Iwerzhon : enkrez hag anken an unanerien [2/2]

D’ar 5 a viz Mae e vo anvet kannad·ez·ed Parlamant Stormont, breujoù Iwerzhon an Hanternoz. Un dilennadeg mil bouezus e vo rak spi en deus ar Sinn Féin da vezañ trec’h evit ar wech kentañ abaoe emglev ar peoc’h bet sinet e 1998. Ur spouron eo evit an Unanerien, tomm o c’halon ouzh ar Rouantelezh-Unanet. Kinnig a ra Dispak deoc’h daou bennad evit kompren pegen pouezus eo an dilennadeg istorel-mañ.
[Kentañ lodenn | Iwerzhon : war-zu an adunaniñ ?]
[Eil lodenn] Kounnaret-ruz eo izili ar strolladoù feal d’ar gurunenn saoz. Da heul vot ar Brexit e oa bet marc’hatet un emglev etre Londrez ha Brussel ha divizet, e fin ar gont, leuskel mui pe vui Norzhiwerzhon e marc’had boutin Unaniezh Europa. Arouez distagadur o bro eus ar Rouantelezh-Unanet eo evit an unanerien, spi ganto kas an Emglev d’ar blodoù en dilennadeg da zont. En em gavet eo an Unanerien en ur c’hroashent.

Ne vanke penn bras ebet koulz lavaret. Deuet e oa Sir Jeffrey Donaldson, rener an DUP, kentañ strollad unanour, Jim Allister, rener an TUV, ur strolladig bihan unanour a-grenn, Jill Macauley, ur guzulierezdeus an UUP, eil strollad unanour, ar varonez Kate Hoey hag ar c’hannad europat bet Ben Habib. D’an 11 a viz Meurzh e oant bet pedet holl da zont da brezegenniñ e Crossgar, co. Down e Su Belfast, ur gumun vihan 1500 annezad enni. Degemeret e oa bet an holl dud en un Orange Hall gant stokadennoù an taboulinoù-sklaer ha son skiltr ar fleütoù o seniñ tonioù unanour. Tres an enkrez war dremmoù an daou-c’hant den bodet er sal kinklet gant bannieloù triliv ar Rouantelezh-Unanet « E miz Mae e vo ret votiñ evit buhez pe marv an unaniezh » eme raktal Jim Allister, dilennad an TUV e Parlamant Stormont.

Bec’h d’ar protokol

« Unaniñ familh an unanerien » a-raok an dilennadeg hag a-enep d’ar « Protocol » a oa pal an nozvezh a zispleg didro Samuel J., aozer meur an emvod hag ezel eus an Orange Order. An Emglev-mañ a oa bet sinet e 2020 etre ar Rouantelezh-Unanet (RU) hag Unaniezh Europa (UE) evit reiñ ur statud dibar da Norzhiwerzhon da heul referendom ar Brexit. E-lec’h adlakaat un harz strizh (hard border) etre ar Republik hag Iwerzhon an Norzh e oa bet divizet staliañ ar postoù maltouterezh etre enezenn Iwerzhon ha Breizh-Veur. Un drubarderezh eo bet evit an unanerien. Arouez divreizhveuradelezh o bro.

« Ret eo kompren mat, a embann Jim Allister, kounnaret-mik. An Emglev-mañ a dalvez dismantr ar Rouantelezh-Unanet, Breizh Veur hag Iwerzhon an Norzh. Petra eo ar Rouantelezh-Unanet estreget un unaniezh ekonomikel ha politikel ? Gant an emglev-mañ, Breizh-Veur a zo deuet da vezañ ur vro estren deomp-ni ! Heñvel eo deuet deomp enporzhiañ madoù eus Breizh Veur pe eus Bolivia, hag aesoc’h enporzhiañ eus Polonia eget eus Breizh-Veur. » Ha skouerioù all a oa bet klevet en noz-se : aesoc’h kaout bleunioù eus Bro-C’hres, dibosupl kaout pezhioù ur gador-ruilh digant stalioù e Breizh-Veur, diaezamantoù evit prenañ boued ha louzeier eus Bro-Saoz… « Soñjit ‘ta, daoust-hag e c’hellfe bezañ gwashoc’h ? An emglev-mañ a dalvez diskar, dismantr ha rannerezh hor bro ! »

« The subjects of Great Britain and Ireland shall be on the same footing in respect of trade and navigation, and in all treaties with foreign powers the subjects of Ireland shall have the same privileges as British subject. »
Mellad 6 an « Act of Union »

A-du krenn e oa gantañ Ben Habib, bet kannad europat, ha deuet eus Bro-Saoz evit an degouezh. « Ne‘z eus ket kaoz amañ da gaout un emglev gwelloc’h gant Unaniezh Europa. Kaoz a zo ganeomp diwar-benn emveliezh ar Rouantelezh-Unanet. Un termen krenn a ranker lakaat d’ar marc’hata gant an UE. An emglev a ra fae war al lezennoù. Freuzañ a ra mellad 6 an Act of Union 1 ha ne zouj ket ouzh gwirioù mab-den kennebeut. Hor buhez a zo reolennet gant lezennoù ne c’heller lavaret tra diwarno rak n’hon eus kannad europat ebet ken, emezañ. Votet hon eus evit ma‘z afe kuit ar Rouantelezh-Unanet eus Unaniezh Europa, ha n’eo ket evit ma chomfe ul lodenn anezhi enni ! » Sklaer eo ar jeu evito, an Emglev a zo « ur binijenn » roet gant Unaniezh Europa d’ar Rouantelezh-Unanet. Kastiz ar Brexit eo hag Iwerzhon an Norzh eo priz frankiz Breizh-Veur hervezo.

« Pal politikel an Emglev eo dismantr ar Rouantelezh-Unanet »
Jim Allister, rener an TUV

Dileuriad nemetañ an TUV eo Jim Allister ha rener ar strolladig unanour eo war ar memes tro. Difenner identelezh vreizhveurat Iwerzhon an Hanternoz eo bet a-viskoazh – Tudi Crequer

Spontusat tra : pazenn gentañ war zu distagidigezh-naet Norzhiwerzhon diouzh peurrest ar Rouantelezh-Unanet eo hervez Jim Allister. « Pal politikel an emglev-se eo dismantrañ ar Rouantelezh-Unanet ha sevel un ekonomiezh unvan en un Iwerzhon unvan » a zisklêr spouron ennañ ar c’hannad mirour. Anat eo, dre ma teu da vezañ diaesoc’h d’an embregerezhioù kenwerzhiñ gant peurrest ar Rouantelezh-Unanet e troint kein da Vreizh-Veur evit skoulmañ darempredoù stankoc’h gant peurrest Iwerzhon. « Hon enebiezh d’an Emglev a rank padout betek ma vo lakaet un termen dezhañ, en doa diskleriet Jim Allister. C’hoant em eus un diskoulm evit Norzhiwerzhon, met un diskoulm a zouj ouzh ar fed eo Iwerzhon an Norzh ul lodenn disrannadus eus ar Rouantelezh-Unanet.3 »

Gounit kousto pe gousto

Dav eo d’an unaniezh bezañ trec’h en dilennadeg kentañ, ken eeun ha tra, emezo. Diskouez a raio splann da Voris Johnson, ar c’hentañ ministr Breizhveurat, ha d’an UE, pegen kreñv eo enebiezh an unanerien ouzh an Emglev, ha pegen tomm eo o c’halon ouzh ar Rouantelezh-Unanet. Spi en deus Sir Jeffrey Donaldson, rener an DUP, kentañ strollad unanour, e vo uhel ar vouezhiadeg evito rak mod all ec’h en em gavo daou dra hervezañ :

« Kentañ tra, ar strolladoù a-du gant an Emglev a embanno bezañ bet trec’h hag un arguzenn e vo evit an UE da leuskel an traoù evel m’emaint. Eil tra, ar Sinn Féin a c’hello embann ez eus ur c’hoant evit aozañ ur referendom war an harzoù ha bountañ a raio evit tennañ kuit NI eus ar RU. » Ha ne faot ket da z/Donaldson bezañ e-mesk ar rummad en deus manket da zifenn ar gurunenn saoz en Iwerzhon an Hanternoz. « Ur garg pounner a zo sammet war hor chouk. »

Evit gounit ar muiañ a bostoù dilennidi, prometet ez eus bet gant an DUP hag an TUV ober o seizh gwellañ evit broudañ an dud da votiñ evit an danvez-dilennidi unanour, ne vern eus peseurt strollad e vefent. « Ezhomm hon eus e vefe ur c’hemenn sklaer eus ar strolladoù politikel, a zispleg Samuel J. N’eo ket bet peursklaer soñjoù politikerien zo e strolladoù zo. Ar pezh a fell deomp klevet eo : an Emglev a rank bezañ freuzet. Ha netra ebet all. Ma’z omp holl sklaer en hor prezeg e vo votoù e-leizh evit an unanourien met dav eo deomp kaout splannded. »

Ha pa embanner eo amsklaer soñjoù lod eus ar strolladoù ez eus kaoz eus ur paotr a dregont vloaz eus an Ulster Unionist Party dreist-holl. N’emañ ket ar strollad-se ken mirour hag ar re all, na ken prim da embann e enebiezh d’an Emglev. Ha, gwashañ fallagriezh, nac’het e oa bet gant Doug Beatie, penn bras e strollad dont da emvod Crossgar. Gwallgaset ha burutellet e oa bet Jill Macauley, dilennadez lec’hel an UUP, evit ar mank-se.

« Ma chom an Emglev evel m’emañ : marv eo ar Rouantelezh-Unanet » en doa lavaret Samuel J, ezel eus an Orange Order, un aozadur protestant hag unanour savet e koun ar roue saoz William of Orange.

Trubuilhus an hent

Dindan sez emañ an unanerien en gwirionez. Emaint o stourm war daou dalbenn. A-enep d’ar Sinn Féin evel-just, c’hoant d’ar re-se stagañ ar broviñs vreizhveurat d’ar Republik, met ivez a-enep gouarnamant Londrez ha ne ra ket gwall dra evit derc’hel Norzhiwerzhon er RU hervezo. Abaoe krouidigezh ar vro e 1921 eo bet renet dibaouez an Ulster gant ar Brotestanted hag harperien ar rouantelezh saoz. Koulskoude, ar santimant o deus da vezañ bet diberc’hennet tamm-ha-tamm eus o bro abaoe emglev peoc’h ar Good Friday Agreement e 1998. Re a draoù a vije bet lezet d’ar Sinn Féin, hervez komzoù ar bolitikerien unanour, hag « iwerzhonaekaet » ar vro betek re. Ne fell ket dezho krediñ emañ en em gavet an unaniezh e penn an hent.

« Dav eo d’an unaniezh gounit »

« Dav eo d’an unaniezh gounit peogwir e vo sellet a-dost an disoc’hoù gant Unaniezh Europa. Spi o deus ar vroadelourien iwerzhonat, ar re a sav a-du gant an UE da vezañ trec’h. Klevet a reer, tost bemdez, ar gazetennerien oc’h embann emañ war an unaniezh war an diskar. Diskouezomp dezho holl emañ ar gaou ganto ! » eme rener an DUP dirak ur sal laouen o klevet seurt komzoù.

Nac’hañ kemer perzh er gouarnamant

Un “arm” all a zo gant an Unanerien. Gourdrouz a ra ivez an DUP hag an TUV nac’hañ bezañ perzh en ur gouarnamant nevez ken na vo ket freuzet an Emglev. Dav eo gouzout eo ret d’an unanerien ha d’ar republikaned en em glevet evit sevel ar gouarnamantoù e Norzhiwerzhon. Kensturiet e rank bezañ ar vro abaoe 1998. Ma n’en em glevont ket e chom Iwerzhon an Norzh hep gouarnamant ebet.3

E Crossgar e oa bet klevet Jim Allister o lavaret goapaus : « Ne‘m eus ket c’hoant da vezañ dimezell ar Sinn Féin ». « Ken ma vo eus an Emglev ne‘z in ket en ur gouarnamant nevez » en doa eilgeriet Jeffrey Donaldson, rener an DUP. « An Emglev na zouj na d’ar Belfast Agreement na d’an ensavadurioù politikel. » Ober a ra ar c’hontrol-mik pa ra goap ouzh an unanerien emezañ. « M’eo pal an dud gwareziñ an araokadennoù politikel en Iwerzhon an Norzh, neuze e rank an Emglev bezañ dilezet. »

Ha dont a raio a-benn an unanerien da gendrec’hiñ trawalc’h a voterien ? Da freuzañ an Emglev ? Da gaout un diskoulm all ? Gwelet e vo. Un dra zo sur, pe trec’h pe goll e vefent, trubuilhus e vo c’hoazh ar jeu politikel en Iwerzhon an Hanternoz er bloavezhioù da zont.

1.  An Act of Union, Akta Unaniñ, a oa bet votet e 1800 gant parlamantoù Iwerzhon ha Breizh Veur evit krouiñ Rouantelezh-Unanet Breizh Veur hag Iwerzhon, deuet da vezañ Rouantelezh-Unanet Breizh Veur ha Norzhiwerzhon e 1922.
2. Peseurt diskoulm evit an harzoù etre RU ha UE ? Ma vez lakaet un termen d’an Emglev, petra ober e-keñver an harzoù ? Meur a ziskoulm a zo. Ar Sinn Féin a embann e vefe an aesañ adunaniñ Iwerzhon. Lod all a ginnig lakaat Republik Iwerzhon da emezelañ adarre d’ar Rouantelezh-Unanet (ar pezh zo un tamm faltazius, dav eo anzav). Ober eus Iwerzhon an Norzh, ur vro dizalc’h a oa bet kinniget pell zo met n’eus den ebet o tifenn ar raktres-se. Hervez Ben Habib pe Jeffrey Donalson eo dav kaout un diskoulm « pleustrek» a warez marc’had diabarzh Unaniezh Europa ha hini ar Rouantelezh-Unanet hep ne vefe eus harzoù etre enez Iwerzhon ha Breizh-Veur, na kennebeut etre Norzhiwerzhon hag ar Republik. Penaos ober kement-mañ ? Abaoe 2015 emeur o klask un diskoulm d’ar gudenn-mañ.
3. E 1998 e oa bet sinet an emglev peoc’h, lesanvet ar Good Friday Agreement, ha lakaet termen da dregont vloaz feulster. Abaoe eo dav d’ar republikaned ha d’an unanerien kenren ar vro. Ar strollad en em gavet e penn dilennadeg parlamant Stormont a azez a-dreñ burev ar c’hentañ ministr ha fiziet a reer en tu enep ar post a eil kentañ-ministr. Ma nac’h tu pe du kensturiañ ar gouarnamant, neuze ne‘z eus gouarnamant ebet. Kenasant a rank bezañ.
 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like