E Landunvez emañ ar c’hraou-moc’h divent o tostaat eus un aotre douetus

Un teuliad ken kizidik hag arouezus a zistro war burev prefed Penn-Ar-Bed. Philippe Mahé a c’houlenno ali kuzul departamant an endro (Coderst) war doser SARL Avel Vor, e Landunvez. Unan eus brasañ krevier-moc’h Frañs, prezidant Komite rannvroel ar moc’h e berc’hen, a c’hallfe mont gant ur bazenn a-bouez evit aotren e astenn. An dalc’h a zo, goude seizh vloaz monedoneoù dirak ar justis, e teu war wel ez a a-veskell klozadurioù an enklask foran sañset heñchañ ar pennadurezhioù.

War beg Hanternoz Penn-ar-Bed, e Landunvez, kumun war an aod 1500 annezad anezhi, e sav pevar pezh silo glas teñval sonnoc’h eget tour an iliz.

Avel Vor

Pevar silo glas an embregerezh Avel Vor e Landunvez – Kristen Falc’hon

Staliadurioù greantel unan eus ar brasañ atant sevel-moc’h e Frañs int, 27 000 penn-moc’h kig produet eno bep bloaz1. Ar frammoù-se n’emaint ket 300 metrad eus ar vourc’h2. Anvet Avel Vor, degas ha ledañ a ra koulskoude aezhennoù a c’hell bezañ  pistrius ha flaerius a-wechoù en takad ma kaver ur skol, ur vagouri, kenwerzhioù, ur sal sport, ur park c’hoari evit ar vugale ha karterioù anneziñ. Ar perc’henn a zisklêr e vez dilaosket etre 33 300 ha 41 900 tonenn amoniak3 gantañ bep bloaz, ur gaz pistrius ha rakaozer partikulennoù munut.

Daou ziviz lez-varn o deus embannet n’en defe ket dleet kreskiñ an atant. Met kentoc’h eget azgoulenn digreskiñ an niver a loened, en deus roet ar prefed un aotre berrbad da Avel Vor ha hennezh a zigor un enklask foran nevez, kammed ret a-raok aotren ar savadur divent. A-enep d’ar pezh ar c’hortozed en deus roet ar c’homiser-enklasker un ali a-du evit sevel ar raktres.

Distroomp war red an darvoudoù.

Marc’h blein an hentad moc’h

Philippe Bizien a gemer penn an tiegezh en 2007. Kreskiñ a ra tamm-ha-tamm e chatalerezh, a-drugarez da aotreoù roet gant ar prefeti ha reoù all roet gant an ti-kêr, a oa bet renet e-pad ugent vloaz, betek 2014, gant e dad, Jean-Michel Bizien.

E-keit-se ez a gant e hent d’un doare bamus. Kroget en deus ganti e skourr Penn-ar-Bed an FNSEA. Da 42 vloaz, en 2011, e teu da vezañ merour (ha teñzorour da c’houde) an UGPVB, Unvaniezh ar c’henstrolloù produerien Kig e Breizh (Union des Groupements de Producteurs de Viande de Bretagne), un aozadur galloudus. Ar bloaz da heul, ec’h erru e penn Komite rannvroel ar moc’h4, kengevredigezh a gevre an UGPVB, an FRSEA Bretagne, kambreier labour-douar ha marc’had an horolaj Plerin. En 2013 eo dilennet prezidant ar c’henstroll produerien Aveltis5. Chom a ra e penn ar c’henstroll goude ar c’hendeuz o sevel Evel’Up en 2018, eil brasañ kevelouri moc’h gall. Honnezh a embann 1 000 ezel ha 3,6 million penn-moc’h produet en 2021. Gant an tri fost strategel-se6 ez eo Philippe Bizien unan eus penntudennoù pennañ lobby ar moc’h.

En 2015 e c’houlenn un aotre digant ar prefeti a-benn kas e chatal eus 8.965 da 12.090 loen, da lâret eo 27.000 porc’hell kig produet ar bloaz ha 60 tonenn hañvouez bemdez7. An dra-se ’zo tremen peder gwech hanter ouzhpenn keidenn ment ur c’hraou moc’h8.

Ar gounidek a deu da vezañ ur skouer evit un hentad o kreizenniñ buan-tre. Etre 2000 ha 2019, an niver a grevier-moc’h zo digresket eus un drederenn e Breizh, pa n’eus digresket an niver a voc’h mann nemet eus 6 %9.

Un endro o vont da fall

Annezad ur gumun stok, Laurent Le Berre, kelenner teknologiezh e skolajoù, en doa tremenet e grennardiezh o surfiñ e Penfoull, traezhenn eus kumun Landunvez. Al lec’hienn gant traezh moan gwenn ha dour glas disliv a denn d’ar C’haraibez pa vez brav an amzer « met dont a ra da vezañ liv ar pri pa ra glav ». Er bloavezhioù 2010 e krog Laurent « da vont da benn ar gwazhioù-dour a-benn kompren a-belec’h e teu ar saotradur ».  Stadañ ‘ra eno, e lec’h ma vez skuilhet an hañvouez, ez eo riñset an douaroù tro-war-dro gant ar glaveier, ha charreet gant ar stêrioù ur meskailhez douar, nitrat, dilastezioù ha bakteriennoù kaoc’h er mor. Ha padal ez a d’an traezhennoù an dour dre stêrioù o treuziñ, e-touez lod-all, douaroù skuilhañ hañvouez chatalerezh moc’h Avel Vor10 11 12.

 

Hiziv eo difennet d’an dud kouronkañ e traezhenn Ar C’hastell e Landunvez d’un doare padus evit abegoù naetadurezh13. Reoù Gwiselier14 ha Penfoull15 ’z eus bet embannet un diferad berziñ e miz Mezheven 2022. D’ar c’houlz-se e oa bec’h gant ar bakteriennoù kaoc’h Escherichia Coli en dour, ouzhpenn 15 gwech uheloc’h eget an talvoud bevenn « mat / etre », hervez an dielfennadennoù graet gant Ajañs rannvroel ar Yec’hed / l’Agence régionale de santé (ARS Bretagne)16. Laurent Le Berre, deuet da vezañ prezidant Kevredigezh evit gwarez ha brud Aod ar Mojennoù / Association pour la protection et la promotion de la côte des Légendes (APPCL), ha stourmerien-all evit an endro, a ziskuilh atebegezh ar chatalerezh askoridik17.

Traezhenn ar C'hastell - Landunvezh
Traezhenn ar C’hastell – K. Falc’hon

Ar saver-moc’h a nac’h an tagadennoù, eñ hag a lavar ez eo digor d’an diviz e-unan18 en deus nac’het respont d’hon goulennoù. « Ma kar deoc’h kaout titour diwar-benn an hentad ec’h alian deoc’h tostaat eus Kambr al labour-douar. », emezañ pa oamp bet en darempred gantañ e miz Ebrel tremenet a-benn kaout un emgav.

 Abaoe hon eus kaset dezhañ ur roll goulennoù dre bostel, meur a wech, direspont eo chomet.

Pennadurezhioù an endro ne vez ket selaouet dioute kalz

An MRAe (Kefridiezh rannvroel ar galloud war an endro / Mission régionale de l’autorité environnementale) a gav da abegiñ groñs er raktres astenn savet gant Philippe Bizien adalek 2015, gant dilerc’hioù war ar gwazhioù, an takadoù gleborek hag an aer a vez diouzh e sav-poent « ha n’int ket abeget trawalc’h »19. Ar bloaz da heul e rent un danevell enklask foran gant un ali a-enep d’ar raktres abalamour d’an hevelep abegoù20.

Resisaat a ra e tegas, staliadurioù an SARL Avel Vor evel m’ emañ d’ar poent-se « diaesterioù abalamour da noazadurioù lies ».

An enklask foran zo un argerzh ’vez lañset gant ar prefed pa c’hell ur staliadur greantel noazout d’an endro. « An demokratelezh-perzhiañ ‘vez graet eus se. Ar chañs diwezhañ eo d’ar geodedourien da lakaat da glevout o skiant e skeud un deknokratelezh re sur diouti he unan » a zifenn Dominique Rémy, pennvarner d’an enklaskoù foran e lez-varn velestradurel Roazhon.

Un nebeut mizioù diwezhatoc’h, d’an 29 a viz Meurzh 2016,  Michel Talidec, implijad skiant-prenet gantañ a varv en Avel Vor, brevet gant ur mekanik da ober boued d’ar moc’h. E miz Ebrel 2022 e vo embannet eo kablus an embregerezh da vezañ lazhet diratozh ha Philippe Bizien  kiriek eus gwallegezh surentez e implijidi21N’eus ket graet galv ar chataler.

En desped da ali a-enep ar c’homiser-enklasker hag en desped d’ar gwallzarvoud skrijus erruet tri deiz abretoc’h e ro prefed Penn-Ar-Bed, Jean-Luc Videlaine an aotre da astenn Avel Vor d’ar c’hentañ a viz Ebrel. Goulennataet eo bet prefeti Penn-Ar-Bed dre bostel, ha dre bellgomz goude, met abaoe ar 1añ a viz Gouere 2022 n’eus bet respont ebet d’hon goulennoù ha n’en deus ket bet c’hoant ar prefeti da zisplegañ perak e chom mut.

Ar c’homiser bet n’eo ket bet miret

Splann ! zo aet en darempred gant Alain Gérault, komiser-enklasker 2016, a ro e soñj war an aotre roet d’ar raktres astenn : « Hon ali n’eo ken nemet kuzuliañ, ar gwir zo gant ar prefeti chom hep ober van anezhañ. Met goude 10 vloaz war ar vicher e oa ar wech kentañ din ne vefe ket heuliet an alioù ». Ouzhpenn da se e tispleg n’eo ket bet nevesaet en e bost komiser-enklasker ar bloaz goude an enklask-mañ.

N’eus bet roet displegadenn ebet dezhañ gant bodad departamant ar barregezhioù. Soñj en deus en doa santet e oa « stenn an traoù e-kerzh an enklask foran ». « Dilennidi eus an ti-kêr ac’h embanne bezañ enep d’ar raktres hag annezidi ac’h embanne e oant o vont da enebiñ dre amoug22 a gont-eñ deomp. Ar maer [Jean Helies, admaer bet Jean-Michel Bizien e-pad e zaou resped, deuet war e lerc’h en 2014] diouzh e du n’eo ket bet deuet d’am saludiñ gwech ebet. E-kerzh ma enklaskoù e lec’hioù-all e vezen degemeret ordin gant pennoù an tiez-kêr. Komprenet em boa e oan gant un afer politikel-tre, an den o sevel ar raktres o vezañ prezidant Komite rannvroel ar moc’h hag ivez unan eus implijerien pennañ er gêriadenn. »

Jean Helies, dre bellgomz, a anzav ne oa ket deuet da welout ar c’homiser-enklasker. Hervezañ « Ne oa ket bet lavaret dezhañ gant e servijoù eurioù ar c’homiser en ti-kêr». A-du gant ar raktres astenn, e kont deomp bezañ pedet an is-prefed da weladenniñ Avel Vor, alese o deus gallet stadañ asambles « eo aveet mat-kaer al labouradeg ha ne skuilh seurt ebet er stêr ».

Mont ‘ra Alain Gérault diwar wel e-touez ar gomiserien-enklasker breton en 2016, tra ma vo savet astenn Avel Vor ar memes bloavezh.

Barnadennoù di-efed

Dour ha Stêrioù Breizh hag ar gevredigezh Dazont hag endro e bro an Hirwazh / Avenir et environnement en pays d’Iroise (AEPI) o deus savet kerkent un amoug a-enep an diferad-prefed aotren. APPCL Laurent Le Berre a zeuio da gemer perzh en amoug ivez.

Lez-varn velestradurel Roazhon, en 201923, a ro ar gwir dezho. Pa stader « ar mankoù a denn d’ar studiadenn dilerc’hioù » en doser kinniget gant an SARL Avel Vor, eo nullet an diferad-prefed. Lez-varn Galv Naoned a gadarnae ar varnadenn-se en 202124.

Daoust da se e ro ar prefed Philippe Mahé un aotre berrbad da Avel Vor, gant ma vo savet ur goulenn aotre all. Un eil enklask foran, kammed hollret evit reoliekaat ar c’hraou-moc’h, zo aozet e deroù ar bloaz 2022.

« Gwelet ho peus piv an hini a sav ar goulenn astenn ? Ul live politikel ha sokial a-bouez a zo memestra », eme Dominique Rémy, en doa savet ar goulenn nullañ an diferad digant al lez-varn velestradurel pa oa eñ daneveller foran. « N’eus forzh penaos,  evit ar pezh a sell ouzh an ICPE labour-douar [installations classées pour l’environnement / staliadurioù rummet evit an endro], e vez poan gant ar prefeded reiñ un ali a-enep, rak a-dreñv e vez ekonomiezh al labour-douar », emezañ.

D’ar Gwener 1añ a viz Ebrel 2022, bep a vaskl war fri pep hini, o selloù troet etrezek ur skramm, e oa bodet un dri-ugent a Landunvezad e sal an Triskell. Ar c’hevredigezhioù evit an endro a oa bet trec’h ar rekour melestradurel o deus kinniget an emvod-mañ. Embann a reont o deus aon rak un ali untuek digant ar c’homiser-enklasker, Jacques Soubigou, ofiser ti-archerien war e leve, en karg da gas an enklask da benn.

En 2012, goude e enklask war raktres kreizenn stummañ Stad Brest (Stade Brestois e galleg), n’en doa ket meneget e oa ur spesad gwarezet war al lec’h25. Un nebeut bloavezhioù diwezhatoc’h e kemer perzh en danevell enklask foran o reiñ un ali a-du gant raktres kreizenn gaz Landivizio a gaved abeg ennañ koulskoude, en ur ober fae eus an alioù enep hervez Mediapart26. Nevez ‘zo en deus anzavet Jacques Soubigou astenn kraou-moc’h un ezel eus ar c’henstroll produerien renet gant Philippe Bizien, e Plouarzhel, en desped d’an ali enep roet gant Park natur mor an Hirwazh27.

Perak eo bet dibabet eñ da gas an enklask foran da benn evit an doser Avel Vor ? Ar pennvarner Dominique Rémy a zispleg n’eus ket a abeg resis : « Un dornad komiserien-enklasker ’zo ha tapet ’vez unan dre zegouezh, er mod-se ‘vez graet daou pe dri enklask ar bloaz gant pep hini. Dalc’het ‘vez kont eus al lec’h ’vezont o tont ivez. »

Live politikel an doser ezvezant

D’an 28 a viz Mae 2022 e ro Jacques Soubigou, ar c’homiser-enklasker, e glozadurioù diwar-benn astenn Avel Vor, d’ar prefed Philippe Mahé. Diskouez ‘ra e zanevell ez eus bet muioc’h muiañ a dud o tont e-kerzh ar pemp hanter-devezh ma oa chomet da zegemer anezho. An deiz diwezhañ e oa bet dleet resevout pevar a dud er memes koulz. Hervez ar c’hevredigezhioù e oa aet kuit tud « erru skuizh gortoz en un aergelc’h stenn, en o sav dirak al logell ».

Koulskoude e kav da Jacques Soubigou « ne oa ket dedennet ar boblañs ouzhpenn eget se »28 gant 31 gweladenn, 259 postel hag ur sinadeg 3 298 den. Dominique Rémy, dileuriad an enklaskoù foran abaoe 2011 e lez-varn velestradurel Roazhon a ro ur sav-poent-all : « Evit darn vrasañ an enklaskoù foran e Breizh e vez nebeut-tre a evezhiadennoù gant an dud, 10 a boan evit pep doser. »

N’eus ket anv gant ar c’homiser-enklasker menegiñ  emvod foran ar 1añ a viz Ebrel, en doa bodet 60 a dud, nag ober anv an alioù roet gant div zilennadez29. Gallet hon eus gwiriekaat e oa bet sinet gant kuzulierez kumuniezh bro an Hirwazh, Armelle Jaouen ha gant maerez Lanriware, Pascale André, ur pennad en ur resisaat o c’hargoù30. Ar gentañ hini a-enep ar reoliekadur hag eben a-du. Bepred e lavar Jacques Soubigou en e glozadurioù n’eus bet « dilennad ebet na strollad politikel ebet » o kemer perzh er guzuliadeg.

Disoñjet eo bet tra ken pe ur youl da zisteraat pegen politikel eo an doser ? Dre bellgomz, en deus skriver an danevell lakaet da zleout an endalc’h a boell, an dle chom a gostez, ac’hane e chom direspont.

Ar bezhin glas ’vez abalamour d’ar re all…

Pa seller mat ouzh an doser o lakaat douetañs war ar c’henasant skiantel gant al labour-douar pennabeg d’ar bezhin glas war an aodoù, e lak douetañs kentoc’h war balioù pe war anaoudegezhioù  ar c’homiser. « Ar c’hudennoù saotradur (bezhin glas) a vez stadet war an aod tost a c’hell bezañ lakaet en liamm ivez gant kudenn tretañ dourioù lous an annezidi… Kudenn emaomp oc’h ober war he zro, eme an dilennidi »31, a skriv hemañ. Ar pezh ’zo eo rik ar prezeg a veze betek ar bloavezhioù 2010 gant servijoù kehentiñ an takad gounez-c’hreanterel32 a-benn lakaat douetañs war kiriegezh anat ar chatalerezh askoridik, ar prezeg-se a vo kavet abeg ennañ gant un danevell etrevinistr en 201233.

Ne c’hoarzh ket Laurent Le Berre a greiz kalon. Prezidant an APPCL a bouez war ar fed e vez kaset darn vrasañ dourioù Landunvez d’ar greizenn puraat e Porspoder, ha ma vefe re n’hallfe ket berañ betek traezhennoù Landunvez.

D’an nebeutañ ez eo ingal ar c’homiser-enklask en e labour. E evezhiadenn dindan nebeut gerioù ha gant nebeut a ditouriñ a zo bet eilet eus klozadurioù e enklask kent war astenn GAEC Kerascot, e Plouarzhel34. Savet ‘z eus bet ar goulenn war ar poentoù-se gant Splann ! outañ ha n’en deus ket bet c’hoant ar c’homiser-enklasker da reiñ e sav-poent.

An efedoù berniet, elfenn pennañ lakaet a-gostez

Mankoù-all a vez lakaet war wel gant Pennadurezhioù an endro / Autorité environnementale hag anat n’eus respont ebet dezho. Diwar-benn an dilaoskadennoù amoniak e kav d’an MRAe en 2021 ez eus « ur riskl efedoù sammet gant ar chatalerezhioù e-kichen ha n’hell ket bezañ dister, kontrol d’ar pezh ‘vez lavaret en doser [savet gant ar saver-moc’h e-unan.]35 ».

Kement hini o sevel ur raktres a dle ober renabl eus ar bec’h chatal a vez en e gorn-bro. Ur redi an hini eo, lakaet diouzh kod an endro, da droc’hañ rak ar freuzioù a c’hellfe bezañ war yec’hed an dud36. An askouezhadennoù amoniak tro-dro d’ar savadurioù ha d’al lec’hioù skuilhañ a gemer perzh en eutrofekaat ar metoù naturel. Kreskiñ a ra ar riskloù kleñvedoù skevent gant an dud oc’h analiñ anezho37. Un aezhenn rakaozer partikulennoù munut munut (PM 2.5), an amoniak kaset gant an atantoù chatalerezh breton a vesk ivez gant ar poultrennoù da ober partikulennoù munut, kiriek da varv abred 48 000 a dud er c’hwec’hkorn, bep bloaz, hervez Santé publique France38.

Ha padal emañ kraou-moc’h Philippe Bizien e kreizig-kreiz ur gourizad moc’h. E Landunvez hag an teir c’humun a-stok e renabler 22 chatalerezh ha tremen 56 000 loen kevatal39 enno, war un tiriad, Penn-ar-Bed, ma ’z eo gwall greizennet ar sevel moc’h, ur c’hreizennadur eus brasañ reoù Europa40. Ar stad-se ’vez lakaet a-gostez dindan teir linenn gant Jacques Soubigou. « N’eus ket raktresoù d’an ampoent en tro-war-droioù, a skriv ar c’homiser-enklasker. Ar raktres […] n’en deus ket dilerc’hioù sammet gant raktresoù-all hag an elfennoù ret da c’houzout ma vefe efedoù sammet gant chatalerezhioù tro-war-dro ‘zo dionte betek-hen n’int ket embannet pe n’hallont ket bezañ embannet…»41.

Souezhus eo seurt embann pa c’hell pep hini mont dre internet da gaout skignadennoù amoniak diskleriet gant ar chatalerezhioù moc’h bras, evel ma oa bet diskouezet gant enklask Splann ! embannnet e miz Mezheven 202142.

N’haller ket kaout displegadennoù digant Jacques Soubigou, hennezh hon eus galvet ha eñ ha lavaret deomp « skrivit ar pezh a garit ! » ken simpl ha tra, a-raok troc’hañ ar pellgomz.

A-benn ar fin ec’h embann ar c’homiser un nemedenn. Goulenn a ra uhelaat ur c’hleuz kuit da gaout an disterañ riskl gwallzarvoud ma tiverfe ar pentoniadoù hañvouez. Labourioù eo en em emouestlet douger ar raktres da ober « d’an diwezhatañ a-raok fin ar bloavezh 2022. »

Nac’hañ demokratelezh an endro

Daoust d’an droidell disheñvel-se emañ ali a-du Jacques Soubigou o labourat an dachenn da gantreoliekaat ar raktres.

A-raok degouezhout war burev prefed Penn-Ar-Bed e vo kinniget an doser d’ar Yaou 2 a viz Gouere gant un aozadur ha n’eo ket gwall anavezet : ar c’hCoderst (Komite departamant an endro hag ar riskloù naetadurezh ha teknologiezh). Eno ‘z eus 26 ezel, en o zouez seizh dileuriad eus servijoù ar Stad, tri dileuriad an hentadoù (kavout a reer da skouer Dominique Ciccone, penn rener ar gourembregerezh c’hounezvouederezh Eureden), pemp dilennad, ha teir c’hevredigezh nemetken.

E-touez an dilennidi en deus gallet Splann ! ober renabl eus un hanter a dud o labourat evit an takad gounez-c’hreantel. Gilles Mounier, bez-prezidant Kuzul-meur Penn-Ar-Bed, a oa sterniad en Evel Up (kuitaet en deus ar post nevez ’zo), ar gevelouri ‘ez eo Philippe Bizien ar prezidant anezhi. E zisklêriadenn d’an HATVP a ro deomp da c’houzout e-mesk traoù-all, emañ e wreg o labourat eno, en karg eus ar c’hehentiñ43. E eilerc’hier ‘zo maer Landunvez e unan, Christophe Colin, sterniad eñ ivez ar gounezvouederezh44 e ti Tromelin nutrition. Da glozañ ez eus Marie-Christine Lainez, kuzulierez-meur ha merourez korvoerezh-moc’h e parrez Plourin, a-stok da Landunvez.

Gant ur c’hasting a seurt-se e chom nebeut a zouetañs war disoc’h votadeg ar c’hCoderst da raktres astenn Avel Vor, pehini a voulc’ho an hent da gaout an aotre digant ar prefed. Kammed diwezhañ da echuiñ lakaat war wel eo dic’hallus an enep-galloudoù aotreet hag an demokratelezh lec’hel evit an endro en doser-mañ. Kondamniñ a ra ar justis, an enklask foran a zo o livañ gevier, met ar prefeti a c’hell kantreoliekaat an desped da bep tra…

En tu-hont da afer Landunvez ’zo, e-giz ma tiskouez hon c’hartenn etreoberiat, pell koulskoude da ober ur renabl klok. Raktresoù bras all labour-douar ha gounezvouederezh c’hoazh a dap aotreoù ret, ha se en desped d’an enklaskoù graet re vuan, d’an alioù a-enep ha da nulladurioù memes dirak al lezioù-barn.

Diouzh sell Antoine Gatet, kelenner-enklasker war gwir an endro e skol-veur Limoges ha bez-prezidant France nature environnement, ma ‘z eus bet tu nullañ raktresoù bevlazh pe hinlazh n’eo nemet, e skeud amougoù savet gant kevredigezhioù, pa vez keodedourien o stourm, o sinañ sinadegoù, oc’h aozañ emvodoù foran pe c’hoazh oc’h herzel al labourioù da gregiñ. 

« Ar rekourioù dirak ar justis a vez pouezus rak e reizhwiriont ar stourm eus tu al lezenn, eme ar skol-veuriad, met ar stourm a vez mestr emezañ c’hoazh en ur bouezañ. Ne vez ket graet ar raktresoù pa n’a ket an tiez-bank da heul douger ar raktres. An dra-se a erru pa vez gorrekaet al labourioù, ha pa c’hell chom hep lakaat en pleustr ar plan korvoerezh en atant evel ma ‘oa dleet. Dav kroaziañ ar stourmoù. Ar stourm dirak ar justis ne vez klok nemet pa vez un emouestl lec’hel gant ar boblañs,  hag an dud da lâret “ n’en em lezimp ket da ober.” ».

Inès Léraud ha Kristen Falc’hon

Titouroù da gas deomp ? Skrivit da splann@riseup.net hag e vo displeget deoc’h penaos ober evit kas teulioù e surentez deomp.


En em gavet oc’h e traoñ ar pennad ?
Splann ! a zo dizalc’h eus bruderezh ha tud pinvidik-mor. Produiñ keleier kreñv hag a cheñcho an traoù e Breizh hag e lec’h all eo hon fal, hep na vo tuet hol labour gant galloudoù politikel pe kenwerzhel.

Krediñ a reomp eo dav d’an holl kaout enklaskoù don, kreñv ha resis-kenañ evit bezañ titouret-mat. Kement all a ro benvegoù evit kompren ar pezh a c’hoarvez er bed en un doare sokial, ekologel ha demokratel. Digoust eo hor pennadoù war hol lec’hienn ha re ar mediaoù a genlabour ganeomp.

Skoazellit ac’hanomp ma c’hallit, ur wech pe bep miz. Ha dreist-holl komzit eus Splann! en-dro deoc’h. Mersi bras !
https://splann.org/br/degemer/#helloasso


Notennoù ar skridaozer.ez :

1. Teul “Avis délibéré de la Mission régionale d’autorité environnementale de Bretagne sur la régularisation de l’extension d’un élevage porcin à Landunvez” (pajenn 3)

2. Teul “Note de présentation non technique” (pajenn 4)

3. Marilh an dilaoskadennoù saotrus

4. Pennad Ouest-France : “Comité régional porcin : Philippe Bizien, nouveau président”

5. Pennad Réussir.fr : “Philippe Bizien”

6. Danevell obererezh an UGPVB

7. Teul “Avis de l’autorité environnementale”

8. Teul “Diversité des productions porcines en France” (pajenn 4)

9. Kelaouenn Agreste diwar-benn ar sevel-moc’h

10. Teul “Profil de vulnérabilité – Plage du Château”

11. Teul “Profil de la baignade – Plage de Gwisselier”

12. Teul “Profil de la baignade – Plage de Penfoul”

13. Kalite an dour evit kouronkañ war draezhenn ar C’hastell

14. Panell “Difennet kouronkañ” war draezhenn Gwisselier

15. Panell “Difennet kouronkañ” war draezhenn Penfoul

16 Kalite an dour evit kouronkañ war draezhenn Penfoul

17. Pe c’hoazh « ar sevel loened intañsif »

18. Pennad Avel Vor “Philippe Beizen relève le défi”

19. Teul “Avis de l’autorité environnementale relatif au projet d’extension de l’élevage porcin par Avel Vor” (pajenn 6)

20. Danevell an enklask foran

21. Pennad Ouest-France : “Il n’est pas normal de mourir sur son lieu de travail”

22. Rekour dirak al lezenn

23. Teul “AAEPI et Eaux et Rivières contre Avel Vor”

24. Teul “Avel Vor contre AAEPI et autres”

25. Pennad Ouest-France : “Le Stade brestois englué à Plougastel”

26. Pennad Mediapart : “Centrale à gaz en Bretagne : l’enquête publique ignore les critiques”

27. Teul “Avis sur la demande de restructuration des activités porcines et laitières de l’exploitation agricole GAEC de Kerascot”

28. Danevell an enklask foran (pajenn 25)

29. Avel Vor : klozadur ha kemenn ar c’homiser-enklasker (pajenn 9)

30. Tennet eo bet an aliañ eus lec’hienn ar prefeti ur wech klozet an enklask foran. Un dilennadez he deus treuzkaset deomp hec’h arguzennerezh. Eben hon eus eilet ha peget an destenn. Atersadennoù enrollet dre bellgomz.

31. Avel Vor : klozadur ha kemenn ar c’homiser-enklasker (pajenn 13)

32. A denn d’an agro-industriezh

33. Teul “Bilan des connaissances scientifiques sur les causes de prolifération de microalgues vertes”

34. GAEC Kerascot : klozadur ha kemenn ar c’homiser-enklasker (pajenn 10)

35. Teul “Avis délibéré de la Mission régionale d’autorité environnementale de Bretagne sur la régularisation de l’extension d’un élevage porcin à Landunvez” (pajenn 10)

36. Mellad R122-5

37. Teul “L’ammoniac d’origine agricole : impacts sur la santé humaine et animale et sur le milieu naturel”

38. Teul “Impacts de l’exposition chronique aux particules fines sur la mortalité en France continentale et analyse des gains en santé de plusieurs scénarios de réduction de la pollution atmosphérique” (pajenn 18)

39. Jedad graet adalek roadennoù Géorisques ar c’hrevier moc’h renablet war kumunioù Plourin, Landunvez, Porspoder ha Gwitalmeze

40. Teul “Spécialisation territoriale et concentration des productions animales européennes: état des lieux et facteurs explicatifs”

41. Avel Vor : klozadur ha kemenn ar c’homiser-enklasker (pajenn 21)

42. Pennad Splann : “E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz”

43. Teul “Déclaration d’intérêts modificative : Gilles Mounier”

44. A denn d’an agro-boued


Boest du : hizivadennoù ha resisadurioù diwar-benn an enklask

E-pad hon enklask omp bet e darempred gant an holl dud pennañ en afer-se. Daoust d’ur bern posteloù ha pellgomzadennoù, nac’het ez eus bet respont d’hor c’houlennoù gant : ar c’homiser-enklasker Jacques Soubigou, an aotrou maer Christophe Colin, ha gant prefeti Penn-ar-Bed. Diouzh ar pezh a gomprenomp, gant lod anezhe e vez dibabet ar mediaoù zo tu kaozeal ganto, pe e tibabont chom mut, daoust d’ar gwir da c’houzout a zo a-bouez-penn en un demokratelezh.

Pellgargit aze hor goulennoù bet kaset dezhe :

Goulennoù da Philippe Bizien, perent SARL Avel vor

Goulennoù da Jacques Soubigou, komiser-enklasker e karg an enklask foran war ar reiñ aotre da savenn Avel vor

Goulennoù da Christophe Colin, maer Landunvez

Goulennoù da brefeti Penn-Ar-Bed

Alioù dilennidi lemmet kuit

Armelle Jaouen, kuzulierez e tolpad kêrioù Bro an Hirwazh (a-enep ar raktres), ha Pascale André, maerez Lañriware (a-du), o doa roet un ali e-pad an enklask publik , o pouezañ war ar fed int dilennidi. Koulskoude, gant Jacques Soubigou eo bet skrivet e disoc’h an enklask foran n’eus bet kemeret perzh gant « dilennad pe strollad politikel ebet ».

« Souezhet-tre ha fuloret on bet pa’m eus merzet ’n oa lâret ne viche ket bet a alioù roet gant dilennidi », eme Armelle Jaouen. Ganti e oa bet skrivet un ali arguzennet mat a 10 a bajennad. Aterset gant Splann ! he deus disklêriet maerez Lañriware ne ouie ket. Besprezidantez an tolpad e-karg an ekonomiezh eo-hi, hag emañ o vont « da sevel goulennoù, da glask kompren perak ez eus bet lemmet kement all ».

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like