Implijerien zo a stourm evit gwareziñ tud yaouank dibaper [2/2]

Embregerezhoù a zo a glask tud stummet da labourat, ha tud yaouank dibaber zo prest d’en ober. Simpl a-walc’h e seblant an diskoulm bezañ. Met n’eo ket hemañ ali ar Stad hag ar prefeti. Nevez-erruet e Penn-ar-Bed e klask kevredigezh an Implijerien Kengred bodañ an embregerezhioù mennet evit mont war-raok.

Klevet e vez e pep lec’h abaoe ar c’hovid n’eus ket a-walc’h a dud evit labourat. Chanterioù sevel, tiez ar re gozh, ostalerioù… An holl implijerien liammet gant ar micherioù-se zo o klask tud gouest da labourat. «Ur bochad tud yaouank dibaper stummet o deus c’hoant da labourat ha n’hallont ket en ober zoken!» Un dra diboell eo da vat evit kevredigezhioù a sikour ar repuidi e Penn-ar-Bed o deus c’hoant da lakaat an traoù da fiñval.

Met penaos? Kalz a reont dija. Da skouer, e Skol Alternativel Menez Are ‘vez lakaet ar re yaouank da gaout ul live skol uhel a-walc’h da vont d’al lise ha da gaout diplomoù (gwelet ar pennad 1/2). «Koulskoude eo rediet an implijerien da nac’hañ tud dreist evit ar postoù rak n’eus ket ar gwir d’en ober…» Goude o 18 vloaz e tegemer ar re-se un teul a embann e rankont kuitaat ar vro (OQTF – Obligation de quitter le territoire français). Ur mennozh he deus bet Veronique Huet, ur plac’h a gemer perzh e meur a gevredigezh er vro: ha ma vefe tro an implijerien da stourm ar wech-mañ ?

Implijerien kengred: bodañ evit bezañ kreñvoc’h

Ganet eo ar mennozh e reter Bro-C’hall gant ur baraer. Un deskard dibaber a oa implijet gantañ. P’eo deuet d’e 18 vloaz en deus degemeret e baperenn da vont kuit. Hep gouzout petra ober, en deus kroget ar baraer gant un harz-debriñ kement ha ken-bihan ma’z eo bet roet d’an hini yaouank paperioù dezhañ da c’hallout chom er vro. Aze o deus komprenet e oa ober trouz er mediaoù un doare da waskañ war ar prefeti. Pa ne oa ket e-unan en hevelep plegenn, setu ar baraer da grouiñ gant implijerien all ur gevredigezh nevez : Implijerien Kengred.

Aet eo an traoù war vrasaat ha krouet ez eus bet skourroù lec’hel, betek Naoned. Margot Wolf eo a ra war-dro eno, ha deuet eo a-benn da saveteiñ un nebeut tud yaouank. «An implijerien zo stummerien ivez, ha tout al labour-se a vez nac’het gant ar Stad. Ne vern petra zo bet graet gant ar repuidi: rediet int da guitaat ar vro.» Bremañ eo tro Penn-ar-Bed d’en em lakaat er jeu, dre Veronique Huet a vo e karg eus ar skourr.

War washaat ez a al lezenn a ratozh-kaer

Un embregerezh tredan zo gant Mark ha Denis en departamant. E 2018 eo bet degemeret Mamadou, unan yaouank eus Mali, d’ober stajoù gant ma vefe el Lise micherel. «Echuet ar stajoù, ha deomp-ni da c’houlenn digant ar prefeti sevel ur gevrat dezhañ: respont ebet abaoe. Se zo dibaboù politikel-kenañ. Ar gwir en deus ar prefed da zivizout war vuhez ar re yaouank …» Dipitet, dibabet o deus Mark ha Denis kemer perzh er gevredigezh nevez-krouet. «Ret eo deomp-ni en em vodañ kenetrezomp evit klask cheñch an traoù!»

Da sikour anezho eo deuet Manon Mahony, un avokadez eus Brest. Labourat a ra kalz war an teuliadoù-se ha n’he deus tamm douetañs ebet: «al lezennoù zo luzietoc’h-luzietañ, graet int evel-se a-ratozh-kaer, un dibab politikel eo». Dibab a ra pep prefeti piv a chomo ha piv a yaio kuit. E 2012 e oa bet lakaet e plas un nebeud reolennoù ouzhpenn gant Manuel Valls pa oa Ministr an Diabarzh. Evit kaout paperioù eo ret d’un den deuet bezañ e Bro-C’hall abaoe 5 bloaz d’an nebeutañ ha bezañ bet labouret d’an nebeutañ 8 miz. Evit labourat en un doare reizh eo ret neuze… bezañ labouret er-maez eus al lezenn.

«Ha ne vez ket doujet d’ar reolennoù-se gant an holl, n’eo ket ur redi, eme Manon. E Penn-ar-Bed, da skouer, eo diaes-kenañ gouzout perak e vez asantet teuliadoù zo ha ket re all. Kement tra e buhez personel an dud a c’hall kontañ.» Labouret eo bet ganti e Pariz a-raok dont da Vreizh, «ha morse n’he deus gwelet traoù ken amsklaer hag amañ e Penn-ar-Bed…» Er fin e komprener n’eo ket resis-tre al lezennoù da-geñver ar repuidi yaouank. Ha se eo just a-walc’h ar pezh zo dañjerus: pep prefeti a ra evel ma fell dezhañ. «Hag atav e vez implijet ar frankiz-se d’an tu fall.»

Ur post goullo? Unan yaouank gant labour!

C’hoant o deus ar stourmerien da waskañ war ar gannaded evit ma yafe war-raok an traoù el lezenn, marteze krouiñ un aotre-labourat mareadek, ‘vel ma vez kavet en Alamagn, da skouer. Met ar pep pouezusañ a chom klask bodañ an holl velestradurioù evel kambr ar c’henwerzh, kambr ar micherioù, an tiez-kêr, ar c’humuniezhioù-kumunioù tro-dro d’ur gudenn a zo sokial hag ekonomikel war un dro.

«Ret eo d’ar re yaouank bezañ barrek war traoù resis-tre klasket gant an implijerien», a soñj da Sandrine Corre hag a ra war-dro Skol Alternativel Menez Are. «Ret eo lakaat e plas un teul prest da vezañ sinet gant an embregerezhioù hag e gas d’ar prefeti da c’houde. Ezhomm zo eus tri fost labour? Mat-tre, setu tri den yaouank da reiñ dezho paperioù da labourat!» Un doare ken poellek d’ober ne c’hallfe ket ar prefeti nac’hañ ?

Vernique Huet (a-gleiz) a raio war-dro Implijerien Kengred Penn-ar-Bed, Sandrine Corre ‘zo e karg Skol Alternativel Menez Are ha Margot Wolf a oa deuet eus Naoned evit treuskas ar pezh ‘vez graet gant Implijerien Kengred eno.

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like