Iwerzhon : war-zu an adunaniñ ? [1/2]

D’ar 5 a viz Mae e vo anvet kannad·ez·ed Parlamant Stormont, breujoù Norzhiwerzhon. Un dilennadeg mil bouezus e vo rak spi a zo gant ar Sinn Féin da vezañ trec’h evit ar wech kentañ abaoe emglev ar peoc’h bet sinet e 1998. Ur spouron eo evit an Unanerien a glask chom mestr ar vro. Kinnig a ra Dispak deoc’h daou bennad a-raok an dilennadeg istorel-mañ. 

[Kentañ Lodenn] Spi zo gant ar Sinn Féin ma vo lamet da vat an harzoù hag adunanet an enezenn a-benn un nebeud bloavezhioù ac’hann. Goulenn a ra ar strollad republikan ma vo aozet ur referendom en Iwerzhon an Hanternoz. Gounit an dilennadeg d’ar 5 a viz Mae a vefe ur bazenn splann etrezek ar pal-se.

Emgav a oa war vord al Liffey, ar stêr vras a dreuz Derry, d’ar Sadorn 26 a viz C’hwevrer. Da 11 eur e oa en em vodet un hanter-kant bennak a dud, izili eus ar Sinn Féin an holl anezho (ar strollad politikel Republikan-Broadelour pennañ en Iwerzhon). Ar bannieloù gwer, gwenn hag orañjez « Time for Irish Unity » a strake dizehan gant an avel greñv. Loc’het ar gerzhadeg, ha tizh dezhi ! « Krediñ a ran e vo adunanet Iwerzhon, eme Deirdre, paket-mat en he mantell, ha kerzhet a reomp hiziv amañ war un dro gant tud all en 32 pastell-vro a ya d’ober Iwerzhon. Poent eo e vefe eus ur vot evit ma vefe unanet ar Republik, n’omp ket tonket da chom er Rouantelezh-Unanet » a embann ar vaouez bet ganet e Derry.

Ar bagad manifesterien a c’houlenn ma vo aozet ur referendom a-raok pell

Ar Sinn Féin zo ar voul gantañ

E-touez ar vanifesterien e oa ivez Gary, ur paotr bet « a-viskoazh er Sinn Féin ». Maget eo bet abaoe e c’hanedigezh gant hunvre un enezenn unanet en ur vro hepken. « Amañ emaomp evit embann eo poent prientiñ an adunaniezh. Darvoudoù all a vo evit kenderc’hel da vont war-raok. Divizoù e-leizh a zo dija e pep korn eus ar vro » a zispak paotr e vlev gwenn. Sklaer ar raktres e pennoù izili ar Sinn Féin war ar pezh zo d’ober evit lakaat o hunvre da zont da wir. « Arabat krediñ eo graet an afer ervat, a zisklêr Gary, met krediñ a reomp emañ ar bolitikerien ganeomp d’an ampoent. Ur skipailh vat zo e penn ar Sinn Féin, tud varrek da sturiañ ar strollad. Kenderc’hel a raimp da vountañ, hag a-benn nebeut e vo ar Sinn Féin e penn ar gouarnamant er Su hag en Norzh. Goulennet e vo groñs ur referendom hag an adunaniezh. »

« Sinn Féin a vo o ren ar gouarnamantoù en norzh hag er su marteze »

Anat eo ez eus lañs gant ar Sinn Féin er mare-mañ. Ne c’hellfe ket bezañ gwelloc’h ar jeu ! Div vaouez a zo e penn al luskad, Michelle O’Neill e Norzhiwerzhon, ha Mary-Lou McDonald er Su. Hervez disoc’hoù ar sontadegoù, eo ar Sinn Féin kentañ strollad politikel er Republik, pell dirak ar Fine Gael hag ar Fianna Fail, an daou strollad bet e penn ar gouarnamant er su a-holl-viskoazh.

En Norzh eo ken brav ar jeu gant ar Republikaned ha d’ar 5 a viz Mae e vo marteze gounezet dilennadegoù Parlamant Stormont ganto. « Sinn Féin a vo e penn ar gouarnamantoù en norzh hag er su marteze, ur sin splann e vefe eo poent aozañ ur referendom war an adunaniñ, a soñj da Conor Heaney, e penn a-raok ar gerzhadeg hag o terc’hel ur giton bras. A-benn neuze e vo graet galv ouzh Unaniezh Europa, broioù Europa, ar Stadoù-Unanet, evit ma vefe lavaret ganto d’ar Rouantelezh-Unanet eo poent sevel ur referendom amañ. »

Conor Heaney, kuzulier Derry war anv ar Sinn Féin

« Dirouestlañ kudenn ar Brexit hag ar protokol »

Kuzulier e Derry eo Conor Heaney war anv ar Sinn Féin, ezel eo eus komite broadel ar strollad hag eus ar bodad labour war an adunaniñ ivez. Ne c’hortoz ket gwall bell a-raok displegañ dre ar munud perak eo deuet poent aozañ ur referendom. « Labourat a reomp abaoe un toullad bloavezhioù bremañ war ar sujed-mañ, ha pep tra a vroude da vont davet un Iwerzhon adunanet » emezañ. Pa oa bet sinet emglev ar peoc’h e 1998, lesanvet ar Good Friday Agreement, e oa bet skrivet hag asantet gant an holl e vefe aozet ur referendom war an adunaniñ pa soñjfe d’ar Sekretour breizhveurat e karg eus Iwerzhon an Norzh e vefe ar youl gant an darn vrasañ eus ar boblañs kuitaat ar Rouantelezh-Unanet.

« If at any time it appears likely to him (Northern Ireland Secretary) that a majority of those voting would express a wish that Northern Ireland should cease to be part of the United Kingdom and form part of a united Ireland » – Good Friday Agreement

An tabut war an adunaniñ a zo en em gavet e-kreiz c’hoari bouloù ar Brexit. Distagadenn ar Rouantelezh-Unanet diouzh Unaniezh Europa n’eus « buanaet an argerzh » hervez Conor Heaney. « Kuitaet hon eus Europa en desped deomp hag a-enep d’hor c’hoant, kollet hon eus hor statud a geodedourien europat, hor gwirioù europat, ne c’hellomp ket mui kemer perzh en dilennadeg europat… » Skuizh eo an dud o klevet ar bolitikerien o randoniñ abaoe 2015 ervat. Ur rendael politikel difin a zo diwar-benn an harzoù a zlefe bezañ lakaet e plas etre Rouantelezh-Unanet hag Unaniezh Europa. « An dud a zo o c’hedal un diskoulm» hag e-lec’h klask sec’hiñ mein e foñs al lenn gant ur « protokol » bennak e vefe « aesoc’h adunaniñ Iwerzhon. Dirouestlet e vo war un dro kudenn ar Brexit hag ar protokol, a zispak end-eeun Conor Heaney. Ma komzit gant ur bern politikerien breizhveurat, en un doare prevez, e vo anzavet ganto e vefent ouzhpenn laouen o welet Iwerzhon a-unan, met dalc’het int gant o strolladoù politikel. »

Gouzout a ra mat ivez dilennad ar Sinn Féin ez eus bet ur « cheñchamant demografel ». Muioc’h a « gatoliked » a zo bremañ e Norzhiwerzhon eget na oa 100 vloaz zo da vare krouidigezh Iwerzhon an Norzh. E 2011 e oa 48 % eus an dud a embanne bezañ protestant ha 45 % a lavare e oant katoliked. Un enklask nevez zo bet kaset da benn warlene ha gortozet eo disoc’hoù niveradeg ziwezhañ ar boblañs gant mall er mizioù da zont. Evit ar wech kentañ en istor e c’hellfe ar gatoliked mont d’ober ar brasañ niver .

Ur vot a-benn tri bloaz « d’an abretañ »

Ne c’houlenn ket ar Sinn Féin e vefe eus ur votadeg hepken, avat. « N’omp ket evit ober ar memes fazi ha hini ar gouarnamant breizhveurat gant ar Brexit. Ur referendom prientet fall e oa, hep preder war an dazont, war ar pezh a felle d’an dud kaout, war ar pezh en em gavfe goude-se… » Dav eo frammañ un diviz demokratel a galite hervez dilennad Derry. « Desket hon eus diwar skiant-prenet ar broioù all a zo bet oc’h heuliañ un erv heñvel, evel, Bro-Skos. Eno e oan e 2014 e-pad an divizoù war an dizalc’hiezh. Un diviz bev e oa, ur prantad birvidik e oa, lusket gant tud yaouank. Kaset e veze ivez ur preder war petra a vefe ar vro nevez, petra ‘a vefe posupl d’ober en ur mod all, peseurt darempredoù kaout gant ar gumuniezh etrebroadel hag all. C’hoant am befe gwelet kemend-all amañ. »

« N’eo ket just pegañ ul lodenn eus Iwerzhon ouzh ar peurrest »

Gwask zo lakaet war ar gouarnamantoù iwerzhonat ha breizhveurat evit kregiñ da brientiñ ar vot kement hag an divizoù. Tu a vefe da welet kemend-all lakaet e pleustr a-benn tri bloaz « d’an abretañ », hag a-benn pemp bloaz « d’ar gwashañ ». « Poent bras eo prientiñ, reiñ ur framm, prederiañ war ar mod ma troio ar servijoù yec’hedel, an deskadurezh, an ekonomiezh en ur vro adunanet. Pa vo deuet ar poent gant an dud dibab, d’ober o soñj, da adunaniñ Iwerzhon pe get, e ouezint petra e vo tres ar vro nevez. N’eo ket just pegañ ul lodenn dus Iwerzhon ouzh ar peurrest. Un toullad kudennoù zo e su Iwerzhon. Ur chañs eo evit sevel ur vro nevez, reishoc’h, gant muioc’h a ingalded hag a gengred. Ul lañs nevez e vo evit Iwerzhon. »

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like