Juliette Roger

Kazetennerez dizalc'h o labourat e Breizh. A-orin eus Portugal, disavet e Katalonia a-raok erruiñ en IUT Lannuon. Bet o reportajiñ e Amerika ar Su gant Gwenvaël Delanoë e-pad 7 miz. Krouet Splann ! gant tud all a-benn ober enklaskoù don diwar-benn sujedoù pouezus er vro. Dedennet gant ar sujedoù sokial, endroel, ha tout ar pezh a denn eus ar pobloù minorelaet.