
Trouz a zo e Breizh evit difenn an ospitalioù-bro. E Landerne, Gwengamp, Karaez, Lannuon pe c’hoazh e Ploermael e sav ar boblañs a-enep serridigezh ar servijoù gwilioudiñ. Dirak ti-kêr Landerne e oa deuet ur bagad tud armet gant o disglavier. […]
Trouz a zo e Breizh evit difenn an ospitalioù-bro. E Landerne, Gwengamp, Karaez, Lannuon pe c’hoazh e Ploermael e sav ar boblañs a-enep serridigezh ar servijoù gwilioudiñ. Dirak ti-kêr Landerne e oa deuet ur bagad tud armet gant o disglavier. […]
Manifestiñ a oa bet graet da-geñver an eizhvet devezh stourm a-enep adreizh al leve. Pa oa ar gannaded ha senedourien o varc’hata o zamm lezenn e oa bet diskouezet fraezh adarre enebiezh Breizhiz hag ar Breizhadezed ouzh al lezenn. E […]
“Amañ emaomp hag o skoazell a reomp”. Roet oa bet lañs d’ar vodadeg souten gant gerioù ar gazetennerez Julie Lallouët-Geffroy e anv kevredigezh mediaoù Breizh. Dirak al leurenn staliet war blasenn ti-kêr Karaez e oa bodet ouzhpenn 600 den, deuet […]
“Deus ‘ta mignon”·ez·ed eo tem ar Redadeg er bloaz-mañ. A-hed an hentad ez eus moaien da welet mignon·ez·ed o redek, plijadur e-leiz gante. E-kreiz tout an hent, da skouer. Ar c’hilometrad 1009, e Kervignag er Mor-Bihan, eo hini ar strollad […]
Evel warlene e kinnig skipailh Dispak deoc’h 10 levr brezhonek embannet er bloaz-mañ hag o deus sachet hon evezh. Savet e brezhoneg Chuchumuchu, Romant, Al liamm, 56 p., 7€ Heuliañ a reer er romant buhez un tad, a ya […]
D’ar Sadorn 21 ha d’ar Sul 22 a viz Gwengolo e vo devezhioù europat ar glad. Un darvoud a vo e pep kumun Breizh pe dost. Diskoachet hon eus un nebeud darvoudoù e brezhoneg evit ho prasañ plijadur…met tanav eo […]
Hiziv an deiz n’eo ket gwall vras plas istor Breizh er programmoù skol. Klevet e vez dreist-holl mouezh ar Republik dirannadus. Er programmoù istor e Frañs, pe e vefe re ar c’hentañ pe re an eil derez, e ranker studiañ […]
Ne vo ket serret ti-gwilioudiñ Gwengamp e fin miz Genver, e-giz e oa bet divizet gant Ajañs rannvro ar yec’hed (ARS) warlene. Dibabet en doa Emmanuel Macron mirout anezhañ betek miz Gouere 2020. Met den ne oar resis pezh a […]
Evit gouelioù Nedeleg e kinnig skipailh Dispak deoc’h 8 levr brezhonek embannet er bloaz-mañ hag o deus sachet hon evezh. Gwez ar vro, Padrig an Habask & Anna Duval-Guennoc Berzh en deus graet levr natur ti-embann al Lanv, lañset gant […]
Splujañ a reer e-kreiz an dañs gant ar film Le Grand Bal sevenet gant Laetitia Carton, nevez deuet er maez. Mont a ra an dud da farsal ha da gaozeal gant dañserien ur gouel aozet bep bloaz e-kreiz an hañv. […]
War a seblant eo tremenet pell gwagenn feminist MeToo eus aodoù Breizh. Diwelus-mat e chom ar merc’hed war leurennoù Breizh. Deus’ta, Yaouank, Paker noz… Niverus eo ar gouelioù er mare-mañ a zesach pe a venn desachañ ur rummad tud yaouank […]
D’an 20 a viz Gwengolo 2018 ez eus bet divizet gant renerezh melestradurezh ar bac’hoù (1) lakaat termen d’an emglev broadel etre ar Genepi hag hi. Un darvoud heverk eus diskar an aozioù bevañ en toulloù-bac’h e Frañs eo hag […]
Laouen-bras omp o kinnig deoc’h Dispak, ur media e brezhoneg, aozet dindan berramzer gant youl ha startijenn. Reiñ deoc’h peadra da lenn ha da glevout e brezhoneg diwar-benn temoù liesseurt eo pal ar gelaouenn. Hiziv eo aes embann ar pezh […]
Daou vloaz zo e oa bet distrujet al lastez-kêr a oa e Calais diwar urzh ar gouarnamant. Betek 10 000 a zivroidi a oa o chom ennañ. Ne vez ket graet anv eus ar pezh a c’hoarvez er mediaoù bras […]