HIIT #03 Sport er gêr, gant ur gador hag un troad skubellenn !

Ur wech c’hoazh eo bet serret ar c’hevredigezhioù korfembregerezh ha berzet eo en em vodañ da zispign nerzh er-maez. Daoust ma c’hallit  mont da aveliñ ho penn evelato, marteze ho pefe c’hoant da sevel un tamm nerzh ha da embregañ ho kalon en ho saloñs. Setu evidoc’h, un trede abadenn HIIT kinniget gant Stefan eta !

 

Framm an abadenn

30/10 (30″ embregañ / 10″ diskuizhañ)
4 embreg
5 tro
Pad : 26′ en holl
 

An embregoù

○ 1 Lammoù Lakez (Jumping Jacks)
Dalc’hit ho korf-bras reut a-walc’h; lakait ho treid a-blat war al leur goude al lamm; begoù ho treid hag ho taoulin war an diavaez. Ma n’oc’h ket evit lammat, grit abduktaurioù gar a bep eil en ur fiñval ho tivrec’h evel pa vefec’h o redek.
 
○ 2 Savit ho troad
Dalc’hit ho korf-bras reut a-walc’h; dalc’hit soñj e c’hallit sevel ho taoulin hepken a-live gant ho tivlez ma’z eo re ziaes en ober gant ho kar astennet.
 
○ 3 Poulzadennoù (Dips)
Dalc’hit ho korf-bras reut a-walc’h; Plegit ho taouilin war an adreñv; chomit a rez ho kador evit diwall ho tivskoaz.
 
○ 4 Plegadennoù divhar + Displegadennoù divvrec’h
Gallout a rit ober gant ar gador aze evit mont da stekiñ outi pa blegit ho taoulin; Ma’z eo re ziaes gant un troad skubellenn, savit ho taouarn hepken; Ma’z eo re aes gant an troad skubellenn, grit gant boutailhoù (leun kement hag ober), ur varrenn gigennañ pe halterioù diouzh an dafar zo ganeoc’h er gêr.
 
Klikit aze evit an eil HIIT.
Klikit aze evit an HIIT kentañ.
Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù