Darvoudoù e brezhoneg evit devezhioù europat ar glad

D’ar Sadorn 21 ha d’ar Sul 22 a viz Gwengolo e vo devezhioù europat ar glad. Un darvoud a vo e pep kumun Breizh pe dost. Diskoachet hon eus un nebeud darvoudoù e brezhoneg evit ho prasañ plijadur…met tanav eo ar geusteurenn !

Gwarez Filmoù Breizh, hentad un diell-film

© Gwarez filmoù Breizh

Dizoloit Gwarez Filmoù Breizh, oc’h heuliañ hentad ur film dielloù, adalek ar poent ma vez dastumet betek ma vo skignet.

D’ar Sul 22 a viz Gwengolo, e Gwarez Filmoù Breizh e Brest, 2 allez Georges Clemenceau, da 4e enderv. Enskrivadurioù dre bgz : 02.98.43.53.55 pe dre bostel da amelie.grosjean@cinematheque-bretagne.fr.

Ur weladenn a vo aozet e yezh ar sinoù ivez, d’ar Sadorn 21 da 11e.

Lec’hienn Gwarez Filmoù Breizh : https://www.cinematheque-bretagne.bzh/

Radio France Bleu Breizh Izel

Dilojet eo France Bleu Breizh Izel eus kreiz-kêr Kemper setu tost bloaz zo evit en em staliañ e burevioù modernoc’h. Kenderc’hel a reont da skignañ brezhoneg war o gwagennoù. Dizoloit ar savadur a-vremañ asambles gant kazetennerien·ezed, teknikourien·ezed hag animatour·ezed ar radio.

D’ar Sadorn 21 ha d’ar Sul 22 a viz Gwengolo da 12e e France Bleu Breizh Izel e Kemper, 155 boulouard Krec’h Gwenn. Pad : 30 mun. Rakmirout war lec’hienn ti-kêr Kemper. (liamm : http://www.quimper.bzh/1584-reservez-vos-visites-du-patrimoine.htm).

Lec’hienn FBBI : https://www.francebleu.fr/breizh-izel

Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek

Ar vediaoueg KDSK a vo digor d’an holl d’ar Sadorn adalek 10e00 betek 6e abardaez ha d’ar Sul etre 10e vintin da 5e enderv. Brezhonegerien·ezed war al lec’h. E Sant-Ervlan, 12 bali an Angevinière. Pgz : 02.51.80.72.41. Tramgarr linenn 3, Bus 50 ha 54. Arsavioù « Sillon de Bretagne » ha « Angevinière »

Liamm : https://kdsk-crcc.wixsite.com/kdsk

Chanter SE/cW

© Pascal Léopold

Gweladennit chanter michererezh butun kozh Montroulez e brezhoneg d’ar Sadorn 21, gant K.L.T. ha Julien Marzin (Kenbrezidant ar SE/cW) Da 3e enderv ha 5e enderv. Digoust.

Liamm : http://www.entresort.net/sew/

https://www.klt.bzh/Degemer-629-0-0-0.html

Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp

© Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp

Digor e vo ar greizenn disadorn etre 2e enderv ha 6e abardaez ha disul etre 10e vintin ha 6e abardaez. Kinnig a raint diskouezadeg ofis publik ar brezhoneg diwar-benn ar brezhoneg dre destennoù, embannadennoù ha skritelloù.  Brezhonegerien war al lec’h.

Liamm : https://kreizennsevenadurelvrezhon.wordpress.com/

Darvoudoù all e brezhoneg a zo bet renablet ganeoc’h en ho kumun ? Gallout a rit skrivañ deomp hag e ouzhpennimp anezho er pennad-mañ.


Skeudenn c’holo : skritell devezhioù ar glad 2019

 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like