Istor trubuilhet mell-droad ar merc’hed

C’hoarierezed mell-droad e Breizh-Veur e 1970, ur bloaz a-raok ma vefe aotreet en-dro d’ar merc’hed c’hoari er stadoù. (Getty images)

Tost 100 vloaz zo e oa bet dalc’het ar c’hrogad mell-droad ofisiel kentañ etre merc’hed e Frañs. Fenoz e vo roet lañs da Gib ar bed a vo mediaouekaet evel n’eo ket bet biskoazh c’hoazh moarvat. Darn eus ar c’hrogadoù a vo c’hoariet e Breizh. Perak ez eus bet ezhomm eus ur c’hantved a-bezh evit degouezhout d’ar poent-mañ eta ? Atav e vez talvoudus sellet er c’hilseller…

E Breizh-Veur eo ganet ar c’hoari a-stroll gant ar vell ront, evit ar merc’hed koulz hag evit ar baotred.

Bro-Saoz a-enep da Skos, setu ar c’hrogad kentañ etre merc’hed bet dalc’het e 1881. Dedennet e oa ur bern wazed met ne oa ket evit sellet ouzh sport hepken avat. Dav eo strivañ un tammig evit ijinañ mareoù alaouret ar vengasoni*. Gwelet merc’hed e-maez an ti neuze, o strivañ hag o kaout dudi asambles, gwisket hag o fiñval en ur mod digustum, a oa ur sapre tra iskis ha direnkus d’ar wazed. Er Glasgow Herald e c’heller lenn « Ur sapre c’hwitadenn e oa ar c’hrogad, daoust ma seblante merc’hed zo kompren ar c’hoari » hag un hanter-mat eus ar pennad-skrid berr a zeskrive dilhad ar c’hoarierezed dre ar munud. Ur pennad all en Nottinghamshire Guardian, d’an 20 a viz Mae 1881 a rae kaoz eus un darvoud spouronus : ar 5 000 arvester a oa deuet tamm-ha-tamm war an dachenn da « hejañ-dihejañ ar c’hoarierezed en un doare feuls » a-raok fin ar c’hrogad, ha da skeiñ gant peulioù ouzh ar c’harr-boutin e lec’h ma oa bet ar c’hoarierezed da gaout repu ennañ. Trubuilhet, pa lâren deoc’h…

Taol-kas eus an daou du da vor Breizh

 

Daoust d’an deroù kriz ha d’an emzalc’hioù kasonius e lakaas merc’hed ar British Ladies Football Club o botoù-krap evit un droiad mell-droad lorc’h e 1895 a vrudas ha broudas ar skipailhoù merc’hed da ober kemend-all.

Pa oa ar Brezel Bed kentañ o reuziañ Europa e tiwanas koulskoude ar sport-se e Frañs ivez, evit ar merc’hed. Tro-dro da Bariz da gentañ, a-drugarez da ziaraogerezed evel Thérèse Brulé, Suzanne Liébrard, pe c’hoazh Alice Millait, a oa izili eus ar Fédération des Sociétés Féminines Sportives de France (FSFSF). Gant an aozadur-se hag ar c’hlub liesportel Fémina Sport, krouet e 1912 gant div gelennerez war ar sport, e voe eus un diazez solut a-walc’h evit reiñ ur gwir lañs d’ar vell-droad, e Pariz ha pelloc’h goude-se.

Ar sport en e varr

Diaes eo ijinañ e oa muioc’h a arvesterien hag arvesterezed evit skipailhoù merc’hed er bloavezhioù 1920 eget na oa e fin an 20vet kantved. Ar wirionez eo avat. D’an 29 a viz Ebrel 1920 ez eas c’hoarierezed gwellañ Frañs da dalañ ouzh skipailh brudet an Dick, Kerr Ladies (DKL) e Manchester, dirak 25 000 a dud. Mont a reas ar maout gant ar merc’hed e glas, 2-0. Un nebeud mizioù goude e voe dalc’het ar c’hrogad distro, e stad Pershing Pariz. Rampo, dirak 12 000 den avat, ur rekord eus tu-mañ mor Breizh evit ur c’hrogad gant c’hoarierezed mell-droad !

E Bro-Saoz e oa entanet an dud gant merc’hed an DKL. 53 000 den a oa deuet d’o gwelet e miz Here 1920, a-enep klub Santez-Helen. Gwriziennet mat e seblante bezañ mell-droad ar merc’hed e Breizh-Veur neuze gant 150 skipailh, ha ne oa ket fall e Frañs kennebeut, gant 18 klub tro-dro da Bariz. Met “morse tra n’eo gounezet da viken evit ar pezh a sell ouzh gwirioù ar merc’hed” evel ma lavare Simone de Beauvoir.

Kartenn ruz

Gwazed a c’halloud e met ar vell-droad ne oant ket plijet o welet merc’hed entanet gant ur sport « n’eo ket graet evito ». Arguzennoù a bep seurt a veze embannet er c’hazetennoù, gant abegoù toull diwar-benn yec’hed ar maouezed, e anv talvoudoù divezel*, pe c’hoazh oc’h ober brud fall diwar-benn implijoù arvarus arc’hant ar c’hrogadoù. Da skouer e oa bet kaset gant an Dick, Kerr Ladies o gounidoù da harpañ an dud gloazet er brezel ha d’ar vengleuzierien, abegoù sokial ha dengarus koulskoude. Pa fell d’unan lazhañ e gazh, e lavar eo fall o logota…
D’ar 5 a viz Kerzu 1921 e tivizas ar Football Association, aozadur mell-droad Breizh-Veur berzañ ar vell-droad d’ar merc’hed.

En tu all da vor Breizh ivez e savas an droukprezegerien* o mouezh : Gabriel Hanot en o zouez, kazetenner meur er Skipailh, ac’h embannas e oa “null mod ar merc’hed da c’hoari“. Hervez Henri Desgranges, un den a-bouez en Dro-Frañs, “e vefe gwelloc’h d’ar merc’hed c’hoari etre peder moger tev, kuit d’en em ziskouez dirak an dud“. E 1932 e skarzhas an FSFSF ar vell-droad eus listenn ar sportoù sterniet, o kondaoniñ ar sport d’an diskar neuze.

Footballerezed an Dick, Kerr oc’h eskemm war ar strategiezh (donmouth.co.uk)

An eil gwagenn

Goude un tan-gwall en ur goadeg e ranker kaout pasianted evit ma teufe an douar da vezañ frouezhus en-dro. Setu eo bet dav gortoz 30 vloaz evit hadañ greun eil gwagenn ar sport-merc’hed-se e kavell mell-droad broioù ar c’hornôg.

E 1971 eo bet aotreet gant ar Football Association d’ar merc’hed c’hoari mell-droad er stadoù Saoz en-dro, goude 50 vloaz o verzañ ar sport dezho.

E kêr Reims an hini eo e voe degaset ar vell ront en-dro gant ar merc’hed e Frañs. E 1968, e voe krouet ur skipailh, war intrudu ur gourdoner ha ne oa ket o c’hortoz kement a youl nag a vrud gant ar sportourezed deuet da lakaat o anvioù. Bloaz goude e troas ar skipailh da gevrenn ar merc’hed e klub Stad Reims. Spi o doa da lakaat ar FFF1 da blegañ evit ma vefe degemeret ar merc’hed en he c’hreiz. Daoust ma rae an aozadur penn-mouz dirak ar mennozh-se, e plegas koulskoude e 1970 : a-benn neuze e voe eus ul lañs nevez evit ma tiwanfe kluboù merc’hed e pep lec’h, tammig-ha-tammig.

Hag e Breizh ?

Pennad-skrid bet embannet e Ouest-France (© Dastumadeg Pierrette Louin)

Abred a-walc’h, e 1962 en em gavas ur gorsadez, Yolande Clossais e Roazhon, c’hoant ganti da sevel ur skipailh mell-droad merc’hed. 16 plac’h a sinas war an 90 o vezañ lakaet o anv. Truek e oa buhez ur c’hlub merc’hed er bloavezhioù-se avat, hervez Pierrette Louin, ezel eus ar skipailh. “Ar perzh mat ne oa ken met ar gourdoner. A-hend-all e rankemp paeañ kement tra, ar rochedoù, ar frejoù-hent…“. N’eo ket padet pell ar skipailh siwazh abalamour d’ar reuzeudigezh, echu ganti e 1976. Abaoe e c’hortozomp ur skipailh merc’hed da skeiñ er volotenn er Roazhon Park c’hoazh !

D1 ha footballerezed eus ar c’hentañ

E 1976, e voe krouet ur skipailh merc’hed e Reuz, Il-ha-Gwilen, hag en deus bet tro da c’hoari e D1. Etre 1999 ha 2000 he deus c’hoariet Camille Abily, ar Roazhonadez footballerez etrebroadel, er skipailh-se, a-raok na’z afe da hini Sant-Brieg-Gwengamp2 « Sant-Brieg ha Kemper a oa e D1 d’ar c’houlz ma c’hoarien-me en Aodoù-an-Arvor, ha kluboù all Breizh a oa e D2, Reuz da skouer » a gont-hi. « N’eus ket kement a gluboù ken hiziv. Brav e vefe gwelet ur c’hlub youlek o tiorren da vat mell-droad ar merc’hed e Breizh, daoust ma n’eo ket fall ar pezh a ra an EAG dija » (Journal de la Bretagne, niv. 8, 05/06/19).

Eugénie ar Sommer, ezel eus skipailh Frañs, a oa bet stummet en Oriant, ha bet war-lerc’h o c’hoari e Sant-Brieg, a-raok kuitaat ar c’hlub e 2009 evit Lyon. Ur Vrestadez zo ivez er skipailh zo o vont da c’hoari kib ar bed, Griedge Mbock hec’h anv, bet en EAG betek 2015 a-raok kuitaat ar vro evit Lyon ivez, unan eus kluboù gwellañ Europa.

Danvez mailhoni e Breizh

Ar sizhun-mañ eo pignet merc’hed Naoned e D2, ha re yaouank ar memes klub (U15) zo bet trec’h war Lyon e kib Mondial Pupilles Ploveilh un nebeud deizioù zo.
Estreget skipailh Brest a zo hiziv unan eus ar re uhelañ e live e Breizh, e seblant Bro-Gerne bezañ un douar a-zoare evit dazont mell-droad ar merc’hed, gant un dousennad kluboù ur gevrenn merc’hed yaouank enno : Speied, Kemper, Pornaleg-Leskonil, Plozeved, Douarnenez, Triagad, ar Gelveneg, Fouenant, Skaer, Plonevez, Landudeg Gwiler-Kerne, Penmarc’h, Eliant ha Konk-Kerne… kement-se !

Trec’hoù zo war ar stern e Breizh, war an tachennoù c’hoari kement ha war dachenn an ingalded er sport. Gant ma chomo digor ar speredoù.

Emgav er Roazhon Park, evit harpañ ar Bretonezed war toenn ar bed ?

 

1 FFF : Fédération Française de Football

2 Sant-Brieg ha Gwengamp zo an hevelep klub, meur a anv zo bet : Saint-Brieuc Sports Chaffoteaux (1969-1997), Saint-Brieuc FF (1997-2001), Stade briochin (2001-2009), ha bremañ En avant de Guingamp Section féminine.

Geriaoueg

Bengasoni : misogynie

Divezel : moral

Droukprezeger : détraqueur

Evit mont pelloc'h ganti

Mixité et non-mixité : l’exemple du football féminin : CLIO

A Game of One’s Own: Women’s Football in Victorian Britain : HISTORY WORKSHOP

Le foot féminin en 1918 : WEEPLAY

Mondial dames : les Pionnières de Reims, l’aventure qui a lancé le foot féminin en France : LA CROIX

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù