Synutra, arouez etrebroadeladur ar produiñ boued

Tri bloaz zo e oa en em staliet labouradeg treuzfurmiñ agrobouedel Synutra e Karaez. Divent eo, savet evit ezporzhiañ laezh Breizh en tu all d’ar bed. Diskouez a ra ar raktres-mañ eo diaes d’ar sistem labour-douar modern chom a-sav hag en em dreuzfurmiñ en ur sistem padusoc’h evit ar blanedenn. Er c’hontrol, muioc’h-mui e vez sachet-desachet gant bedeladur an ekonomiezh.

Postadur arc’hant Synutra e Karaez a zo meur a abeg dezhañ. Abegoù lec’hel hag, evel-just, abegoù etrebroadel. Evit kompren orin ar raktres eo ret teurel ur sell war-zu broioù ar sav-heol. Diorroadur fonnus an iskevandir sachet gant Sina en deus kornokaet boazioù bevañ an annezidi. En o zouez ar boazioù emvagañ. N’eus nemet e ranndirioù desevel loened evel Mongolia e vez, en un doare hengounel, evet laezh ingal gant an dud. En takadoù all, n’eo diazezet na magadur an dud c’hour, nag hini ar vugale war al laezh.

En Azia eo bet kroget an dud da evañ laezh da vat nemet tregont vloaz zo, ha respontet eo bet buan gant ar marc’had sinaat da c’hoantoù ar boblañs. Siwazh, al laezh gwerzhet da Sinaiz a oa karget a velamin, ur volekulenn a laka da grediñ ez eus muioc’h a broteinoù ennañ eget na’z eus e gwirionez. Dañjerus-tre eo al laezh karget e melamin evit ar vugale, deuet eo splann war wel gant skandal 2008, kaset gant gouarnamant Zeland-Nevez war al laezh sinaat.

Miliadoù a vugale a zo klañvaet e Sina, 6 anezhe a zo marvet. Ar reuz deuet gant an istor-se en deus torret da vat fiziañs Sinaiz er produadur laezh broadel. Koulskoude o deus kendalc’het boazioù magadur Sinaiz da vont war-zu hor re-ni en Europa. Diwar neuze ez eus bet klasket lec’hioù dre ar bed gant Sinaiz. Lec’hioù da staliañ produadur laezh bugale evit Sina. Setu penaos eo deuet Breizh war wel.

Perak dont da Garaez ?

Evit meur a abeg eo eo bet kavet dedennus-bras Karaez gant an industriezh laezh sinaat. Da gentañ-penn ez eus un hengoun ezporzhiañ laezh e Frañs : 42% eus ar pezh a vez produet a zo ezporzhiet er bed a-bezh,  Sina o vezañ an eil bro enporzhier. Da-heul, e-keñver broioù evel Zeland-Nevez, eo kentoc’h stabil ha diwallet mat marc’had Frañs. Ouzhpenn da se, tra ma chom bro-C’hall brudet evel bro ar c’hastronomiezh, ez eus fiziañs e Sinaiz gant ar “made in France”. A-benn ar fin eo diskennet kalz an diforc’h priz produiñ etre Frañs ha Zeland-Nevez e-kerzh ar bloavezhioù tremenet.

Diouzh an tu all, e Breizh, dre efed politikerezhioù publik ar reveulzi c’hlas (bloavezhioù 80) eo en em ziorroet ul labour-douar arbennikaet hag industrielekaet. Kreñvaet eo bet an ispisializadur hag an industrielekadur gant digoradur ar marc’hadoù Stad ha kevandirel. Bremañ en em gav labourerien-douar Breizh arbennikaet gant ostilhoù prennet war dle. Kevezerezh a zo etreze ha produerien ar bed-holl ; ar pezh n’eus ket miret outo a zesachañ un embregerezh o tont eus penn all ar bed.

Diorren padus al labour-douar o vont war-gil

Dibab Synutra d’en em staliañ e Karaez a zo bet resevet en un doare pozitivel-tre gant ar pep brasañ eus politikourien ar vro evel maer Karaez, Christian Troadeg, a zo bet enbarzhiet a-hed ar raktres, betek digoradur an uzin e 2016. Evel-just, postadur arc’hant un embregerezh etrebroadel e Karaez a dalveze postoù-labour padus evit tud ar vro (hag a c’houzañv un dilabour kreñvoc’h eget keidenn Breizh). Talvezout a rae ivez lakaat un harz da enkadenn ekonomikel ar vro diazezet war al labour-douar.

Hiziv an deiz, war an dachenn sokial paneveken, n’eo ket pozitivel ar bilañs. Hervez un enklask bet kaset da benn gant ar gelaouenn Charlie Hebdo d’an 20 a viz Gouere 2018 niv. 1352 e vefe bet kuitaet an embregerezh en arbenn da gudennoù labour gant un drederenn eus an 300 goprad kentañ abalamour d’an aergelc’h, d’an doreoù merañ pe c’hoazh abalamour da gudennoù yec’hed.

Klemm a glever e-mesk ar broduerien ivez. E-tro fin an hañv int bet kelaouet dre ar mediaoù boutin e oa o c’hoperativ (Sodiaal) prest da brenañ ul lodenn eus an uzin. Gwelloc’h c’hoazh, desket o deus evel-se e oa diaezamantoù ekonomikel gant Synutra. Evit doare n’eo ket bet gouest an embregerezh da baeañ al laezh d’ar c’hoperativ. Ha pa ne vefe ket bet kadarnaet netra gant rener Sodiaal e vez komzet eus un dle bras a 30 milion a euroioù hervez un pennad eus ar 14 a viz Gwengolo war agrobioscience.

Ouzhpenn d’ar c’hudennoù ekonomikel lakaet war wel e-pad an hañv, istor Sodiaal ha Synutra e Karaez a ya a-enep da c’hoant ar geodedourien da ziorren ur sistem bouedel lec’hel ha padus. En hevelep doare, ne glot ket gant an divizoù publik bet nevez zo e-keñver ar cheñchamantoù ekologel gortozet, a zo sañset kemer ar sistem bouedel e kont ivez. E-kerzh an enklask Stad war ar magadur bet kaset bloaz zo gant ar gouarnamant e oa bet disklêriet sklaer ar c’hoant da ziorren politikerezhioù boued doujus d’ar yec’hed ha d’an endro. Diouzh an tu all eo ken sklaer all ivez ar c’hoant da ziorren kevezuster en etrebroadel gant filierenn al laezh, evel ma c’heller lenn er steuñv kinniget ganto e miz Kerzu 2017.

Hag-eñ e c’hell kenvevañ an div youl mañ ? E pelec’h e kaver ar poell ? A-benn a fin, Synutra e Karaez, a ziskouez bezañ arouez hor sistem labour-douar-magadur, etrebroadelaet ha distag diouzh goulennoù ar geodedourien hag distag a-wechoù ivez diouzh al labourerien-douar o-unan. Maget eo an istor-se gant mojenn an ekonomiezh vodern : an diskoulmoù ekonomikel a gaver un ur zigeriñ ar marc’had d’ar bed ha n’eus lezenn Stad ebet gouest da vont a-enep. Frankiz an aktourien ekonomikel d’en em staliañ gant postadurioù arc’hant bras-meurbet, a bak en o raktres ur vro a-bezh, ne seblant ket gallout bezañ harzet, pe da nebeutañ ne hañval ket bezañ adlakaet e kaoz gant galloud publik ebet.

 

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù