Karaez : sevel a-enep ar gwask ha gwareziñ ar frankiz da gelaouiñ

“Amañ emaomp hag o skoazell a reomp”. Roet oa bet lañs d’ar vodadeg souten gant gerioù ar gazetennerez Julie Lallouët-Geffroy e anv kevredigezh mediaoù Breizh. Dirak al leurenn staliet war blasenn ti-kêr Karaez e oa bodet ouzhpenn 600 den, deuet da harpañ skipailh kazetenniñ ar Poc’hêr ha kazetennerez Frañs 3, gourdrouzet d’ar marv ha gwallgaset gant an tu-dehoù pellañ. 

Bodadeg skoazell kazetennerezed ha kazetennerien gwallgaset gant an tu dehoù pellañ

Image 1 of 5

Posteloù tagus, kemennadennoù heugus, ha kemennadennoù feuls a zo bet resevet a bakadoù goude o reportajoù diwar-benn raktres ur greizenn degemer repuidi e Kallag. Nullet eo bet ar raktres met kendalc’het eo bet gant an emzalc’hioù feuls a-enep da vicherourien.ezed ar mediaoù. Tamallet e vez dezho “bezañ bet graet o labour nemetken” en  doa displeget Sylvain Ernault e anv an SNJ (Sindikad Broadel ar Gazetennerien). “N’eo ket grevus, kendalc’het e vo gant hol labour !” en doa dispaket nerzhus Erwan Chartier, penn-kazetenner ar Poc’hêr

A-unan, a-gevret, e oa bed ar mediaoù e Karaez evit lavar fraezh e souten d’ar geneiled ha keneilezed a zo dindan gwask an tu-dehoù pellañ. Skrivet e oa bet splann, ar sizhun-mañ dija, gant Ricardo Guttiérez, sekretour ar FEJ (Kevre European ar Gazetennerien) penaos e oa poent d’an tagadennoù paouez : “Goulenn a reomp ur respont prim deus perzh ar pennadurezhioù evit gwareziñ surentez ar gazetennerien” a embann groñs ar FEJ.

Ouzhpenn kazetennerien.ezed a oa deuet da ziskouez o harp. Gwelet e oa bet tud Karaez, kuzulierien.ezed tiez-kêr an trowardroioù, kuzulierien.ezed rannvro, ur senedour… ha kanerien kan-ha-diskan ! Gant ar sonenn Gavotenn an degemer, lusket gant Klaod an Intañv ha Louis Jacques Suignard e oa bet klozet ar bodad souten.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like