Ur sontadeg evit dazont Breizh

Gant ar gevredigezh Dibab ez eus bet roet lañs miz zo d’ur raktres sontadeg war Vreizh a-bezh, eus Brest da Naoned. Ur c’houlzad klask arc’hant a zo aozet evit dastum 10.000 €, evit ma vo goulennataet poblañs Breizh. Ar goulennoù savet a vo diwar-benn adunanidigezh Breizh ha diwar-benn hon dazont politikel hag ensavadurel dreist-holl.

 

Abaoe miz Meurzh 2019 eo bet korbellet da vat ar spioù diwezhañ a chome goude sinadeg « ar 100.000 » aozet gant Breizh Unvan. Rak an Aotrou Grosvalet, prezidant departamant Liger-Atlantel, en deus nac’het aozañ ur votadeg en departamant ! Kaset eo bet neuze teuliad an adunaniñ da Bariz adarre…
Evit mont dreist d’ar skoilh raktreset-se e oa bet prederiet adalek fin ar bloavezh 2018 gant un toullad stourmerien ha stourmerezed. Da heul manifestadeg miz Gwengolo e Naoned ha miz Kerzu e Roazhon evit an adunaniñ hag ar gwir da zivizout e oa bet soñjet ganto paeañ ur sontadeg « wir » e Breizh a-bezh. Un doare da ginnig un hent nevez evit gallout kaout ali ar boblañs war-eeun, hep gortoz asant Pariz, a c’haller gortoz pell…

Petra eo pal ar sontadeg-mañ ?

Lod a c’hellfe soñjal ez eus bet aozet nouspet sontadeg diwar-benn « Naoned e Breizh » dija… Gwir eo. Hogen, ne vo ket tem pennañ sontadeg Dibab. Rak n’eo ket trawalc’h komz eus « adunaniñ Breizh » ma n’eo ket evit lakaat ar gaoz war an efedoù a vo war buhez pemdeziek an dud ur wech ma vefe graet, da lavaret eo cheñchamantoù ensavadurel ha politikel… Morse ne vez meneget an danvezioù-se gant ar sontadegoù all !
Ouzhpenn-se e vez paeet seurt sontadegoù gant mediaoù bras awenet-mat gant spered kreizennañ Pariz alies. Dibosubl eo neuze kaout ur sell gwirion war an adunaniñ diwar goulennoù pe dielfennadennoù savet fall. Da skouer ne c’haller ket sellet a dostoc’h an disoc’hoù, a vez aozet dre rannvro ha n’eo ket dre zepartamant. Diaes gouzout petra soñj tud Liger-Atlantel neuze, pe zoken war un dachenn na glot gant netra : « rannvro melestradurel Breizh » hepken ? « Broioù-al-Liger » ?
Ma fell deomp-ni gouzout hiroc’h diwar-benn stad an emskiant vroadel ha c’hoantoù ar Bretonezed hag ar Vretoned diwar-benn hon dazont politikel e rankomp en ober ni-hon-unan war dachenn Vreizh a-bezh. Diwar ar preder-mañ ez eus bet roet lañs gant Dibab d’ur c’houlzad arc’hantaouiñ evit dastum an 10.000 € a vank da baeañ ar 15.000 € a gousto ar sontadeg en holl.
Sevel goulennoù ouzh ar boblañs diwar-benn an danvezioù a zedenn ac’hanomp a vo un doare da levezoniñ an eskemmoù ha da vagañ ar preder politikel er mediaoù, er gevredigezh, hag all.

Penaos e vo aozet ar sontadeg ?

Gant an embregerezh TMO — a-vicher war ar sontadegoù « rannvroel » — e vo savet ur 15 goulenn bennak.
Ar goulennoù a zo bet prientet da gentañ gant izili Dibab, gant sikour ar Breizh Civic Lab, ur bodad prederiañ evit dazont Breizh. Kinniget e vo ar goulennoù en-dro da TMO da c’houde evit ma klotfent gant an normoù micherel.
Goulennataet e vo ur standilhon 1500 den dre vras war Breizh a-bezh : gant jedadennoù TMO e vo feal an disoc’hoù ouzh liesseurted Breizh hiziv an deiz evit ar pezh a sell ouzh an niver a dud e pep departamant, pe oad int, o micher, hag all.

Peseurt goulennoù a vo savet ?

N’haller ket dizoloiñ an holl goulennoù en un doare resis c’hoazh, dre ma vint kempennet a-gevret gant TMO. Met dre vras e vo lakaet ar gaoz war an temoù-se :

  • An adreizh tiriadel : daoust ha laouen eo ar boblañs eus ar pezh a zo c’hoarvezet pe get, evit ar pezh a sell eus Breizh, e 2014-2015 ?
  • An adunanidigezh (cheñchamantoù departamant / rannvro hag all) : peseurt tachenn a glot gant c'hoant an dud ?
  • Ar galloudoù a vo meret gant ar « rannvroioù » nevez : petra eo soñj poblañs Breizh diwar-benn stad an traoù hiziv an deiz ? Peseurt galloudoù evit an dazont ha penaos lakaat anezho e pleustr ?
  • Ar c’hoant a zemokratelezh e Breizh : hag e fell d’an dud reiñ o ali war dazont Breizh en ur votiñ ?

Pelec’h ha pegoulz e vo tu kaout an disoc’hoù ?

Un emglev a zo bet savet gant Dibab, Breizh Civic Lab, Kazetenn Breizh ha Radio Naoned evit gallout displegañ disoc’hoù ar sontadeg er mediaoù-se da gentañ-penn, e miz Mezheven 2019.
Danvez a vo da studiañ ha dav e vo lakaat an disoc’hoù da vezañ embannet un tammig e pep lec’h evit magañ hor preder da c’houde.

Penaos e c’heller sikour ar sontadeg ?

War lec’hienn www.kengo.bzh ez eus bet savet ur raktres arc’hantaouiñ a-stroll (crowdfunding) gant ar gevredigezh Dibab. Gallout a reer ober ur roadenn en-linenn war-eeun :

Gallout a reer sikour ar raktres en ur gas ur chekenn d’ar chomlec’h-mañ :

DIBAB NAONED
BP 38611
44186 Naoned / Nantes Cedex 4

Ur bazenn nevez eo hini sontadeg Dibab, e pep keñver. Ouzhpenn 200 den o deus sikouret evit an arc’hantaouiñ dija ! A-bouez eo kemer perzh — pep hini diouzh ma c’hall — rak respontoù ar sontadeg a servijo d’an holl da labourat en dazont evit sevel ur strategiezh a gaso hor stourm war-raok e Breizh, eus Brest da Naoned.

Peadra da lakaat mennozh ur referendom da zont war-wel e Breizh en dazont ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù