Eurovision : « Un tamm muioc’h a dud a vo eget e Yaouank, ‘gav din ! »

D’ar 14 a viz Mae e vo klevet ur sonenn hollvrezhonek gant ar strollad Alvan & Ahez. Kinniget e vo ganto war leurenn Torino o c’hanaouenn « Fulenn ». Komzet hon eus gant Sterenn Diridollou ha Marine Lavigne eus ar strollad Ahez a-raok gourfenn meur ar genstrivadeg kan europat. Tan de’ï !

DISPAK – Dibabet oc’h bet da strollad evit Bro Frañs en Eurovision ouzhpenn daou viz zo bremañ. Gallout a rit kontañ deomp petra zo c’hoarvezet ganeoc’h abaoe ?

Marine Lavigne : Ya, goude bezañ gounezet war Frañs 2 hon eus bet ur pezh program evit en em brientiñ. Kalzik a atersadennoù zo bet graet deomp, poltredoù ofisiel… Pleustradegoù kan hon eus graet ivez, evel-just, ha dañs… Bet omp un tammig e pep lec’h dre Europa ivez. Kroget eo gant Londrez d’an 3-4 a viz Ebrel, goude Tel-Aviv d’ar 6-7, ha war-lerc’h Amsterdam d’an 9 a viz Ebrel a-raok mont da Vadrid d’ar 16 a viz Ebrel. Hag etre an holl brantadoù-se e oa ur bern monedoneoù etre Breizh ha Pariz evit atersadennoù tele, radio, hag ur bern pleustradegoù all. Karget-tre eo hon devezhioù ! Alvan, Alexis diouzh e anv gwir, en deus-eñ sinet e ti Warner music evit ur bladenn ha Fulenn a vo war bladenn Alvan. Dont a ray ar bladenn er-maez d’an 13 a viz Mae, un devezh a-raok an Eurovision.

E-pad ar sonadegoù er broioù-se hoc’h eus graet anaoudegezh gant ar strolladoù all neuze ?

Sterenn Diridollou : a-drugarez d’ar sonadegoù hon eus graet, ar « Pre-party » hon eus gellet gwelet un tregont strollad bennak. Ne oa ket ar memes re e Tel-Aviv hag e lec’h all met graet hon eus anaoudegezh gante ha dizoloet o c’hanaouennoù ivez. Un aergelc’h plijus-tre a oa, ne oa ket ur spered kevezerezh etre an dud tamm ebet. Laouen e oa an holl d’ober anaoudegezh an eil gant egile,  da selaou ar pezh a vez graet gant ar strolladoù all. Ar pep plijusañ e oa !

Distroomp war nozvezh meur gourfenn an Eurovision e Frañs. Petra hoc’h eus soñjet pa oa bet embannet disoc’h ar votadeg ?

Sterenn : Ne oamp ket o c’hortoz-se !

Marine : lakaet eo bet an deiz da astenn an noz a-benn ar fin, peogwir diouzhtu pa omp bet dibabet ez omp bet kaset d’un emvod-kelaouiñ, gant ur bern atersadennoù, ha war-lec’h kaset raktal davet Laurent Ruquier ha Léa Salamé evit an abadenn “On est en direct” betek div eur hanter diouzh ar mintin. Pa oamp distro d’hol leti e oa e-tro teir eur vintin, ha n’eo nemet d’ar mare-se hon eus gellet distanañ un tammig, klask kompren ar pezh a oa o paouez c’hoarvezout ganeomp, e oamp deuet da vezañ arouez Frañs evit an Eurovision. Ur sapre karg eo !

Penaos e oa deuet ar soñj deoc’h kinnig ar ganaouenn evit an Eurovision ?

Sterenn : Marine hag Alexis o doa graet anaoudegezh en un davarn, komzet o doa diwar-benn sonerezh. Alvan en doa raktreset ober ur ganaouen gant mouezhioù etnek, e-giz ma lavar, o klask lakaat mouezh e vamm-guñv, a gomze brezhoneg, met ne oa ket plijet gant an disoc’h. Ha Marine da lavaret dezhañ e kane ganimp. Ur sizhun war-lec’h e oamp en em welet holl e ranndi Alexis. Lakaet en doa ac’hanomp da selaou ouzh ar pezh en doa graet ha dindan daou zevezh he deus savet Marine pozioù Fulenn awenet gant istor Katell gollet. Kerkent ha ma oa echu ganeomp sevel ur frazenn bennak ez aemp d’ar studio da enrollañ anezhi. Ha setu, buan a-walc’h eo bet kaset an enrolladenn da benn. Alvan en deus labouret war ar meskañ ha kement zo. Ur challenge brav eo ! Laouen omp oc’h ober-se.

“N’eo ket graet pennoù mab-den evit kompren sifroù ken bras. Petra a dalv milionoù a dud ?” eme Marine Lavigne

2,4 milion a dud o sellet ouzh gourfenn an Eurovision e Frañs, milionoù a dud o sellet ouzhoc’h war Youtube hag all, ouzhpenn 200 000 den o selaou Fulenn war Spotify… Ne ra ket drol deoc’h ar sifroù, ar brud-se, pe gwelet ho pennoù war ar c’hazetennoù ? Foll ar bed tro-dro deoc’h un tamm ?

Marine : Drol eo, ya. Ne gomprenomp ket re e gwirionez peogwir n’eo ket cheñchet hor bed. Cheñchet ez eus ur bern traoù en hor buhez met ken prim eo bet ma ne verzomp ket fraezh ar pezh a c’hoarvez. Ar sifroù, evit bezañ onest, ne gomprenomp ket anezho. N’eo ket graet pennoù mab-den evit kompren sifroù ken bras. Petra a dalv milionoù a dud ? Sellet e vo an Eurovision gant 183 million a dud. ma, setu aze ur sifr ne c’haller ket kaout penn dezhañ. Neuze, sipañ a reomp hor spered war an abadenn rik. Miliadoù a dud a vo er sal, un tamm muioc’h eget e Yaouank. Kreizennet e vimp war an dra-se. D’am soñj omp emskiantek mat eus pelec’h e teuomp, ha klask a reomp mirout hon treid war an douar hep pennfolliñ, gouzout  perak e reomp ar pezh a reomp. Evit lakaat ar yezh war wel, evit kas war-raok ar pezh zo pouezus evit deomp, hon talvoudoù. Ar venelouriezh a vez lakaet war wel er pozioù. Hag ar blijadur da ganañ ha da dreuzkas ar sonerezh.

Sterenn : Evit bezañ onest, ne sellan ket ouzh ar sifroù ! Ne ra forzh din, e gwirionez. Laouen-tre on e vefe muioc’h a dud o klask titour war ar brezhoneg. Koulskoude e soñjan n’eo ket a-drugarez deomp eo hepken. Laouen-tre on e vefe tud ken dedennet gant yezh hor c’halon, hor yezh-vamm tost da vat. E penn-kentañ e oa bet lavaret deomp e oa arabat sellet re ouzh an evezhiadennoù a veze graet peogwir e c’hallont bezañ taer a-wechoù hag e c’haller kregiñ da vagañ gwad fall pa lenner kemennadennoù drouk.

Silañ ar brezhoneg en Eurovision a zo un taol kaer !

Marine : Ya, evidomp eo a-bouez-ruz lakaat ar brezhoneg war wel evel-se. Ar pal kentañ a oa ober ur ganaouenn a blijfe deomp. C’hoant hor boa ivez da c’houzout peseurt efed a rofe kanañ e brezhoneg war sonerezh Alvan. Da heul, gwir eo, p’eo deuet ar soñj deomp da gas ar ganaouenn da gasting an Eurovision e oa ivez un tamm eus ar pal lakaat ur yezh vinorelaet da vezañ klevet ivez, yezh hor c’halon. An dra-se a glaskomp lakaat war wel ar muiañ posupl hag e verzomp eo dedennet an dud un tamm e pep lec’h. Dizoleiñ a reont ar brezhoneg, n’o doa ket klevet komz eus ar yezh-se a-raok ha fier ruz omp eus kement-se,  da vezañ lakaet ar brezhoneg war wel e broioù all.

Sterenn : Klevet tud eus broioù all o kanañ Fulenn, da skouer, e-pad ar sonadegoù hon eus graet en Europa. Se zo brav !

Un dra vat eo evit brudañ ar yezh, anat eo. Gouzout a rit ez eus bet ur bern tud o vont war Wikipedia, e saozneg pe spagnoleg, da lenn ar pajennoù a denn d’ar brezhoneg ?

Sterenn : Sell ‘ta !

Marine : Ekstra eo an dra-se ! E Spagn eo ar strollad Tanxugueiras en deus roet ton d’ar Galizeg en Eurovision ivez. Dedennus eo gwelet ar yezhoù minorelaet o tont war wel e seurt degouezhioù hag a zo poblek-kenañ, er bed a-bezh, hag en Europa dreist-holl. Kregiñ a ra an dud da vezañ dedennet gant o yezh vinorel dezho o-unan, a gav din. Da skouer, kanaouenn strollad Finland a zo e saozneg, met kinniget e vo an abadenn e sameg ivez, ur yezh vinorelaet eus Skandinavia. Brav eo gwelet e lakaer muioc’h war-wel ar yezhoù minorelaet er sonadegoù.

Lorc’h a zo gant an dud o welet ur ganaouenn e brezhoneg o vont betek leurenn gourfenn an Eurovision. Lenn a reer kalzik eo plijet an dud e vefe eus ur ganaouenn e brezhoneg, gant pozioù e brezhoneg, gant brezhonegerezed o kanañ. Met lavaret e vez deoc’h eo mat ar ganaouenn drezi hec’h-unan memestra ?

Sterenn : Eüruzamant ! (c’hoarzh)

Marine : Ya plijet eo kalzik a dud ! Peogwir emañ e brezhoneg, se zo sur. Traoù a-feson hon eus klevet ivez diwar-benn ar pozioù, diwar-benn droidigezh ar pozioù, peogwir int bet troet e galleg, saozneg, hag e yezhoù all ivez. Farsus a-walc’h ! An dud a zo bet plijet dre vras, ha se ro kalon deomp. Evel-just ez eus bet tud displijet ivez, normal eo. A-benn plijout d’an holl e ranker bezañ fur ha foll !

Ha petra zo c’hoazh da brientiñ a-raok ar gourfenn en Italia neuze ?

Sterenn : Ul lodenn eus al leurenniñ a zo bet graet dija met labour a chom c’hoazh. Mod-all e rankimp c’hoazh pleustriñ war ar c’han hag an dañs, abadennoù tele, atersadennoù. Ha, mont a raimp da Dorino adalek ar 4 betek ar 15 a viz Mae (Abaoe ar pennad-kaoz-mañ emaint en em gavet en Italia | DISPAK)

E-pad 10 devezh ?!

Sterenn : Ya distreiñ a raimp rouzet eus Italia !

Marine : Ma, n’eo ket sur… kentoc’h e chomimp alies klozet er sal-bleustriñ war al leurenn pe paket gant atersadennoù c’hoazh. Stank e vo an devezhioù e Torino met emichañs e vo plijadur ivez !

Ur goulenn diwezhañ diwar-benn sonadegoù an Eurovision… Daoust hag eñ e vez kanet e playback da zeiz ar gourfenn ?

Sterenn : Playback a vo evit ar sonerezh met evit ar c’han ne vo ket. Ur genstrivadeg kan an hini ni eo neuze n’hon eus ket ar gwir da ober playback.

Aesoc’h e vo evit Alvan neuze !

Sterenn : Alexis a gan bremañ ivez ! Met evit ar sonerezh n’en deus ket kalz traoù d’ober. Fin, sonet e vo gantañ memes tra. Seniñ a ray evit gwir met an dud a glevo un enrolladenn.

Marine : Ur c’hoant personel eus e berzh eo peogwir eo aesoc’h dezhañ seniñ eget chom d’ober netra evit ar sonadeg.

Ur ger diwezhañ da lavaret ?

Marine & Sterenn : Tan de’ï !

C’hoant hoc’h eus da heuliañ gourfenn an Eurovision hag harpañ ar strollad breton ? Ur skramm bras a vo lakaet e plas e sal al Leurenn-val “Parquet de Bal” gant Skeudenn Bro Roazhon. Digoust ar mont e-barzh ! Titour da gaout amañ. Un abadenn e brezhoneg penn-da-benn a vo ivez gant France 3 Breizh. Tremen a raio Alvan & Ahez e-pad hanterenn gentañ gourfenn an Eurovision. 

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like