Rekipeoù Klervi : #6 krok-tilly

D’an 23 a viz Du, e oa deuet skipailh Sekred Kegin evit filmañ rekipe ar c’hrok-tilly.

Petra eo ? Penaos ober ? Displeget eo pep tra er video amañ dindan.

Aozennoù :

Evit ar yod-avaloù :

  • 9 aval
  • Kanell
  • 3 loaiad vras sukr
  • 30 gr amann

Evit ar gwispid krampouezh :

  • 125 gr krampouezh dantelezet (lakaat un tamm krampouezhenn bennak a-gostez evit ar c’hinklañ)
  • 30 gr amann

Evit ar chantilly :

  • 125 gr maskarpon
  • 25 cl dienn liñvek gant 30% danvezenn druz
  • 50 gr sukr lindr

Prientiñ :

Evit ar yod-avaloù :

Dibluskañ an avaloù ha troc’hañ anezho e diñsoù.

Lakaat an amann da deuziñ en ur baelon, hag ouzhpennañ an avaloù, ar sukr hag ar c’hanell.

Laoskel da boazhañ betek ma trofe an avaloù da yod.

Gortoz e yenafe ar yod-avaloù a-raok implijout anezhañ.

Evit ar gwispid :

En ur plad, pilat ar c’hrampouezh.

Ouzhpennañ un tamm amann teuzet.

Meskañ.

Evit fardañ chantilly :

Lakaat an dienn yen-mat, ar maskarpon hag ar sukr lindr en ur plad.

Basañ anezho gant ur baser tredan (pe gant an dorn evit ar re galonekañ) betek ma trofe d’un dienn eonennek.

/!\  Arabat basañ betek re, mod-all e troio ar chantilly da amann  /!\

Goude bezañ fardet ar yod-avaloù, ar gwispid krampouezh hag ar chantilly, kemerit ramikinoù.

Lakaat ar gwispid krampouezh da gentañ, da eil ar yod-avaloù.

Lakaat ar chantilly en ur sac’h envez, ha krogit d’ober ur c’helc’h eus an diavaez betek an diabarzh.

Hag evit echuiñ lakaat un tamm krampouezh dantelez evit kinklañ ar c’hrok-tilly.

Kalon vat deoc’h !

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù