Ar sevenadur arallreviat, un ijinadenn eus ar Grennamzer

Bevañ a reomp hiziv an deiz en ur gevredigezh mestroniet get ar sevenadur arallreviat. Met n’eo ket bet evel-se a-holl-viskoazh.

Roland, Olivier ha Anne

Evit ar re LGDTE eo Mezheven mizvezh ar lorc’h. Un digarez mat eo da ginnig ur pennad deoc’h diwar-benn ar mare ma ne oa ket ag an arallrevelezh. Savet eo bet ar pennad-se a-zioc’h ur levr skrivet get Louis-Georges Tin e 2008 hag anvet L’invention de la culture hétérosexuelle. Mestr-prezeger war ar lennegezh eo e skol-veur Orleañs ha stourmer a-enep an homofobiezh hag ar ouennelouriezh eo eñ.

An dra a vez graet arallreviat getañ n’eo ket an durc’hadur revel (kaout c’hoant revel e-keñver den arallrev) nag ar vevoniezh (gouennañ arallrevet). Ar sevenadur arallreviat eo. An hini a vez kavet e pep lec’h en hor sevenadur, er filmoù, levrioù, kanaouennoù, en istorioù familh hag en istorioù karantez hep ma ne vefe lavaret e anv morse. Get e savboent e vez gwelet an traoù atav, padal n’eo ket bet e-giz-se a-viskoazh.

Distroomp da vare ar grennamzer. Evit skoueriañ ar pezh a vo lavaret e rin get istorioù tennet a vojennoù krennamzerel a Vreizh, evel kelc’hiad ar Roue Arzhur, pe a Vro-C’hall evel ar Chanson de Roland.

Donedigezh ar sevenadur arallreviat

Mare ar feodelezh e Frañs hag e Breizh a oa etre an Xvet hag an XIIvet kantvet. Ar reizhiad feodel a dalveze d’ar mare-se, da lavaret eo e oa rannet ar gevredigezh etre teir urzh : ar varc’hegiezh he doa ur garg vilourel, ar gloer gatolik en doa ur garg relijiel ha melestradurel hag ar labourerion a oa served war ar maez a laboure douar an aotrounez.

Ar varc’heion a ranke difenn ar rouantelezh, o fennaotrou hag ivez ar served a veze korvoet gete evit pourveziñ d’o ezhommoù armerzhel. An Iliz he doa-hi ar gwir-miret war ar benvegad kenderc’hañ sevenadurel. Skignañ ha reoliñ a rae an arvestoù, ar skridoù hag ar skeudennoù evit brudañ buhez ar Sent, an dizimez ha dinac’h ar merc’hed hag ar garantez war an douar evit mad ar garantez neñvel. Daou seurt gourevelezh a veze lakaet ar pouez warne er mare-se : an haroz hag ar sant.

An haroz hag ar sevenadur heñvelsokial

Betek an XIIvet kantvet e veve an noblañs en ur sevenadur heñvelsokial. Da lavaret eo e chome ar baotred a vrezel etreze en ur lez, pell a-zioc’h ar merc’hed. Heuliañ a raent un divezoniezh a gouraj, nerzh-kalon ha doujañ a raent d’an urzh feodel ha d’ar liammoù a wazoniezh.

Ar vignoniezh-gour a-unan ar varc’heion n’eo ket heñvel ouzh ar re a c’heller gwelout hiziv. Un anzavadur foran en doa evel an dimeziñ hag e veze gouestlet fealded ha lealded da viken hag a-wechoù e veze eskemmet maouezed. 

El lennegezh varc’hegel e vez kavet skouerioù a vignoniezh-gour evel er Chanson de Roland. Maouezgas e oa ar sevenadur en amzer-se hag ar merc’hed a zalc’he ur renk izeloc’h eget hini ar baotred ken e talveze muioc’h un darempred a vignoniezh etre daou varc’heg eget un darempred priedel etre daou bried. Da skouer, nebeutoc’h ag 1% ag ar skrid zo diwar-benn Aude, a vo dimezet da Roland e fin ar ganaouenn, er Chanson de Roland. Ar ganaouenn-se a gont dreist-holl an darempred etre Roland hag Olivier, pezh na viro ket ouzh an displegourion a-vremañ da bouezañ war ar garantez etre Aude hag Olivier ha da welout en he dienez un arouez ag he fuilhentez.

Dre ma ne oa ket ag ar garantez arallreviat d’ar poent-se e veze graet karantez ag ar vignoniezh etre ar varc’heion. Karantez ha mignoniezh a oa heñvel o ster. Kas o holl amzer asambles a rae ar varc’heion : debriñ asambles, pokat an eil d’egile war o begoù ha kousket er memes gwele. Ne vez ket degaset koun ag ar revelezh etre ar varc’heion el lennegezh ha pa vije anezhi ne vije dalc’h ebet get se. Ar garantez voutin a oa d’ar mare-se etre daou baotr feal, ken ma tegase dizesper dezho ma varve unan anezhe.

Neuze petra a oa karg ar vignoniezh-c’hour-se ? Da gentañ-penn e kroue ur liamm kreñv etre ar varc’heion. Peogwir e vevent asambles hag e oant treuzet get darempredoù a c’halloud e oa azeulerezh ar vignoniezh un doare da reoliñ an traoù etreze.

Met dreist-holl e veze lakaet ar vignoniezh-se e servij ar roue pe ar pennaotrou. Dre ma veze savet war ar c’hourelezh, ar brezelerezh hag ar c’hengred etre ar varc’heion e kreñvae galloud ar roue. Ar varc’heion a ranke monet dreist anezhi ha bout harozed evit dellezout karantez o mignoned hag o roue.

An haroz reveulzet get ar sevenadur arallreviat. Ur gudenn jener

Un doare-lennegezh nevez a oa deuet war-wel en XIIvet kantved hag a zisklêrie ar lennegezh varc’hek, ar gourtezi. Ar garantez kourtes n’eo ket etre daou varc’heg evel ma oa el lennegezh varc’hek, met etre ur marc’heg hag ur vaouez. Pezh zo ne veze ket karantez etre ur paotr hag ur plac’h dimezet c’hoazh, karantez ur marc’heg evit ur wreg ag ur renk uheloc’h e veze, d’ar liesañ get hini ar roue.

Setu div zivezouriezh a-dal an eil ouzh eben, hini ar varc’heion hag an hini gourtes. Gourc’hemennoù da vrezelaat a oa divezouriezh ar varc’heion, karantez evit ar merc’hed a oa an divezouriezh kourtez. Ar gourtezi a save ur gudenn jener d’ar varc’heion. Mar beze kaset re vras amzer da garantez ur plac’h gete ne glotent ket a-walc’h get reoladoù ar c’hourelezh rak ar garantez arallreviat a oa ur bed evit ar merc’hed. A-du arall e kroge ar re a gase o amzer get  paotred da vout diskred warne… dre un arbenn revel.

Ar sant reveulzet get ar sevenadur arallreviat. Ur gudenn revel

Dre ar sevenadur kourtes e oa bet trubuilhet an Iliz, ne oa ket evel karantez arallreviat met peogwir e vrude an erotegezh hag ar revelezh. An Iliz a savas bec’h ouzh ar lennegezh kourtes en ur gondaoniñ an erotegezh hag en ur sammiñ an holl sioù war ar merc’hed.

Klasket he doa gwaskañ war ar varzhed evit ma lakahent ar Werc’hez Vari e-lec’h ar merc’hed en o barzhonegoù ha kanaouennoù. Evel ma oa re greñv ar sevenadur arallreviat he doa an Iliz cheñchet strategiezh. Divizet he doa reoliñ kentoc’h eget argas kuit. Ar reolennoù-se o doa lakaet an dimeziñ da vout ur sakramant e-pad IVe sened-Iliz Latran e 1215. Diwar neuze ne oa ket bet roet bennozh ar priedoù get an tadoù ken met get ar beleg, en un doare sakr. Diwar ar mare-se ne oa asantet nemet ar revelezh a oa termenet e-barzh an dimeziñ. Kondaonet e veze ar revelezh en diavaez. Dreist pep tra ar revelezh etre paotred, daoust ma ne oa ket ar sodomiezh un torfed a-raok an XIIvet kantved e teuas da vout unan ag ar re washañ.

Adframmañ ar c’hourelezh, adframmañ ar galloud.

Ar varc’heion a oa stanket etre daou redi lavar-dislavar : mar graent re ar lez d’ar maouezed e veze tamallet chom hep bout gourel a-walc’h dezhe, ha mar nac’hent kinnigoù ar merc’hed e veze tamallet bout sodomidi dezhe.

Istor Lanselod a ziskouez e oa ar varc’heion daoust pe zaoust. Lanselod zo etre karantez Galehaut, e gompagnun armoù, hag hini Gwenivar. An daou seurt karantez-se zo par an eil d’eben hag an istor a echu hep diskoulm : Galehaut ha Gwenivar a rann Lanselod.

Ur c’hwistantin a oa an diskoulm e testennoù arall. E stumm Tristan hag Izold skrivet get Beroul e oa bet ar garantez arallreviat degaset get ur c’hwistantin ivez. Er stumm skrivet get Thomas e oa ar gejadenn he-unan a oa kaoz d’ar garantez arallreviat. Tamm-ha-tamm e oa deuet ar garantez arallreviat da vout anezhi he-unan, evel ma vehe naturel.

Buan e oa bet adframmet an urzh kevredigezhel hep lakaat en arvar ar galloud feodel. Ar vignoniezh c’hour hag a servije ar roue gwerso a oa bet erlec’hiet get ur gouriz ouzh ar vaouez a oa ret diskouez e nerzh-kalon hag e lealded dezhi, ha dre astenn, d’ar roue. Rannañ a rae-eñ e wreg, en ur mod, get e varc’heion evit bout sur er gwarezfent ha sioulaat o laeradur revel. Da skouer e Lae Graelent a zo un danevell war gan e vod ar roue Arzhur e varc’heion d’ur banvez e-lec’h m’en doa lakaet e wreg da sevel war an daol ha goulennet geti mont e noazh evit ar varc’heion.

Neoazh ne oa ket bet heuliet donedigezh ar merc’hed e lennegezh Frañs get ur welladenn ag o stad. An noblañs hag ar gloer a savo un uhelvennad-gwreg e ranko ar merc’hed klotañ getañ.

Sodomidi, fin ar c’hoariadenn

Trec’h ar sevenadur arallreviat a c’hell bout lakaet d’an 13 a viz Here 1307 pa oa bet harzet ar Venec’h ruz hag echuet get o urzh. Urzh ar Venec’h ruz a oa un urzh a venec’h soudarded a oa  o c’hefridi sikour azeulidi Jeruzalem e-pad ar c’hroaziadegoù. Faotañ a rae dezhe beviñ pell a-zioc’h ar merc’hed. An 13 a viz Here 1307 e lakaas ar roue herzel ha jahinañ 138 anezhe. Anzavet o doa bout bet darempredoù rev etre paotred evel ar sodomiezh, pe ar pok war o genoù pe ar fraezh. Anzav a rejont ivez e oa skrivet e-barzh statudoù an urzh e oa gwell gwalc’hiñ o c’hoant revel etre paotred evit get  merc’hed. 54 anezhe a oa bet devet e Pariz ha re arall a oa bet lazhet e Provañs. Daoust ma ne c’hell ket o anzav gober evit ur brouenn e weler an dilec’h etre reolennoù an urzh a oa bet bannet 200 vloaz a-raok, dindan ar sevenadur arallreviat, hag an doare ma vezent gwelet e 1307. Ar sevenadur arallreviat en doa diverket ar sevenadur heñvelsokial.

Ret eo pouezañ war ar fed ne oa ket heñvel an heñvelsokialiezh krennamzerel ouzh an heñvelrevelezh a-vremañ. An doare darempred-se a oa an hini mestr, maouezgas e oa hag e veze lakaet en enep ar sodomiezh hag ar wregelezh. Ouzhpenn-se ne oa ar sodomiezh nemet ur pec’hed, evel ar gevierezh, ne oa ket ur strollad sokial (ar sodomidi, ar c’haouidi…) evel m’eo an heñvelrevelezh hiziv.

Geriaoueg

LGDTE : Lesbianez, Gae, Divreviad, Treuzjener hag Etrerev

Arallrevelezh : hétérosexualité

Benvegad kenderc’hañ : appareil de production

C’hwistantin : philtre d’amour

Pennaotrou : suzerain

Gwazoniezh : vassalité

Gourevelezh : virilité

Azeulerezh : adoration

Divezouriezh : éthique, moral

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like