Diapo | Kas adreizh ar retredoù d’ar blodoù

Manifestiñ a oa bet graet da-geñver an eizhvet devezh stourm a-enep adreizh al leve. Pa oa ar gannaded ha senedourien o varc’hata o zamm lezenn e oa bet diskouezet fraezh adarre enebiezh Breizhiz hag ar Breizhadezed ouzh al lezenn.

E Kemper e oa bet Dispak da boltrediñ ar vanifestadeg. Aet e oa kuit ar 5000 manifester ha manifesterez eus Plasenn ar Rezistañs evit mont etrezek karter Krec’h Gwenn gant ar pal mont betek burevioù ar Medef. Ur wech en em gavet eno e oa deuet a-benn ur strolladig tud da vont tre er savadur. “Un arouez e oa mont e-barzh burevioù ar batromed” eme Philippe, ezel eus ar CNT, bet kelenner e-pad ouzhpenn 40 vloaz en Deskadurezh-Stad, ha perzh eus ar bagad alouberien.ezed.

Manifestiñ evit ur retred reizh ha mat evit an holl

Image 18 of 20

Aloubet eo bet burev ar Medef gant un tregont stourmer.ez bennak, rochedoù melen hag izili ar CNT en o zouez

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like