Kilometrad 186 : splujañ er Redadeg dre zegouezh

Diaes e oa din gouzout diwar-benn peseurt kilometrad eus ar Redadeg ober ur pennad-skrid, setu em eus graet sammadenn niverennoù an departamantoù (29+56+22+35+44=186) ha klasket em eus gouzout piv ’ta en oa tapet ar 186vet km. Un istor mignoniezh kentoc’h eget unan stourm a zo bet kontet din.

E Plounevez-Moedeg emañ lec’hiet ar c’hilometrad 186, war an hent D88 etre Logivi-Plougraz ha Lokenvel. Ur bravig a hent eo gant kleuzioù ha gwez a bep tu d’ar c’houltron. Prenet eo bet gant ar familh Hamon-Morin. Pa‘m eus galvet anezho, eo bet souezhet-mat Hervé Morin, an tad a familh, o klevet abeg va fellgomzadenn. Evelato, n’en doa ket graet sammadenn droch niverennoù an departamantoù a-raok prenañ anezhañ…

Redek dre zegouezh

Hennezh, n’eo ket ur stourmer penn-kil-ha-troad, pell alese. «Un tammig dre zegouezh em eus kroget da gemer perzh er Redadeg» emezañ. N’eo ket boas da vanifestiñ evit an adunaniñ na kennebeut evit ar brezhoneg. N’eo ket ezel eus ur gevredigezh vrezhon (bagad, kelc’h keltiek…), ne red ket ar festoù-noz a-dreuz ar vro, ha n’eo ket brezhoneger kennebeut. «Ar gerioù nemeto a ouezan eo kenavo, ha redadeg !» a vousc’hoarzh ar paotr. E vugale Solenn, 14 vloaz, ha Katell, 12 vloaz, o deus anvioù eus ar vro avat ha pa ne vefent ket skoliataet en un hentenn divyezhek nag e Diwan. Ha Tiphaine Hamon, e wreg, n’eo ket soubet muioc’h egetañ e metoù ar brezhoneg hag ar stourm… «N’omp ket stourmerien “ordin”, ma faot deoc’h» a lavar goustadik.

Ar gêrioù nemeto a ouezan eo kenavo, ha redadeg !

Ma, perak ’ta o deus prenet ur c’hilometrad eus ar Redadeg ? «‘Giz ‘m eus lavaret deoc’h eo dre zegouezh penn-da-benn. E 2010 e oamp o kas amzer gant mignoned eus Bro-Roazhon, ha ret e oa dezho mont kuit abretoc’h d’ar Sul da noz evit mont da redek o c’hilometrad e-kichen Gwengamp. Sed aze penaos hon eus klevet anv eus ar Redadeg evit ar wech kentañ

Daou vloaz goude e tiviz ar familh Hamon-Morin prenañ o c’hilometradoù dezho. Hag e 2014 o deus soñjet en em glevet gant o mignoned eus ar familh Gautier evit tapout un heuliad kilometradoù. Pevar evit pep familh. Ur c’hilometrad evit pep hini. Eizh kilometrad en holl. «Ret eo bezañ aozet mat evit kaout eizh kilometrad diouzh renk e-pad un dibenn-sizhun !, a zispleg Jean Morin. Diaes-mat eo tro-dro d’ar c’hêrioù bras hag e Penn-ar-Bed, met dre chañs emaomp o vevañ e Kreiz-Breizh, ‘kostez Loudieg, war an harzoù etre Breizh-Izel ha Breizh-Uhel».

Evit Breizh hag ar blijadur

Deuet eo ar Redadeg da vezañ un darvoud pouezus evit ar re Hamon-Morin. Ur berniad bras a rochedoù liesliv a zo bremañ ganto er gêr, ha kendalc’het e vo ganto da zastum lod all. «Me an hini-eo, bremañ, a lak pres war ar re all e penn kentañ ar bloaz evit prenañ hor c’hilometradoù, eme Jean Morin, plijout ‘ra din redek – kentoc’h ar marc’h-houarn eget redadegoù war droad -, met aze ez eus sonerezh, mat eo an aergelc’h ha birvilh zo

N’eo ket diseblant ar re Hamon-Morin ouzh kultur ha yezhoù Breizh evelkent.  «Ouzhpenn evit ar brezhoneg eo ar Redadeg, evit Breizh eo ivez, a zisklêr reder bro Loudieg, me ‘meus kentoc’h un identelezh c’hallaouek, met evidon-me eo ur rannvro a-unan». «Fier on gant Breizh» a embann an tad a familh. Siwazh er bloaz-mañ e vo dibosupl dezho redek o c’hilometradoù, abalamour d’ar c’hovid daonet. Ne vint ket evit mont da Blounevez-Moedeg d’an 22 a viz Mae. «An enkadenn yec’hedel he deus drailhet pep tra… Met, klasket e vo redek en ul lec’h all !». Prenet e vo, moarvat, kilometradoù all neuze gant ar re Hamon-Morin. «Klasket e vo redek hag arc’hantaouiñ ar raktresoù mod pe vod» a gemenn Jean Morin… tres ur stourmer gantañ, a-benn ar fin !

Eizh kilometr ar familhoù Hamon-Morin ha Gautier

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like