Kentelioù brezhoneg ar CNED : “Forzh petra eo !”

Bloaz zo e oa bet embannet gant Jean-Michel Blanquer, ministr an deskadurezh, e vefe kinniget kentelioù brezhoneg a-bell gant ar CNED. Kalz a drouz zo bet graet tro-dro d’ar c’hentelioù-se, anat eo, met evit nebeut a dra a-benn fin ar gont. Ouzhpenn bezañ aozet fall eo dister an niver a liseidi enskrivet.

« Vive les langues régionales, vive le breton ! » a zisklêrie gant nerzh Jean-Michel Blanquer e Brest, e miz Genver 2021. Ha dalc’het hoc’h eus soñj eus ar frazenn-mañ ? Goapaet e oa bet an disklêriadur-se, ken souezhus e oa a-berzh un den brudet-mat evit bezañ un enebour touet d’ar brezhoneg ha d’ar yezhoù minorelaet all : Fin ar c’hontradoù skoazellet evit Diwan, eurvezhioù kentelioù brezhoneg lamet, reizhadur ar vachelouriezh, disklêriadurioù rust a-enep ar soubidigezh, manifestadegoù e-leiz enep politikerezh Blanquer… Ne oa ket ar baradoz ken gortozet evit ar c’helenn brezhoneg, pell alese ! Gant ar soñj respont d’ar rebechoù-se eo m’en doa disklêriet ar Ministr e Brest e vefe lakaet e plas kentelioù brezhoneg gant ar CNED (Centre national d’enseignement à distance) adalek miz Gwengolo 2021. « Sikour a raio evit kinnig kentelioù brezhoneg e Frañs hag er bed » a zispake d’an Telegramme en un doare kadarn. Un arguzenn vrav evit en em ziskouez evel ur ministr dedennet gant ar yezhoù « rannvroel » ha prest da skoazellañ an deskiñ.

Deuet ar bromesa da wir. Abaoe miz Gwengolo 2021 ez eus peder yezh « rannvroel » kinniget en opsion LV-C (Langue Vivante C, anvet LV3 a-raok), ar brezhoneg, an euskareg, an okitaneg hag ar c’horseg. Evit skrivañ ar pennad-mañ omp bet e darempred gant ar CNED hag ar Rektoriezh. Siwazh, n’eus ket fellet na d’an eil na d’eben reiñ deomp sifroù resis an niver a enskrivadurioù. « Jedet hon eus e oa un nebeud degadoù a dud enskrivet evit ar yezhoù rannvroel » a zo bet respontet da Dispak en ur postel treutik-mat. Estreget ar frazennig-mañ eo bet dibosupl kaout titour resisoc’h evit respont d’hor goulennoù. Anat eo n’eus ket da vezañ fier-ruz gant ar pezh a zo bet lakaet e plas. Seizh lisead ha liseadez a vefe enskrivet evit heuliañ kentelioù brezhoneg ar CNED nemetken e gwirionez. Seizh lisead ha liseadez, setu tout. Safar bras ha disoc’h bihan !

Diouer a c’hoant hag a arc’hant

Dav derc’hel soñj n’eo ket bet plaen ha digompez an hent. E miz Mae 2021 e roe da c’houzout Kelennomp, kevredigezh an holl gelennerien ha stummerien war ar brezhoneg hag e brezhoneg, pegen trubuilhus e oa ar jeu gant ar skipailh kelennerien « gopret » e deroù miz Meurzh 2021 evit aozañ ha prientiñ kentelioù ar CNED. « Chomet eo a-sav ar raktres daoust d’ar “bruderezh” kaset war un ton bras pa oa bet embannet ar c’heloù e miz Kerzu 2020. [Ne seblant ket klotañ]  ar pezh zo bet lâret gant ar peadra evit lakaat ar raktres e pleustr … aze ez eus un diforc’h bras tre ! » Ha Kelennomp da zisplegañ e oa « ur mank a gaierad-kargoù, un diouer a gontradoù produiñ, ur rastellad goulennoù a chome direspont pe gant respontoù roet diwezhat-tre, ut cheñchamant kendivizer zo bet… »

A-benn ar fin e oa bet roet o dilez gant an holl gelennerien hag hini all ebet n’en doa oa asantet kemer perzh gant aozioù ken dister. Evit kas da benn ar raktres kousto pe gousto, kuit da zislavaret ar Ministr, e oa bet fiziet al labour en un ensellerez akademiezh hag ur goprad eus ar CNED. Hervez ar pezh en deus klevet Dispak e oa bet goulennet diganto ober al labour-se hep reiñ dezho muioc’h a amzer evit se hag hep digollañ anezho pelloc’h. Graet o deus o seizh gwellañ, ervat. Met, gant doareoù ken diaes n’eo ket peurvat an disoc’h, pell alese. Roet ez eus bet d’al liseidi poelladennoù faziek a-wechoù. « Klask a reont lakaat ar promesaoù da zont da wir, eme Ronan Kerbiquet, kenbrezidant Kelennomp!. Sirius eo an dud a labour war an dra-se met n’o deus tamm amzer ebet d’ober war-dro, labourat a reont diouzh noz, pa oant beuzet gant traoù all a-raok dija. N’eo ket posupl lakaat tud da labourat evit netra. Da nebeutañ, ret eo diskargañ anezho ! »

“Sirius eo an dud a labour war an dra-se met n’o deus tamm amzer ebet d’ober war-dro”
Ronan Kerbiquet, Kelennomp

Dipit al liseidi

Bec’h warno ! Hag e fin ar gont, lod eus ar poelladennoù kinniget d’al liseidi a zo savet a-dreuz. «  Fazioù e-leizh zo a ro da chouzout Armel, unan eus an dornad liseidi a heuilh ar c’hentelioù brezhoneg gant ar CNED. Ouzhpenn ar fazioù, n’eo ket savet ar c’hentelioù en doare a zlefe bezañ hervezañ. « Re hir int ha n’int na sklaer na resis a-wechoù ». N’eo ket disheñvel soñj Juliette Morvan, e kentañ klas. Skolajiadez Diwan e oa bet betek ar 5vet klas a-raok mont da Suis ha da Iwerzhon gant he zud. Mennet e oa ar grennardez da genderc’hel gant ar brezhoneg daoust dezhi bezañ en estrenvro, met dipitet-naet eo bet gant kentelioù ar CNED.

Fazioù e-leizh a zo en danvez kinniget d’al liseidi gant ar CNED

Pep tra zo aet a-dreuz eme ar grennardez, gwall hegazet ha dipitet anezhi war un dro. « E penn-kentañ ar bloaz dija em boa lakaet va anv, paeet ar frejoù (~290 euro/bloaz), ha gortozet em eus o respont e-pad 3 miz ! Kroget em eus gant ar c’hentelioù e fin miz Du pe e penn kentañ miz Kerzu nemetken. Echu e oa ar c’hentañ trimiziad dija pa’m eus kroget ganti, ha d’an ampoent ne oa nemet daou chabistr enlinenn. Warlene e oan enskrivet er CNED en italianeg hag e oa an danvez a-bezh enlinenn diouzhtu, hep kudenn ebet. »

Mesket-mik arouezioù Bro Skos hag Iwerzhon er boelladenn-mañ

“Er boelladenn eo bet lakaet an askol da arouez Iwerzhon hag ar melchon da hini Bro-Skos, da skouer… n’eus forzh petra !”
eme Juliette Morvan, liseadez

Ouzhpenn an dizurzh e servijoù ar CNED eo displijet al liseadez gant ar fazioù en danvez studi. « Er chabistr kentañ e studier ar sevenadur keltiek hag ar broioù. Pep tra oa bet mesket etre Iwerzhon ha Bro-Skos. Er boelladenn, an askol a oa arouez Bro Iwerzhon hag ar melchon arouez Bro-Skos, da skouer…, n’eus forzh petra ! » eme Juliette Morvan, staliet e Dulenn. Betek ar fin eo bet aozet fall ar c’hentelioù a zispleg ar grennardez. Sañset emañ kentelioù ar CNED da echuiñ a-benn nebeut, met evit poent n’eus bet arnodenn ebet. Stres a zo gant ar grennardez pa oar e vo ret dezhi kenderc’hel gant kentelioù brezhoneg ar CNED bloaz a zeu hag e konto an danvez evit ar vachelouriezh.

Reizhañ ha brudañ

Daoust d’ar c’hudennoù-mañ e klask Juliette gwelet perzhioù mat kentelioù ar CNED memes tra. Ur mennozh a-zoare eo kinnig kentelioù d’an holl liseidi, ne vern pelec’h e vefent. Hogen, « ret eo plediñ gant an traoù en un doare siriusoc’h ha kaout muioc’h a arc’hant evit gallout en ober, a zisklêr Ronan Kerbiquet eus Kelennomp. Evit difaziañ pep tra eo ret kemer amzer evit kaout ur produ mat »

“Ret eo plediñ gant an traoù en un doare siriusoc’h ha kaout muioc’h a arc’hant evit gallout en ober”
Ronan Kerbiquet, Kelennomp

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like