo o chom e Frañs. Sur-mat e soñj da lod ez eus ur riskl e vefe rannet ar Republik, e vefe balkanekaet Frañs, e vefe freuz ha reuz, gwelloc’h eo neuze kuzhat o istor d’ar Vretoned ha savetaet e vo Frañs peurbadel.

Bez’ ez eus e Breizh skolioù brezhonek kevredigezhel ivez, ar skolioù Diwan eo. Enno e vefe tu da aozañ kelennadurezh hon istor en un doare frammetoc’h, a yafe pelloc’h eget kontañ war youl vat hemañ pe honnezh evel m’emañ kont hiziv. Daou-ugent vloaz zo eo bet krouet Diwan. Ha ne vefe ket poent labourat evit diazezañ ur programm ret ha boutin d’an holl skolioù Diwan evit ma anavezfe an holl vugale skoliataet gant Diwan o istor hag o sevenadur ?

________________________________________________________________________________

Skeudennoù :  Wikipedia, Ti-embann ar skolioù (TES)

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù