Skol ar Republik, orin kudennoù an Amerindianed

Bugale ar skol Taluen, e Bro Wiana, war vord ar stêr Maroni.

E Gwiana « C’hall », en em zistrujañ a ra ur bern Amerindianed. Skol ar Republik n’eo ket digablus eus ar gudenn identelezh a rog anezho. 

« Hon tud a lâre deomp : “kit d’ar skol, evit dont a-benn er vuhez, kuit da vezañ eveldomp-ni, sellit ’ta na poan hon eus”». Pauline Mataliuku Aloïke zo 21 bloaz. Wayana eo honnezh, unan eus pobloù genidik Gwiana C’hall zo anezhi an drevadenn ziwezhañ a chom en Amerika ar c’hreisteiz. E-kreiz Amazonia emañ o chom ar re Wayana, Teko, ha Wayãpi. War an aodoù emañ ar re Arawak, Palikur ha Kali’na. C’hwec’h pobl a orin eus Gwiana, hag a vodfe bremañ tro-dro da 10 000 a dud… diwar an 300 000 a dud a vev e Gwiana Gall. Ken nebeut int ken e vezont alies mat disoñjet en dibaboù politikel rannvroel, ha muioc’h c’hoazh gant ar Stad-C’hall.

E koadeg Amazonia emaomp, met ar memes programoù ha re Bro-C’hall a vez kelennet d’ar vugale amerindian. Skol ar Republik n’eo ket evit reiñ plas d’o sevenadurioù ha d’o yezhoù.

“Ar galleg eo yezh ar skol”

Memes skol, memes yezh, memes bro ha memes sevenadur evit an holl : ar gouarnamant gall en deus ur c’hoant “unvaniñ” evel ma vez gwelet splann dre god an deskadurezh : “Estreget treuzkas barregezhioù, pal ar skol eo lakaat an holl da garout talvoudoù ar Republik. Treuzkas anezhe a zo un oberenn enframmañ republikan” a vez lennet ennañ. Hag ar yezh eo e ostilh kentañ “Ar galleg eo yezh ar skol“, a adlavar dimp rektor akademiezh Gwiana Alain Ayong Le Kama. Dezhañ da ouzhpennañ : “A-hed ar Maroni [stêr e kornog Gwiana c’hall] n’eus ket a yezhoù frammet-mat, n’int ket yezhoù bev evel ma vez lavaret.

N’eus ket a yezhoù frammet-mat, n’int ket yezhoù bev evel ma vez lavaret” – rektor akademiezh Gwiana

Hervezañ ne servij ar yezhoù minorelaet nemet da harpañ deskiñ ar programmoù ofisiel. Da lavaret eo, gallout a reer implijout yezhoù ar vro gant ma vint talvoudus evit kelenn… ar galleg.  Gant ar spered-mañ eo bet krouet ar postoù “Intervenants en langue maternelle (ILM)” : tud a zeu er c’hlasad, un nebeud eurvezhioù bep sizhun da gelenn e yezh-vamm ar vugale. Setu ar plas nemeti a vez roet d’hor yezhoù er skol.

Gwashoc’h ar jeu eget gant ar brezhoneg

Evel yezhoù all e Bro Frañs, n’eus statud ofisiel ebet gant ar yezhoù amerindian. Gwashoc’h c’hoazh an traoù ganto eget gant ar brezhoneg : n’int ket anavezet evel “yezhoù rannvroel eus bro-C’hall”. Ar pezh a dalvez e vefe er-maez-lezenn kelenn ar yezhoù-se er skol. “N’eus ster ebet“, eme Jean-Paul Ferreira, maer Awala-Yalimapo.

Er gumun-mañ emañ Amerindianed kali’na o chom dreist-holl. Enni e vez kavet ar c’hlasad divyezhek nemeti galleg-kali’na. Tri c’hlasad a zo bet digoret er skol-vamm betek-henn goude ur stourm hir evit mirout o glad ha sevenadur. N’eo ket evit plijout d’ar rektor na d’e velestradur, hervez ar gelennerien divyezhek.  “Aze zo kaoz eus adreiñ lorc’h d’ar re G/Kali’na, a gendalc’h ar maer. Ma vez graet ur skol a ne denn ket d’an dud e vo kavet tud kollet hag hep identelezh.” Ur c’hlasad CP a vo digoret a-benn miz Gwengolo sañset gant ar pal sevel ur skol divyezhek betek ar CM2.

Ur skol drevadennel

Hon istor ne vez ket kelennet dimp pa’z eomp d’ar skol“. 28 vloaz eo Mowgli Pleïke. Gantañ n’eo ket anavezet istor e bobl, hini ar re Wayana. “N’ouzomp ket eus pelec’h e teuomp, penaos omp degouezhet amañ, hag-eñ ez eus bet brezelioù etre pobloù engenidik… Gouzout a ran e teuomp eus ar Maroni-Uhel ha setu aze tout !”  Evel e Breizh pe e Frañs e vez kelennet an hevelep istor Gall e-kreiz koadeg Amazonia. “Deskiñ an istor evit reiñ ur sevenadur boutin d’an holl vugale” a zo skrivet e programmoù ar skol gentañ.

“N’ouzomp ket eus pelec’h e teuomp, penaos omp degouezhet amañ” – Mowgli Pleïke

E miz Gwengolo 2018 e oa bet goulennet digant ar gelennerien ober ur gentel diwar-benn arouezioù ar Republik : ar banniel, gouelioù broadel, ar marseillaise… N’eo ket mui Rafaël, anezhañ kelenner e Gwiana abaoe 7 vloaz, evit gouzañv seurt divizoù. “Trevadenniñ da vat eo an dra-se – emezañ. Ober “Gallaoued” anezhe n’em eus ket c’hoant d’ober. Ma fal a zo reiñ ostilhoù dezho evit ma c’hallfent ober studioù ha labourat m’o deus c’hoant. Ha gwelloc’h c’hoazh : evit ma vefe armoù ganto evit difenn o gwirioù.” Klask a ra Raphaël azasaat an deskadurezh c’hall ouzh ar Wayanaed vihan. Met ken disheñvel eo o doare da zeskiñ !

Ha ken disheñvel ar pezh a vez desket e sevenadurioù hengounel an Amerindianed. Pesketa, chaseal, gounit douar er c’hoadoù, sevel hamakoù, fardañ kachiri (doare bier fardet diwar vaniok)… N’eo ket er skol e vez desket seurt barregezhioù. Hag an treuzkas er familhoù zo torret ivez, abalamour d’ar skolaj : da 10 vloaz e vez rediet ar vugale da guitaat o zi evit mont d’ar skolaj, e kêr.  Eno e vezont o chom er c’houskva, e familhoù degemer, pe en “home indien” (kouskva ar seurezed). O familh a welont ur wech ar miz d’ar muiañ tout. Ha ma vez tizhet gant ar re yaouank diplom ar breved pe ar vachelouriezh e talv int chomet da nebeutañ 7 pe 8 vloaz hep bevañ er c’hoad, pell diouzh o familhoù. Aze emañ o vervel an holl skiantoù ha barregezhioù hengounel.

En em zistrujañ a ra ar pobloù amerindian

Bugale ha krennarded o-unan, hep nemeur a skoazell, en ur bed dianav ha pell-tre diouzh o sevenadur, alies o kousket e lec’hioù spontus hag o tebriñ fall-tre…  Dilezet e vez ar skol gant meur a hini. Alies mat ez eont “e-tal” ganto. “E-tal” a vez graet eus aodoù ar Surinam pe Brazil, pa vez treuzet ar stêrioù (a-hed an harzoù emañ o chom Amerindianed Amazonia). Aze e vez kavet kêriadennoù a zo diwanet gant klaskerien-aour er-maez lezenn. Tro-dro dezhe e tro ekonomiezh ar vro bremañ. Boeson, dramm, gisti, gouelioù bemnoz : a bep seurt traoù a vez kavet “e-tal”.  En un aergelc’h a-seurt-se e krog ar vugale da lonkañ boeson da 10 vloaz. Hag ur wech aet kuit eus ar skol eo ret dezho mont d’o c’hêriadenn en-dro, hep diplom na dazont.

Re abred ez a kuit ar vugale, eme Aimawale Opoya, anezhañ ur Wayana eus kêriadenn Taluen. N’eus ket amzer da dreuzkas ar barregezhioù hengounel ret evel ar pesketa, ar c’hantennerezh, an dastum frouezh er c’hoad… N’o deus ket amzer da zeskiñ ha siwazh meur a wech e vez kuitaet ar skol ganto. Ha pa zistroont e vezont kollet muioc’h c’hoazh etre an daou ved. Ur gudenn vras eo evit ar re Wayana er mare-mañ. Ha marteze eo abalamour d’an dra-se en em zistruj an dud.”

Diziplom, dilabour ha hep bezañ desket doare hengounel da vevañ e koad Amazonia emañ kollet ar re yaouank etre daou ved. Alies-mat e soñj dezho eo ar marv an diskoulm nemetañ. “A-wechoù ez eus tud en em c’hloaz er wezenn-se. Lakaat a reont ur gordenn ouzh ar brank ha goude tro-dro d’o gouzoug. A-wechoù e vez gwad. A-wechoù e varvont ha ne zistroont ket.” C’hwec’h vloaz eo ar plac’h a zispleg dimp an dra-se, Klaire hec’h anv. Heñvel eo evit an holl vugale e Wayana. En em zistrujañ zo deuet da vezañ un dra voutin. Ha ken boas all e teu da vezañ gwelet korfoù tud anavezet, krouget.

E-kreiz koadek Amazonia emañ Taluen. Ha betek eno zoken e weler ar banniel gall ha boest melen an ti-post.

Daoust-ha diskoulmoù zo da gaout ?

A-benn lakaat un termen d’ar gudenn-mañ e kas un nebeud Amerindianed raktresoù da-benn. Evel Milka Sommer, kelennerez kali’na ha prezidantez an ONAG (Organisation des nations autochtones de Guyane). Ganti eo bet krouet atalieroù Ilupawa (“mont a ra mat ganin” e kali’na). Prederiañ a vez graet diwar-benn identelezh he fobl en ur adkrouiñ al liamm etre ar re gozh hag ar re yaouank. Adkrouiñ al liamm-se a glask ober Jeannette Anataka e Bro Wayana ivez. Gant he c’hevredigezh Akenaïtuna (“ma stêr gentañ” e wayana) e ro labour Jeanette da Wayanaed zo. Animatourien stummet war ar barregezhioù hengounel e teu an implijidi da vezañ evit ma vo treuzkaset goude-se d’ar vugale e kreizennoù-dudi e-pad ar vakañsoù.

Gant prezidant ar CTG (Collectivité territoriale de Guyane) eo bet prometet sevel ur skolaj e Bro Wayana, kuit d’ar vugale bezañ rediet da vont kuit pell ken abred. Met evit poent n’eus ket tamm deiziataer ebet evit en ober. Ha n’eus skolaj raktreset ebet gant ar re Wayãpi. A-hend-all, e diabarzh ar skol n’eo ket prest an traoù da cheñch evit reiñ plas da sevenadurioù, yezhoù hag istor an Amerindianed. Diaes-tre eo da Amerindianed Gwiana C’hall bezañ selaouet gant ar Stad abalamour ma n’eo ket bet sinet Kendiviz 169 an OIT (Aozadur Bedel al Labour) e-keñver gwirioù ar pobloù minorel. Ha keit ma vo roet ar memes digarez “mirout unvaniezh ar vro”, pobloù all a varvo.

© Kartenn diwar gitpa.org

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn beaj Juliette ha Gwenvael :

War vourzh ur vag kenwerzh :

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù