Niver ar vrezhonegerien : stabil or not stabil ?

Embannet en deus Kuzul-rannvro Breizh disoc’h an enklask sokioyezhoniel nevez kaset da benn diwar-benn implij ha live anaoudegezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg gant ar Vretoned. Ouzhpenn 200 000 a vrezhonegerien en tu all da 15 vloaz zo bet kavet, ar pezh a dalvezje e vije chomet stabil o niver abaoe 10 vloaz. Ur stabilder touellus ?

Kontroll d’ar broioù all, n’eus ket e Frañs goulennoù diwar-benn ar yezhoù komzet gant an dud en niveradegoù poblañs. Gant se, a-viskoazh eo bet start heuliañ emdroadur poblañs ar vrezhonegerien ha ranket ez eus bet atav en em ziazezañ war sontadegoù pizh pe bishoc’h evit gwelet un tammig sklaeroc’h. An hini diwezhañ a oa bet kaset da benn e 2007 gant Fañch Broudig. An diouer a roadennoù fizius ha pizh diwar-benn ar yezherien zo ur skoilh bras evit diazezañ ur politikerezh yezh publik efedus.

Un enklask talvoudus

En holl vroioù all eo diazezet ha priziet talvoudegezh ar politikerezhioù yezh publik diouzh emdroadur an niver a yezherien. Un dra vat, ha pouezus, eo bet neuze gwelet Rannvro Breizh oc’h urzhiañ evit ar wech kentañ un enklask sokioyezhoniel ofisiel a-benn ar fin digant ur stal a-vicher (TMO Régions – un aozadur sontadegoù).

Ar Rannvro diwezhañ eo bet oc’h ober kement-se e Frañs koulskoude. Bez’ hon eus bremañ ur skeudenn resis eus ar pezh a soñj ar Vretoned diwar-benn ar yezh, gouzout a reomp gwelloc’h pet brezhoneger zo ha pegen alies e ra an dud gant o yezh. Kalz a roadennoù talvoudus bras zo bet dastumet evel-se hag, hep mar ebet, e vo tu da dennañ korvo anezho e-pad pell en amzer-da-zont.

Enklask Broudig 2007

Sontadeg diwezhañ Fañch Broudig en doa embannet ur sifr a 194 500 a vrezhonegerien en tu all da 15 vloaz e 2007. O kemer e kont oad ar yezherien, e-tro 63 a oad keitat d’ar mare-se, hag an niver a vrezhonegerien nevez stummet bep bloaz dre ar skolioù divyezhek hag ar stummadurioù d’an dud deuet e vrasjede Ofis publik ar brezhoneg (OPAB) e-tro 170 000 yezher bennak e 2018.

207 000 yezher

Ur souezh bras eo bet eta evit an holl ar sifr a 207 000 yezher embannet gant an enklask nevez. Evit gwir, e-lec’h digreskiñ evel gortozet e seblant an niver a yezherien bezañ stabilaet bremañ pe, zoken, bezañ kresket abaoe 2007. Biskoazh kemend-all ! Hag un harz a vije bet lakaet a-benn ar fin da ziskar ar yezh ? Hag oc’h adsevel e gein e vije bremañ ar brezhoneg goude bloavezhioù a stourmoù hag a gelenn divyezhek ? Sur a-walc’h e vije meur a emsaver·ez laouen gant seurt keloù, ha marteze a-walc’h ivez ne vije ket displijet ar bed politikel da embann ez a gwelloc’h an traoù a-drugarez d’ar pezh zo bet graet betek-henn.

Ur stabilder touellus

Lavaromp diouzhtu an traoù krenn-ha-krak evel m’emaint koulskoude : n’eo ket posupl e vije bet chomet stabil, ha nebeutoc’h c’hoazh kresket, an niver a vrezhonegerien etre 2007 ha 2018. Gouzout a reomp e stummer well wazh e-tro 1000 brezhoneger nevez bep bloaz etre ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn d’an dud deuet. Gouzout a reomp ivez ez eo ar vrezhonegerien kentoc’h tud war an oad, 63 bloaz ent keitat e 2007 ha 70 vloaz bremañ. 11 vloaz war-lerc’h enklask 2007, koshaet eo c’hoazh ar vrezhonegerien.

Gouzout a reomp neuze e kollomp etre 4 ha 5000 yezher bep bloaz dre ur marv naturel. Anat eo neuze pa goller 5 den ha pa ne c’hounezer nemet 1 ne c’hall ket an niver hollek kreskiñ. N’eus nemet un doare evit ma c’hallfe an niver a vrezhonegerien bezañ bet kresket dre guzh neuze : ma vije bet treuzkaset o yezh gant an holl vrezhonegerien yaouank nevez ha ma vije bet kalz uheloc’h feur genel ar vrezhonegerien emskiantek eget hini peurrest ar boblañs.

Ret e vije ivez d’ar vugale vrezhonek-se bezañ chomet er-maez eus rouedad ar skolioù brezhonek, kuit da vezañ renablet e sifroù ar c’helenn divyezhek. Evel-just, an dra-se n’eo ket gwall sirius ha forzh penaos ne vije ket a-walc’h a dud evit kaout ul levezon war ar stadegoù hollek (izel-meurbet eo an dregantad a vrezhonegerien bremañ e-touez an dud en oad da gaout bugale).

Re izel e oa sifr 2007 ?

Pa seller a-dostoc’h ouzh ar sifroù embannet e 2007 gant Fañch Broudig e verzer e oa bet stadet un digresk bras war an niver a vrezhonegerien, tremenet e oad eus 246 000 a dud e 1997 da 194 500 hepken e 2007, da lavaret eo e oa bet kollet ouzhpenn 20 % eus ar yezherien e-korf 10 vloaz nemetken. Gant seurt tuadur, diaes e vije soñjal neuze en ur stabiladur  burzhudus e-doug an 10 vloaz war-lerc’h.

Da zisplegañ an diforc’h amdroadur etre 2007 ha 2018 ez eus bet embannet e c’hallje bezañ bremañ tud muioc’h digemplezh a embannfe aesoc’h gouzout brezhoneg pa oant techet d’en guzhat gwechall. Un tammig poan am eus o tegemer an displegadenn-mañ, n’eo ket d’an oad a 70 vloaz e vezer tuet da cheñch soñj peurliesañ. Forzh penaos, evit ar mare n’eo ket diazezet an displegadenn-mañ war fed objektivel ebet.

An displegadenn eeunañ a c’haller degas neuze eo e oa bet ispriziet an niver a vrezhonegerien e 2007 (ne oa ket bet aterset kement a dud), ne oa ket ken trumm an diskar yezh ha ma oa bet stadet. Neuze, ma soñjer e oa uheloc’h an niver a vrezhonegerien eget ar pezh a oa bet embannet e 2007 e c’hallfe displegañ sifr an 207 000 brezhoneger kavet e 2018.

En hor sav war vord an islonk

Daoust pe zaoust, uhelik e chom c’hoazh an niver a yezherien, ouzhpenn 200 000 hep kontañ ar vugale zo bremañ er skolioù. An dra-se ne bado ket avat, o tigreskiñ fonnus emañ atav an niver a dud a oar brezhoneg. 70 vloaz eo bremañ ar brezhoneger, pe ar vrezhonegerez, etre. Anat eo emaomp o vont da goll ar pep brasañ eus ar yezherien buan-tre en 10 vloaz da zont. Emañ en em gavet rummad ar vrezhonegerien a-vihanik e penn e erv, war vord an islonk emañ ar yezh da vat. A-raok pell e vo daouhanteret an niver a dud a oar brezhoneg, ne c’hall ket bezañ mod all, hag un tamm mat a farsite eo lakaat krediñ ar c’hontrol.

Ar re gozh ne badint ket atav ha n’int ket bet erlec’hiet a-walc’h gant tud yaouankoc’h a-hed an 30 vloaz paseet evit gallout kaout spi da eilpennañ an traoù. Pell-pell emañ an niver a yezherien da vezañ stabilaet, n’eo ket echu diskenn d’an traoñ. Ne eilpenner ket emdroadurioù sokiologel ken don hag an ober gant ur yezh e-korf un nebeud bloavezhioù. Al labour evit lakaat ar yezh da adsevel e gein zo da vezañ sellet outañ war 30 pe 40 vloaz. N’eo nemet 30 vloaz goude bezañ diazezet ar skolioù divyezhek kentañ ma kroger da santout un tamm kreskiñ e dregantad ar re yaouank a oar ar yezh.

Stummañ brezhonegerien nevez, an hent nemetañ

Evit stabilaat an niver a vrezhonegerien e vo ret stummañ muioc’h a dud deuet, kalz-kalz muioc’h a dud deuet, ha digeriñ ivez kalz muioc’h a skolioù divyezhek bep bloaz, da vat kalz muioc’h ha n’eo ket 4 pe 5 ouzhpenn. War an daou dra-mañ e c’hall Kuzul-rannvro Breizh kaout ul levezon vras war-eeun pe en un doare dieeun, ma kar. War-eeun peogwir emañ karget ar rannvro eus stummadur an oadourien ha neuze e c’hall divizout stummañ muioc’h a Vretoned war o yezh, un diviz politikel eo.

Met en un doare ameeun ivez pa gevrata ar Rannvro gant ar Stad evit diorroidigezh ar c’helenn divyezhek. Warlene ne oa bet digoret nemet 50 % eus ar skolioù publik a oa bet programmet digeriñ ; e miz Gwengolo e oa bet sevenet 40 % eus ar programm hepken. 20 000 bugel divyezhek a oa bet lakaet da bal en akademiezh Roazhon a-benn 2010. 17 000 zo 8 vloaz war-lerc’h. Perak kement a zale e sevenidigezh ar pezh a oa bet gouestlet ober ? Aze eo e rankomp pouezañ mar fell deomp adsevel hor c’hein ha kregiñ a ra gant goulenn fraeshoc’h ma vo sevenet da vat ar pezh zo bet emglevet.


Skeudennn : Tolpadeg tud e skol-veur Roazhon 2 ©Wikimedia Commons

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù