Redadeg 2021 : Ewen Raballand, ar Redadeg e Bro-Naoned

Ur paotr yaouank 33 bloaz eo Ewen Raballand, genidik eus Bro-Naoned. Pennraktres e ti « Etamine » eo, un embregerezh a labour war perzhioù energetek ar savadurioù. E 2019 eo deuet da vezañ ezel eus Kuzul-Merañ ha Burev ar Redadeg. Komzet hon eus gantañ evit gouzout hiroc’h diwar e benn hag an aozadur e Bro Naoned !

Ewen Raballand, ezel eus burev ar Redadeg ha skipailh lec’hel Naoned

Kont deomp ‘ta penaos az peus desket brezhoneg ha peseurt studioù az peus graet a-raok mont war da vicher ?

Desket em eus brezhoneg er skolioù Diwan, adalek ar skol-vamm betek al Lise : skol e Naoned, skolaj e Plañvour ha Gwened hag al Lise e Karaez. Goude-se on bet o studiañ ar skiantoù gant ur « Prepa » matematikoù e Gwened evit gellet mont en ur skol ijinourezh. Dedennet on bet abred a-walc’h gant ar sevel savadurioù, ha dre ma n’em boa ket c’hoant da labourat e bed an ijinerezh em eus graet stajoù war ar sevel tiez e koad, gant plouz hag all, ha chanterioù-hañv a-youl vat. Heuliet em eus ur stummadur en ur skol ijinourezh war ar sevel savadurioù e Sant-Nazer ha bet on e-pad 6 miz e Cottbus (e reter pellañ Alamagn, nepell eus Polonia) evit bezañ  stummet muioc’h war an energiezh ha dreist-holl war an doareoù da espern energiezh er savadurioù. Dedennus-tre em eus kavet an dachenn-se, hag en ur zistreiñ da Vreizh on chomet a-sav e Lyon d’ober ur staj en un embregerezh anvet « Etamine » (ur c’hevredad kevelouri eo, SCOP). A-benn ar fin on chomet da labourat du-hont e-pad 7 bloaz. Un ajañs zo bet digoret e Naoned setu on distroet d’ar vro.

Perak ha penaos out deuet da vezañ a-youl vat evit ar Redadeg ?

Kroget em eus da vezañ a-youl vat evit ar Redadeg pa‘z on distroet da Naoned e 2017. Kemeret em boa perzh e aozadur ar Redadeg e 2018 hag abaoe an hañv 2019 on ezel eus ar c’huzul-merañ hag eus Burev ar Redadeg. E- karg eus aozadur ar Redadeg e Liger-Atlantel on ivez.

Petra a blij dit en darvoud-se ?

Plijout a ra din kalz an darvoud-mañ. Abaoe pell e anavezan ar Redadeg rak kemeret em eus perzh enni abaoe ar penn kentañ. Pa oan e Lyon e oan pellaet eus bed ar brezhoneg, ne oa ket tu din implijout ar yezh re ha sevenadur Breizh a oa pell diouzhin. Koulskoude e klasken atav distreiñ da Vreizh da vare ar Redadeg ken fromus, bev, leun a startijenn e kaven an darvoud-mañ. A-bouez bras oa din distreiñ d’ar mare-se bewech.

Daoust-ha sportour out ? Plijout a ra dit redek ?

Ya, plijout a ra din redek ! Redek zo ur sport efedus, dindan berr amzer e c’heller bezañ skuizh-mat. Klask a ran redek alies, graet em eus zoken un hanter varathon un nebeud bloavezhioù zo met ne vefen ket gouest d’en adober er mare-mañ, nemet o pleustriñ marteze ! Ne gavan ket-se dedennus-tre met efedus eo ha plijout a ra din memes tra.

Ar brezhoneg hag ar Redadeg el Liger-Atlantel : peseurt diforc’h zo gant lec’hioù all ? Penaos e tremen an aozadur gant an dud a-youl vat ha peseurt darempredoù zo gant ar skipailhoù lec’hel all ?

Ar pezh a zo disheñvel el Liger-Atlantel eo ar fed e vefe kêrioù bras, Naoned ha Sant-Nazer, hag etre ar c’hêrioù-se ez eus « toulloù » m’eo diaes-tre gwerzhañ kilometradoù ha kavout tud d’ober war-dro. Kavet e vez memes tra, dre chañs ! Digredus a-walc’h eo ar pezh a c’hell ober an dud amañ er vro met gwir eo n’eo ket ar memes endro hag e Penn-ar-Bed, er Mor-Bihan pe en Aodoù-an-Arvor dreist-holl.

Diaesterioù a zo, gwir eo, met dont a reomp a-benn ha gwelloc’h-gwellañ zoken. Ar skipailhoù lec’hel a-youl vat a zo brasoc’h-brasañ.

Diaesoc’h eo deomp ivez kemer perzh en emvodoù-kreiz dre ma vezont pell alies (Karaez, Gwengamp, an Henbont…). Deuet omp a-benn da aozañ un nebeud re e Sant-Ervlan met gwir eo e c’hell bezañ luziet evit krouiñ liammoù gant ar skipailhoù lec’hel all. Gant ar c’hovid hon eus pleustret war an emvodoù a-bell, ha gant ar Burev e reomp e-giz-se atav bremañ.

Darempredoù mat-tre em eus bet gant ar skipailhoù lec’hel all, ur blijadur eo kejañ ganto bewech pa vez emvodoù-kreiz, ha pa ne vefe ket aes atav evit tud al Liger-Atlantel kemer perzh enno.

Bremañ emaon o vont da livañ panelloù gant ar skipailh lec’hel zo o tont du-mañ evit peurlipat an aozadur : livañ, klokaat an traoù, ha klask aozañ traoù dedennus ha fromus daoust d’ar c’heulfe !

Penaos az peus bevet ar fed e vefe nullet ar Redadeg e 2020 ha daleet e 2021 ?

Poanius eo bet evel-just, dreist-holl pa gemerer perzh en aozadur, gwelet un darvoud hon eus labouret warnañ bezañ nullet. Sevel a ra ur bern kudennoù, ha n’eo ket echu met ne oa ket tu da ober mod-all forzh penaos. Un diviz zo bet kemeret hag a glot gant an endro yec’hedel a zo tro-dro deomp. Mall zo warnon e krogfe ar Redadeg 2021 ha marteze ma echufe ivez ! Mall zo warnon aozañ ur Redadeg all hep an harzoù savet gant kleñved-red ar c’hovid, ha plijout a rafe din lezel ma flas en aozadur ar Redadeg e Liger-Atlantel, tuta unan bennak prest da gemer ar c’harg-se evit gellet kenderc’hel da labourat e Burev ar gevredigezh.

Ar pezh zo burzhudus eo e vo un darvoud brav memes tra, plijus, disheñvel-mik eus ar pezh hon eus bevet er bloavezhioù tremenet evel-just met fiziañs am eus er Redadeg evit ma vefe un darvoud plijus atav.

Tem ar bloaz 2020/21 eo « Deus ‘ta mignon »: desachañ a ri mignoned da zont ha da gemer perzh ?

Krog on d’ober, ma familh-gaer eus Lille he doa prenet kilometradoù hag a oa sañset dont e 2020, met cheñchet eo bet pep tra gant ar c’hovid. Ouzhpenn-se e vo klasket chom hep bodañ re a dud war ar memes tro neuze diaes eo lakaat e pleustr tem ar bloaz ! Met un tem efedus e oa ne vern penaos evit desachañ tud evit ar Redadegoù da zont, hini 2022 en o zouez.

Un eñvorenn az pefe da gontañ diwar-benn ur Redadeg tremenet ?

An eñvorenn wellañ a oa e 2016 pa‘m oa redet an 10 kilometrad diwezhañ evit an degouezh e Lokoal-Mendon. Soñj am eus eus an holl sonerien o seniñ a-hed an hent hag ar rederien o tremen en o c’hreiz. Aze e oa ur sapre afer, fromus-tre ha brav-kenañ e oa bet.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like