Barr-fulor bed ar c’hleweled

E miz Du e vo aozet evit ar wech kentañ ar festival « Politikos », gouel etrebroadel ar film politikel, e Roazhon, hag e fulor emañ kevredigezhioù hag aozadurioù bed ar c’hleweled e Breizh. Ar pezh a vez rebechet d’ar gouel ? Bezañ ur festival nevez-ganet, savet gant Parizianed hep tamm kenlabour ebet gant aozadurioù ar vro ha, dreist-holl, sikouret forzh pegement gant arc'hant publik.

0
a skoaziadoù publik

190 000 € digant Rannvro Breizh, 100 000 € digant Meurgêr Roazhon, 30 000 € digant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen ha 30 000 € c’hoazh digant DRAC Breizh (ministrerezh ar Sevenadur). Setu ar sammadoù dreistordinal a zo bet roet da b/Politikos a-benn aozañ ar gouel kentañ e Roazhon etre ar 1añ hag ar 4 a viz Du 2018. 350 000 € a skoaziadoù publik a vo neuze diwar ur budjed hollek a 570 000 €. Koulskoude, “n’eo ket boaz ar strollegezhioù reiñ yalc’hadoù d’ur gouel evit ar bloaz kentañ” a embann ar gevredigezh Films en Bretagne en ur gemennadenn kaset d’ar gazetennerien d’an 21 a viz Gwengolo. Sañset “eo ret d’ar festivalioù nevez prouiñ eo dedennet-bras an dud kent dezho bezañ sikouret.”

Loïc Chesnais-Girard, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, a lavar koulskoude ne vo ket digresket budjed ar sevenadur e-keit ha ma vo war e bost. Met arabat bezañ touellet memes tra, ar sammad bras bet roet gant ar rannvro a vefe bet tapet diwar budjedoù all, re ar « c’hehentiñ » ha « nerzh-desachañ an tiriadoù* ». Ouzhpenn da-se, ar CNC, Kreizenn Vroadel ar Filmoù, a sikour ur bern aozadurioù klewelet e Breizh hag e Bro-C’hall, he deus goulennet digant an holl anezho, evit an eil bloavezh da heul,  kinnig o budjedoù gant un digresk 5% betek 10%.

Degemeret e kouent ar Jakobined

Peadra a zo ouzhpenn evit Roazhoniz da fuloriñ : degemeret e vo gouel Politikos e kouent ar Jakobined, palez nevez ar c’hendalc’hioù bet digoret e deroù 2018 evit diorren touristerezh an aferioù. Ul lec’h nevez-flamm eo, e kreiz-kêr Roazhon, war blasenn Santez-Anna, hogen berzet da aozadurioù ar vro mont ennañ en abeg d’e brizioù kalz re uhel (3000 € evit feurmiñ an aoditorium « bihan » a 300 plas hervez lec’hienn Alter1fo).

Kouent ar Jakobined e Roazhon

Abaoe 2011 ha penn-kentañ al labourioù ez eus bet ur bern tud o sevel a-enep d’ar raktres-mañ, dilennidi en o zouez, pe c’hoazh annezidi strollet dindan an anv « Place à Défendre ». Ret eo lavaret eo koustet adsavidigezh ar gouent gant an embregerezh Vinci 107 milion a euroioù. Paeet eo bet an tri-c’hard eus ar sammad-se gant meurgêr Roazhon, ar peurrest gant ar Stad, yalc’hadoù Europa, an departamant hag ar rannvro.

Ur gouel diwriziennet

Ar « c’henlabour » nemetañ a vo gant Politikos hag  aozadurioù lec’hel a vefe, e fin ar gont, amprestiñ salioù sinema an Arvor hag an TNB. Met, kevredigezhioù e-giz Court-Métrange, pe Clair Obscur, a aoz gouel Travelling abaoe tregont vloaz, n’int ket bet lakaet e-barzh ar jeu daoust d’o skiant-prenet war an dachenn. 

Estreget an aozadurioù eus Bro Roazhon a zo fuloret gant afer Politikos. Un toullad kevredigezhioù hag aozadurioù liammet gant bed ar c’hleweled e Breizh a oa en em vodet e Douarnenez e fin miz Eost, da vare Gouel ar filmoù. Lakaet o doa ar gaoz war ar c’hudennoù savet gant an darvoud-mañ.

Tud vrudet evit brudañ ar gouel

Ha n’eo ket brud ar gouvidi a lakaio an dud da sioulaat. François Hollande, Julie Gayet, Frédéric Mitterrand, Elio di Rupo, Nathalie Appéré, Jean-Yves an Drian, Stéphane Bern, Mazarine Pingeot, Manuel Valls, Roselyne Bachelot… Setu un nebeud anvioù e-touez ar 80 den pedet gant Jean-Michel Djian, prezidant Politikos, da zont da gemer perzh en divizoù diwar-benn ar galloud politikel e Frañs.

E-pad pevar devezh e vo skignet neuze un 40 film ha teulfilm bennak diwar-benn embregadur ar galloud er politikerezh, evit kompren petra eo ar galloud, an ezhomm a c’halloudegezh, an dalvoudegezh a laz hollek ; (…) ha klask kompren spered-ki* ha krizder ar re a zo pe a fell dezho bezañ e-penn ar gouarnamantoù ».

Sachañ a ra Films en Bretagne evezh an dilennidi en e gemennadenn : « embann a reomp e vo diaes difachañ ar geodedourien gant ar politikerezh (penaenn b/Politikos) ma vez ken digomprenus ha ken digevatal implij ar galloud e-giz m’emañ amañ ».

Geriaoueg :
Nerzh-desachañ an tiriadoù = attraction des territoires
Spered-ki = cynisme

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù