“Klub an douar santel”, ur c’hilometrad gant ur strollad mignoned leun a youl

Deus ‘ta mignon”·ez·ed eo tem ar Redadeg er bloaz-mañ. A-hed an hentad ez eus moaien da welet mignon·ez·ed o redek, plijadur e-leiz gante. E-kreiz tout an hent, da skouer. Ar c’hilometrad 1009, e Kervignag er Mor-Bihan, eo hini ar strollad “Klub an douar santel”. Ur skipailh tud yaouank hag a glask buheziñ o c’humunioù : Lokmikaelig, Porzh-Loeiz ha Rianteg. Sonadegoù hag ur festival e-kerzh an hañv, Bededaw e anv, a vez aozet gante, e-touez darvoudoù all. Benoit Allaire, unan eus ar re o deus krouet ar c’hlub, en deus respontet da zDispak a-raok redek gant e vignon·ez·ed.

Kemeret ho peus perzh er Redadeg gant “Klub an douar santel” dija ?
Ya, n’eo ket ar wech kentañ deomp. Er redadeg diwezhañ hor boa redet ur c’hilometr asambles. E Rianteg e oa.

Penaos eo deuet ar soñj deoc’h prenañ ur c’hilometr ?
Me am eus kinniget dezhe dre ma’z omp tud eus ar vro, tost ouzh ar brezhoneg. Ar re all n’ouzont ket brezhoneg, met int a oar talvoudegezh ur yezh. Lod anezhe o deus tud-kozh hag a gomz brezhoneg. Neuze n’eus ket bet kudenn ebet evit prenañ ur c’hilometr. Entanet e oant.

Gallout a rez kontañ deomp penaos eo bet krouet “Klub an douar santel” ?
D’am soñj e oa c’hwec’h bloaz ‘zo. Pa ‘oan distro eus bro Korsika em boa c’hoant en em lakaat e-barzh buhez ar barrez – Lokmikelig, Porzh-Loeiz ha Rianteg. Ha gant sikour daou zen all hon eus savet ar gevredigezh-se evit ober traoù gant tud yaouank all. Ar mennozh a oa gant Florian Kermorvant, hag a zo prezidant ar gevredigezh abaoe ar penn kentañ, Ronan Izaguirre Hentgen, n’eo ket ken ezel, ha me. Ni hon tri hon eus savet an dra-se gant ar c’hoant d’ober traoù e douar Santel dre vras.

Petra ho peus bet tro d’ober gant ho klub ?
Da gentañ, ni a gemer perzh evit sevel traoù en douar santel, atav. Neuze pa ‘vez unan hag en deus c’hoant da aozañ ur sonadeg e c’hell gervel hor strollad evit miksañ, ni a ra tekno. Ni hon eus prenet dafar evit mont da viksañ en tavarnioù. Boñ, abaoe ur bloavezh ne c’hellomp ket, met lakaomp daou vloaz ‘zo hor boa graet un dek bennak. Bez ez eus ul lodenn brezhoneg. Pa ‘vez ur gevredigezh hag a sav un dra e Lokmikealik e sikouromp. Ni hon eus savet ur seurt festival bihan e-kerzh an hañv ivez, tekno hag un tournamant paledoù, ar Bededaw e anv. Ablamour d’an onomatopeennoù hon eus lakaet an anv-se. Kemer a reomp perzh gant komite Lokmikealig e aozadur “fest ar grilhed-traezh”. Poan o doa un tammig ha ni a gave domaj ma vije nullet ar fest. Neuze kinniget hon eus dezhe e rafemp ni war-dro an dra-se. Fardañ a reomp krampouezh hag e aozomp ur sonadeg dindan ur chapito, un togenn.

Mankout a rae buhez evit ar re yaouank er c’horn-vro hervezoc’h ?
Ya, mankout a rae traoù evidomp-ni. Cheñchet eo bremañ, muioc’h muiañ a re yaouank a gemer perzh er vuhez kevredigezhel. Met c’hwec’h bloaz ‘zo ne oa ket kement se a dud. Ha lakaomp ne oa netra e-keñver ar sonerezh tekno war an tu-se. Bez ‘oa en Oriant, gant ur gevredigezh all, met ne oa ket en tu-mañ ar Blawezh. Hag e-mesk ar re yaouank a anavezan, al lodenn vrasañ anezhe ne gemerent ket perzh e buhez ar barrez. E komite ar gouelioù ne oa ket nemet tud kozh, da skouer. Kavout a rae deomp e oa un tammig domaj nompas kemer perzh en traoù-se.

Peseurt raktresoù a zo ganeoc’h er bloaz-mañ daoust d’ar reolennoù yec’hedel a zo da zoujañ ?
Just a-walc’h em eus kinniget dezhe sevel ur festival all. Ret eo deomp sellet ouzh tout ar protokol. Lod ouzh an dud a soñj dezhe eo re verr an amzer evit en em lakaat e-barzh, lod all o deus c’hoant da aozañ un dra bennak. N’ouzomp ket c’hoazh. Pezh ‘zo sur, ma ‘zo moaien d’ober traoù en tavarnioù e raimp. Met ur festival all n’eo ket sur tamm ebet.

Ho strollad n’eus netra da welet gant ar relijion. Perak an anv-mañ, “Klub an douar santel” ?
“Klub”, n’ouzon ket re perak … Sur a-walc’h e oa levezonet gant “Klub an teodoù fall” e Porzh Loeiz hag a zo ur c’hlub e-lec’h ma vez komzet brezhoneg ha tolpet brezhonegerien ar c’hornad. Hag “an douar santel” a zo ur seurt lesanv eus an takad hor c’hornad deomp-ni. Bez ez eus martezeadennoù diwar se met n’eus netra sur.  Gwechall e vefe bet ur bochad tud hag a zeue da velegiñ d’hor bro. Bez’ ez eus an hipotezenn se. Petramant e c’hellfe bezañ ablamour d’an niver a gouentoù a veze amañ. Met ret eo goût e vez graet “an douar santel” ouzh an takad se gant tud yaouank ha kozh, hep ma vefe tud santel, na relijiel.

Ne vez ket aozet sonadegoù sonerezh relijiel ganeoc’h ?!
Nann, ha ne vez ket kanet kantikoù ganeomp kennebeut !

Abaoe pegeit amzer oc’h mignoned gant ar re o deus krouet ar strollad ?
Ni a zo mignoned a-vihanik abaoe ar skol. Lod ac’hanomp a oa asambles er skol-vamm. Ha pa ‘oamp pemzekvet vloaz hor boa graet sotonioù asambles, pezh n’eo ket fall evit en em gompren ha sevel ur gevredigezh.

Lesanvioù a zo gant lod ac’hanoc’h ?
Oh ya ! Just a-walc’h, Floriant Kermorvant a vez moranvet “Kermou”. Pezh ‘zo interesant, memes e galleg, e lesanv a zo deuet da vezañ “Kermou”. Hag an dra-se a zo ur seurt levezon a vez kavet er vro gant ar brezhoneg. Un “o”, alies a-walc’h, a zeu da vezañ “ou”. Ha me ‘gav interesant an dra-se peogwir ar brezhoneg en deus levezonet ar galleg. Fin … (c’hoarzhin a ra). Bez ez eus lesanvioù all. Unan a zo lesanvet “Cheuch” hag a zo ur ger brezhoneg lâret e galleg er vro. “Cheuchiñ”. E galleg e vez laret : “ah c’lui-ci c’est un cheuch !”, evit un den hag a sach war ar boeson. Ha reoù all a zo, evel “Kubi” da skouer.

Bez ‘zo un davarn lec’h ma ‘vez en em vodet ganeoc’h alies ?
Ni a dro alies. Met “La peau de l’ours” e Porzh Loeiz ‘zo ur seurt “QG” deomp-ni kar mamm Gaella ‘zo perc’hennez an davarn.

Peseurt sonerezh ‘vez selaouet kalz gant ar strollad ?
Un anv resis, n’ouzon ket re kar plij a ra deomp ur bochad traoù, ha traoù disheñvel. Lod a selaou tekno, lod all ragga/dub, reoù all rock/hardrock. Met pezh ‘c’hellan lâret marteze, ni a echu bepred gant ar memes sonerezh hor festival. Ur sonenn dub, bep gwech : “Dubkasm Victory”.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like