Penaos brezhonekaat ho poellgomzer hezoug ?

Marteze ho peus bet ur pellgomzer nevez da Nedeleg ? Evit ar poent n’heller ket prenañ un hezoug krouet e Breizh gant ar brezhoneg evel yezh etrefas. Met un nebeud ostilhoù a c’heller staliañ a-benn pimpañ ho penveg. Peseurt diskoulmoù a zo neuze ?

  1. Klavieroù arbennik

Hervez ar sistem staliet war ho poellgomzer (amañ e vo kaoz eus binviji doare smartphone hepken) e vo ur c’hlavier Ios (Apple) pe unan Android (Google). An hini staliet war etrefas an Iphone a ginnig lizherennoù gant sinoù evel an “ñ” pe an “ù”, ar pezh n’eo ket gwir atav evit ar binviji all. Met posupl eo pellgargañ ur c’hlavier C’hwerty, unan gant an holl lizherennoù brezhonek eus A da Z, en ur dremen dre “Ch”, “C’h” ha “ñ”. Ouzhpennañ a ra un eil klavier klok evit aesaat skrivañ e brezhoneg. Diorroet eo bet gant Difetis ha digoust eo. Evit staliañ anezhañ eo ret mont war Google Store ha pellgargañ anezhañ. (liamm amañ)

Un arload klavier digoust all a gaver ivez : Swiftkey. Enrollet emañ ar brezhoneg e-mesk yezhoù all ennañ. Ar c’hlavier ne ziskouez ket nag ar “c’h” nag ar “ch”, met an “ñ” a ginnig avat (o chom da bouezañ war al lizherenn N). Gallout a raer skrivañ e meur a yezh gantañ en ur ebarzhiñ ar yezhoù implijet ganeoc’h. Ur wech graet, n’ho po ket da gemm klavier ken rak kompren a ra e peseurt yezh e vezer o skrivañ. Ouzhpenn da-se e c’hall ar c’hlavier Swiftkey derc’hel soñj eus ar gerioù ac’h implijit. Kinnig gerioù a c’hall ober deoc’h ivez neuze.

Peadra da skrivañ e brezhoneg gant ho poellgomzer neuze !

  1. Ur c’heflusker enklask e brezhoneg

Qwant a zo bet troet e brezhoneg e 2017 ha posupl eo bremañ klask lec’hiennoù war internet dre un etrefas plijus. Keflusker Qwant a zouj d’ar vuhez prevez. Gallout a reer pellgargañ anezhañ pe implijoout anezhañ dre ur merdeer (Mozilla, Chrome, Safari..) dre ar chomlec’h qwant.bzh.

  1. Rouedadoù sokial

Etrefas Facebook a zo bet troet e brezhoneg, met n’emañ ket war an arloadoù. Ar pezh zo d’ober eo enrollañ ar bajenn degemer war ul lañser evit mirout hoc’h arventennoù yezh, zoken war ho poellgomzer. Dre vras e c’heller kavout traoù e brezhoneg adalek an hashtag #bzhg pe #brezhoneg war twitter, pe lennit embannoù Dispak alies !

  1. Geriadur brezhoneg/galleg

Ezhomm ho peus eus ur ger resis disoñjet ganeoc’h ? Digomprenus eo un termenadur el levr emaout o lenn ? Daou arload a c’hell bezañ implijet evel geriadur, anvet int «Dico Breizh» ha «dictionnaire français-breton». Digoust int ivez.

  1. Selaou ha komz brezhoneg

Ha mod-all, estreget kas gerigoù e brezhoneg a-drugarez d’ho klavier hag embann postoù divyezhek war ar rouedadoù sokial e c’heller reiñ da glevout ar yezh dre un doare all. Da c’hortoz e vefe eus Google Assistant e brezhoneg e c’hellit personelaat ar gemennadenn a vez klevet pa ne responter ket d’ur galv.  Evit sikour ar raktres Common Voice douget gant Mozilla, a servijo da lakaat mekanikoù da gompren an dud e brezhoneg e c’hellit kemer perzh er raktres amañ.

Bonus : A-benn nebeut e vo marteze tu da  implijout ar skeudennaouegoù “emoji warne banniel Breizh, ur raktres douget gant ar gevredigezh pik.bzh. Da c’hortoz e c’heller implijout an arload “emojibreizh” krouet gant BreizhStorm (Iphone hepken) evit enframmañ skeudennoù fentus er gerigoù kaset.

Setu un dibab, a vo klokaet dre chañs a-hed an amzer, gant ma vo diorroet ostilhoù nevez ha roet muioc’h a blas d’hor yezh er bed niverel.


Skeudenn pennañ : Saulo Mohana war Unspash

Skeudennoù diabarzh : skrammpakerioù an arloadoù

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù