Metanerezh direol an tiez-feurm e Breizh [1/4]

A-hed ar sizhun e kinnigomp deoc’h enklask nevez Splann, diwar benn metanerezh an atantoù e Breizh. 186 metanezer zo e maezioù ar vro bremañ, ha kant ouzhpenn a vo a-benn bloaz. Treuzfurmiñ a reont an danvez organek e gaz. Evit-se emaint e-kreiz ar strategiezh c’hall evit kreskiñ produadur an energiezh padus. Sañset e vez pep tra dindan evezh, sañset. War baper, pa vez ur staliadur gant riskloù bras ken-ha-ken e vez strishoc’h ar reolennoù hag ensellet aliesoc’h, kuit da gaout an disterañ kaouad war yec’hed an dud, hini al loened, war ar plant pe ar struj. E gwirionez e vez disdalc’hioù a bep seurt gant ar staliadurioù metaniñ breton. Ne vez ket ensellet al lec’hioù-se tamm ebet. Pep hini a c’hell ober ar pezh a gar hep kaout aon rak an disterañ kastiz, en desped d’ar riskloù bras.

  • Al lezennoù gall a zo re skañv. A-boan eo ma vez kontrollet ar metanizerioù.
  • 85% eus ar metanerezioù ensellet en 2020 n’o doa ket staliet ar pep retañ evit digreskiñ ar riskloù da gaout gwallzarvoudoù pe saotradurioù.
  • Un drederenn eus ar staliadurioù metaniñ a gresk o ment dindan pemp bloaz ma’int bet savet. Ur wech graet e vez ret anavezout anezho eta, setu ar strategiezh.

Div wech ez eus bet renablet saotradurioù, nav gwech ez eus bet enselladennoù war al lec’h da nebeutañ, teir gwech lakaet redi ha kondaonet ur wech. Gounit a ra poentoù ar metanezer staliet en 2012 e kêr bokedet Arzhal, war aodoù ar Mor-Bihan. Ar staliadur metaniñ-se, liessaotrer zo deveret meur a wech e gwazh-dour Kerolae dija, ha lazhet kement pesk a oa e-barzh ar red-dour-se.

Un enselladenn a-berzh renerezh-departamant gwareziñ ar poblañsoù a stade e 2018 e veze lonket 43 tonennad bemdez gant ar metanezer pa n’eo aotreet lonkañ ken nemet 28 tonennad an deiz. Kement-se a ya d’ober ur cheñch lusk hag a zo er-maez lezenn. Ur walloberenn all : ne vez ket sellet ouzh an dourioù taolet kuit en endro naturel. Unan all adarre : labourioù er c’hraou, un takad enderc’hel a vez graet evit an deizioù, ha se hep aotre ebet. Ar c’hementad lastez lonket gant ar metanezer a gresk c’hoazh : 76,3 tonennad an deiz. An desaver saout e penn ar staliadur a ra da gentañ diouzh e soñj evit ar pezh a sell ouzh diorroadur ekonomikel e embregerezh, al lezennoù a zeuio war-lerc’h. Politikerezh efedus ober e daol en a-raok.

En 2020, ur wech echu kreskiñ e venaj en doa goulennet an den reoliekaat ar c’hresk. Un doare da ober a servij da « renkañ oberoù er-maez lezenn », evit Dour ha Stêrioù Breizh. Ur reoliekadenn a dapo e 2021. Dav eo derc’hel kont, hervez Brieuc ar Roc’h, breutaer evit an aozadur Dour ha stêrioù Breizh : « Labourer-douar oc’h, kit dezhi, ni, servijoù ar Stad a reoliekay pep tra war o lerc’h. » Ha pa seller ouzh an afer a dostoc’h ez eo Bruno Calle an hini zo e penn ar staliadur metaniñ-se  Prezidant bet FDSEA ar Morbihan, lakaet da skouer war dachenn ar metaniñ, a dreuzkas e skiant-prenet lorc’h ennañ, daoust dezhañ bezañ saotret an endro div wech, e stummadurioù d’ar re o defe c’hoant da broduiñ gaz ivez.

Saotradurioù, un darzhadenn hag ur voul dan…

220906 - Splann ! Enquête méthanisation cumul des accidents recensés dans les communes bretonnes depuis 2011 bzhg-min

Klikit war ar gartenn a-benn ma vefe brasoc’h

Er penn all eus Breizh, o deus soñj mat annezidi zo eus Penn-ar-Bed n’o doa ket gallet evañ dour e miz Eost 2020, e-pad tost ur sizhun. Ar staliadur metaniñ greantel e Kastellin (29) en doa skuilhet 400 m3 dijesta (al lastez a chom diwar ar produiñ gaz) er stêr-Aon, ar stêr a gas dour d’ar rouedadoù dour evadus. Seurt gwallzarvoud zo erruet el Landes, c’hwec’h miz diwezhatoc’h. An taol-se eo 850 m3, div wech ouzhpenn, a oa bet skuilhet er redoù dour.

E Mezheven 2019, e Plouvorn Penn-ar-Bed, pa ne oa ket ar metanezer o vont en-dro c’hoazh, e oa deuet ur voul dan a-us d’al lec’h goude un darzhadenn. Un daou-ugent pomper bennak o doa ranket dont d’ober war-dro hag un den a oa bet gloazet diwar-c’horre, daou zen a oa chomet mantret, ur pomper a oa semplet hag aon-bras a oa bet.

Danevell ar gwallzarvoud a resisae : « An teuliad surentez teknikel  da vezañ savet a-raok lakaat an traoù da vont en-dro ne oa ket bet treuzkaset d’ar velestradurezh. (…) Ur gwallzarvoud zo bet pa ne oa ket bet soñjet a-walc’h er riskloù (…). Da heul ar gwallzarvoud e oa bet fellet d’ar perc’henn adlañsañ produerezh an unvez metaniñ ken nemet gant an heul-koazherezh, hep gortoz adsevel ar c’hoazherezh [al lodenn distrujet gant ar gwallzarvoud] ». Gounid a-raok ar surentez. Ar staliadur metaniñ-se a zo an hini brasañ e bro Montroulez, 45 000 tonennad lastez a vez bevezet gantañ bep bloaz. En e benn, 32 embregerezh, embregerezhioù labour-douar ha reoù all n’int ket.

Hep enselladennoù na kastizoù, da betra doujañ d’al lezenn ha kas an teuliad teknikel ret ? Sed aze ar pezh a anzav ar Stad, dre skrid zoken, en ul lizher bet kaset d’ar Pennadurezhioù war an endro. « Renerien ar chanter, dirak an diouer a enselladennoù hag an diouer a heuliañ o deus graet distroioù kuit da virout ar redi-mañ. »

Kalz a wallzarvoudoù ha munut ar rouedoù surentez

Ar metaniñ a zo un deknologiezh nevez ha bresk. Servij heuliañ ar riskloù greantel e ministrerezh an Treuzkemm ekologel bet savet e miz Gwengolo 2021 a ra ur sintezenn eus ar gwallzarvoudoù en hentad. Renabliñ a ra 130 gwallzarvoud etre 1996 ha 2020. Pa vez skuilhet danvezioù dañjerus pe saotrus, 77% eus ar gwechoù, e vez tan-gwall da heul peurliesañ », eme Aurélie Baraer, skriverez an danevell. Abalamour d’« an diouer a vererezh riskloù e stummadur an oberourien ». Hervezi eo an ostilhoù fall a vez pennabeg d’ar gwallzarvoudoù. Stadet e oa bet se e 2018 c’hoazh : « Ar gwallzarvoudoù bet nevez zo a ziskouez eo un hentad oc’h en em frammañ, n’eo ket erru darev c’hoazh. Ar fazioù sevel a zo test d’an degouezh-se. »

Ar pezh zo n’eo ket klok ar renabl-se, trawalc’h eo lenn ar c’hazetennoù evit en em rentañ kont eus se. Diwar pemp barrad saotradur e metanezer Arzhal, n’eus ken nemet unan anezho zo bet renablet gant ar vinistrerezh. Kuzul Skiantel broadel ar metaniñ, ar CSNM (Conseil scientifique national de la méthanisation), a vod skiantourien evezhiek war an deknologiezh evel ma vez graet ganti hiziv a dalc’h e gontoù. Ar c’huzul a gav 315 gwallzarvoud pa n’eus bet renablet nemet 130 gant servijoù ar Stad.

N’omp ket prest ma c’hoarvez gwallzarvoudoù

Heuliadoù a vez war an endro pa vez saotret stêrioù dreist-holl. Stêrioù ma vez tennet dour-evañ. Heuliadoù yec’hedel ivez pa vez leusket kleñvedoù da gantren dre an dijesta, produ ar metaniñ, a vez skuilhet e giz temz war an douaroù.

Kuit ma vefe kudennoù e vez reolennoù da sentiñ oute, met « dav eo sellet ouzh se e-giz ur skoazell da adsevel ar staliadur kentoc’h», a gav da Anne-Marie Pourcher, enklaskerez en Inrae hag arbennigourez war ar c’hlañvuzennoù, ha n’eo ket evel ur redi. « Kerkent ma’z eo kemplezh ha luziet orin an aozennoù disheñvel e vez yec’hedusaet, sed aze ar pezh a ziarbenn ar reolennadur.»

Ha gant se n’eus ket riskloù war ar yec’hed ken. Da skouer, lastez loened, an distaoladoù, an druzoni, ar bouzelloù a vez e-touez an aozennoù da broduiñ gaz. Met gallout a reont lakaat klañvuzennoù da bourmen ha degas kleñvedoù. A-benn tennañ ar riskl-se e spisa ar reolennadur e tle chom an distaoladoù e-tro 70 C° e-pad un eurvezh kuit da gaout klañvuzennoù.

Met n’eus redi ebet pa chomer dindan 30 tonennad distaoladoù bemdez. Kement-se a dalvez evit tost an holl staliadurioù metaniñ e Breizh. Ha gwell ha se rak ker-ruz e koust ar prantad da 70C°, ken ker ma c’hellfe lakaat en arvar askorusted (ma vez gounezet arc’hant pe get) ur staliadur.

Staliadurioù metaniñ a vez daougementet

An holl unvezioù metaniñ a vez stag ouzh an SREE, ar Staliadurioù Rummet Evit an Endro. Tri live zo. Reol an « aotreoù », gant ar muiañ a redioù, reol ensellet ar muiañ ivez, a vez evit ar staliadurioù o devez ezhomm tremen en tu all da 100 tonennad distaoladoù bemdez. Hini an enrolladennoù a vez evit ar staliadurioù etre 100 ha 30 tonennad bemdez. Ar reol diwezhañ, an hini skañvañ, reol an «disklêriadennoù», evit al lec’hioù dindan 30 tonennad bemdez.

E Breizh emañ tost an holl raktresoù dindan 30 tonennad bemdez. Gant se n’eus ket ezhomm da sevel un enklask foran na dq gaout kendivizoù pe tabutoù e salioù-kêr leun-chouk gant annezidi ankeniet pe drouk enno abalamour d’ar raktres. Er reol a-us, hini an enrolladenn, eo ret sevel un enklask foran.

E Kavan (35) e oa bet lakaet ur metanezer da vont en-dro e miz Here 2021, unan barrek da lonkañ 29,8 tonennad bemdez, just dindan bevenn reol an enrolladenn. A-boan kaset ar berrad gaz kentañ ma oa bet goulennet gant al labourerien-douar-se tremen da 72 tonennad bemdez, ha setu en em gavet diouzh lezenn an enrolladenn. Ar c’huzul ti-kêr n’hall ket ober kalz tra. Ar metanezer a zo aze, an arc’hant da bostañ – 5 million a euroioù – dispignet a-benn neuze. Start eo lavaret nann ha kondaoniñ ur staliadur da vont en-dro dindan ar pezh m’eo dleet, gant ar c’holl arc’hant a zegas an dra-se.

Start eo ober van ivez : pa oa bet savet ar staliadur en defe gwelet diouzhtu lagad-lemm un den arbennik e oa re vras an doenn evit 29,8 tonennad bemdez, ha se en defe lakaet douetañs ennañ kerkent.

Kelaouiñ ar strollegezhioù e vo graet un dra bennak ur wech graet an taol eo un doare stankañ da ober. An Dreal (Direction régionale de l’environnement, de l’aménagement et du logement / renerezh-rannvro an endro, an terkañ hag al lojeiz pe RRETL ) a renable er bloaz 2020 « 28 staliadur kenbroduiñ [war un hollad a 87] o deus kresket o galloudegezh abaoe ma’z int bet lakaet da vont en-dro. Dre holl e vez daougementet o galloudegezhioù ». Kemend-all evit ar metaniñ dre ensinklañ : « 9 staliadur metaniñ dre ensinklañ [diwar un hollad a 27] o deus kresket dija [o barregezh uhelañ]. Ar c’hresk ensinklañ en em gav buanoc’h a-galz eget dre genbroduiñ ».

Un drederenn ar metanerezioù a gresk o barregezh ur wech kroget ganti. Un dibab ha n’haller ket ober war ar prim pa vefe ret divontañ hag adstaliañ un doenn evit he lakaat diouzh ar ment mat. Ar c’hreskoù-se a vez dibabet moarvat kerkent ha savet ar raktres.

Ma vez kement a raktresoù gant ar reol disklêriañ ez eo ivez rak : « an SREEoù (ICPE e galleg) dindan reol an disklêriañ n’o deus ket a enselladennoù reoliek ha ne vezont ensellet nemet ma vez douget klemm pe lakaet  gwask gant ar boblañs », a zispleg Lez ar c’hontoù en he danevell eus miz Du 2021. Enselladenn ebet neuze.

85% eus ar staliadurioù n’int ket evel zo dleet

Abaoe tost da zek vloaz bremañ e vez laoskoc’h-laoskañ ar reolennadur evit ar staliadurioù a c’hallfe bezañ dañjerus evit an endro. Gant e « stroñsadenn eeunaat » en doa François Hollande kroget da zispenn anezhañ e 2013. Abaoe eo bet kaset pelloc’h an eeunadurioù c’hoazh, evel e 2018. Cheñch ar vevenn ha lakaat da dremen ar staliadurioù eus ur reol strishoc’h d’unan etre. Fiziout ma vo gwiriekaet gant an dud o-unan a sav raktresoù eo savet mat ar staliadurioù. Kas an enselladennoù dindan kazel-ge servijoù ar Stad ma ne vez ket kalz tud o labourat enne ken. Hep enseller, enselladenn ebet.

Lez ar c’hontoù a laka war wel n’eus enselladenn ebet, na gwiriadenn ebet gant an dud o-unan. Ne vez ket heuliet al lec’hioù metaniñ en un doare sirius. Ar servijoù ensellet n’o devez ket keloù pa vez savet ur staliadur metaniñ nevez da vont en-dro. Diaes eo neuze ensellet tra pe dra. Yalc’hadoù arc’hant publik a vez roet, hep goulenn an disterañ tra en eskemm, na kontoù, na gouzout daoust ha savet mat eo bet an unvez pe get. Ne vez ket ensellet ar staliadurioù tamm ebet. Da betra doujañ d’al lezenn neuze pa n’eus den ebet o tont da wiriañ an traoù?

Renerezhioù-departamant gwareziñ ar boblañs, stag ouzh ar brefeded a stad an dra-se ivez. E fin ar bloaz 2020 o doa kaset pevarzek enselladenn da benn, diwar ouzhpenn 150 staliadur e Breizh d’ar c’houlz-se. 85 % eus ar gwechoù ne oa ket bet savet an traoù diouzh ma oa merket e penn-kentañ ar raktres. Pa na vefe nemet ar pentonioù da enderc’hel, ar sistemoù da gas an dour glav kuit, ar c’hlouedoù pe c’hoazh ar c’helaouiñ arvar d’an tan-gwall. Kement a bromesaoù d’ar staliañ ne vez ket dalc’het kont diouto a c’hell degas saotradurioù ha gwallzarvoudoù.

Dre fazi ar Stad hec’h-eunan

An MRAe (Kefridiezh rannvroel ar galloud war an endro / Mission régionale de l’autorité environnementale) a ro alioù war ar pezh a ranker ober kuit da gaout saotradurioù. Bet he deus  « nebeut-tre a respontoù d’he alioù, ha keuz he deus eus se », emezi hec’h-unan en he bilañs eus ar bloaz 2021. Evel ma oa bet disklêriet ervat gant Nicolas Sarkozy, « erru e vezer fae gant an endro ». Ul lavarenn a seblant gwir c’hoazh e 2022 pa ne baouez ket danevelloù ar Giec da vrallañ kloc’h an arvar war an hin, ha p’eo sklaer d’an holl diskar ar vevliesseurted.

N’eo ket prederiet ar vetanerien. Servijoù ensellet ar Stad kennebeut. Hag ar Stad, n’eo ket prederiet gant lakaat e pleustr sturiadoù Europa kennebeut-all. Unan anezho a embann e tleer, a-raok kadarnaat ur staliadur metaniñ, derc’hel kont « eus ar sammad dilerc’hioù gant raktresoù all a zo anezho pe zo bet asantet ». Rak, seul vuioc’h a vetanezerioù, seul niverusoc’h ar riskloù. Frañs ne zalc’h ket kont eus se evit ar staliadurioù en tu all da 100 tonennad bemdez, ar re a vez reolennet gant aotre an SREE / ICPE. N’eus ken nemet dek unvez, diwar 186 oberiant e Breizh d’ar 1añ a viz Genver 2022.

Er c’hornôg da Roazhon, e-tro Illfentig, e kaver 14 metanezer o vont en-dro, ha prestik eo 14 all a vo ouzhpenn. Un tregont bennak a vetanezer war un takad strategel evit kas dour evadus d’ar 450 000 a annezidi zo e meurgêr Roazhon, a zlefe bezañ ensellet-pizh. Padal, gant doare ober ar Stad, ne vez ket dalc’het kont eus sammad ar metanezerioù a vent etre. Ar ment-se a dremen hebioù d’an enselladennoù ret a zo evit ar staliadurioù brasoc’h.

Endro Breizh a c’hellfe bezañ war-goust diorren ar metaniñ, meret betek 2023 gant Brastres rannvroel bevdolz (BRB) savet e 2019. Ar bennadurezh war an Endro a bouez war an ezhomm da sellet en dro ouzh priziadur an dilerc’hioù war al lec’hioù Natura 2000, ar Rannvro hag ar Stad « a zo aet a-du gant ar soñj »… met graet e vo en « ur BRB all », diwezhatoc’h. Ha pa vez goulennet diganto abegiñ en niver a dreuzkemmoù kavet hep bezañ reizhet e vez sklaer evel lagad an naer respont Rannvro Breizh hag ar Stad : « en abeg d’an diouer a varregezh da ensellout ha da heuliañ evit sellet ouzh dilerc’hioù gwirion an treuzkemmoù ».

Dre vras e vez lakaet an hentadoù da ziorren, met evit ar pezh a sell ouzh an dilerc’hioù en endro e vo sellet a-dostoc’h diwezhatoc’h. Koulskoude e kemenn Pennadurezh an Endro, en un ali all : « Ar saotradurioù diwar an oberezhioù a-dreuz a c’hallfe cheñch penn d’ar vazh evit ar pezh a sell ouzh bilañs ar metaniñ ».

Julie Lallouët-Geffroy

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like