A-drugarez da lec’hienn TV3 ha Catalunya Radio e teuio ar c’hatalaneg da vezañ unan eus an 40 yezh a c’hello bezañ implijet gant Google Assistant a-benn nebeut. Gallout a ray implijerien Google Assistant ober gant ar benveg evit treiñ ar vouezh war ar prim diwar ar c’hatalaneg. Ne c’hello bezañ graet nemet gant Android evit poent avat.
Ar c’hatalaneg a vo a-benn nebeut e-touez an 40 yezh a c’haller implijout gant Google Assistant. Ar benveg-se a zo ur skoazeller hiniennel speredek evel Siri (a ya en-dro gant binvioù Apple evel an Iphonoù), da lavarout eo ur benveg niverel renet dre ar vouezh. Evit poent e veze gwelet ar binvioù niverel evel un egorenn a frankiz skrivañ evit an holl yezhoù. Gant enframmadur ar c’hatalaneg e-touez yezhoù Google Assistant e tigorer un nor all da implijout hor yezhoù dre gomz.
Hervez ar gevredigezh “Plataforma per la Llengua” (un aozadur e-maez-gouarnamant e-karg eus difenn ha boutinaat implij ar yezh en holl vroioù katalan) ne oar ket c’hoazh ar gompagnunezh liesvroadel adalek peseurt deiziad resis e vo tu d’en ober en un doare pleustrek.
Ur pezh araokadenn eo evit ar gatalanegerien atav. O yezh a zo dija e-mesk ar 100 yezh a c’heller implijout dre servij treiñ boutin “Google Translate” evel an euskareg pe ar galizeg, ar c’hembraeg hag an div yezh ouezelek.
El català, entre les 40 llengües disponibles en el Google Assistant https://t.co/DAPPQjxp6C
— 324.cat (@324cat) October 18, 2018
Ar C’hatalaneg, ur yezh kreñv er bed niverel
Gallout a reer menegiñ ivez al lec’hienn “Soft Català” a renabl an holl veziantoù, arloadoù, difazierioù ha pourvezioù niverel a c’heller kavout e katalaneg. Skouerioù ha danvez preder eo homañ evit ar vrezhonegerien hag ar brezhonegerezed a fell dezho diorren implij o yezh dre ar genrouedad.
Tennañ a ra he falioù ouzh re kevredigezh an Drouizig a ginnig binvioù niverel e brezhoneg. Krog e oa Soft Català gant he labour e 1998. Labourat a ra evel an Drouizig war dachenn ar merdeerioù pe ar meziantoù frank a wirioù. Gouest eo bet da genlabourat gant Google abaoe 2001 avat. Trawalc’h eo menegiñ un nebeud sifroù evit gwelet peseurt hent a chom d’ober e Breizh : e 2012, ouzhpenn 800 000 a bellgargadennoù a oa bet diwar lec’hienn Soft Català. Hiziv an deiz ez eo 3 500 den a implij al lec’hienn bemdez ha 40 000 den a zo koumanantet.