« The Belle of Brittany », ur songomedienn e Broadway

D’an 13 a viz Mezheven e vo lidet an Tony Awards. Roet e vo ton d’ar gwellañ arvestoù kan-ha-dañs e-kerzh un nozvezh evel ma plij da Stadunaniz aozañ. Ha gouzout a rit e oa bet ur songomedienn e Broadway diwar-benn istor karantez ur Vreizhadez eus Pont-Aven ?

Pell a-raok na vefe klevet ar brezhoneg war leurenn an Eurovision e oa bet graet anv eus Breizh war planchod salioù Broadway ! E deroù an 20vet kantved e oa bet kanet istor karantez ur vaouez yaouank a Bont-Aven. E-pad daou viz, etre miz Du 1909 ha miz Genver 1910, e oa bet c’hoariet 72 gwech an arvest kan-ha-dañs diwar-benn istorioù karantez ur Vreizhadez yaouank anvet Babette. A-raok en em gavout e New-York he doa graet « berzh bras » an abadenn er Queen’s Theatre e Londrez. Ar wech kentañ ma oa bet kinniget d’an arvesterien a oa c’hoarvezet d’ar 24 a viz Here 1908.

Un istor a garantez

Kregiñ a ra an istor e-kerzh an 18vet kantved, e Koad Amour, war ribloù ar stêr Aven. Babette, ur vaouez yaouank, merc’h Poquelin, ur miliner pinvidik a zo da eurediñ gant ur Parizian, mestr-keginer brudet anezhañ. Met Babette a ra anaoudegezh gant ur paotr all, Raymond de St. Gautier, mab an aotroù Markiz, dindan skourroù ur wezenn vurzhudus. Talmiñ a ra o c’halonoù gant ar garantez pa bar o daoulagad an eil war egile evit ar wech kentañ.

Siwazh evit an amourouzien, ne fell ket da dad Raymond de St. Gautier leuskel anezhañ da zimeziñ gant Babette. Ar Markiz kozh, rivinet ha dindan dle, en deus sonjoù all evit eured e vab. C’hoant en deus e timezfe gant an dimezell Denise de la Vire, pennhêrez ur familh pinvidik. Honnezh avat ne fell ket dezhi e vefe lavaret dezhi gant piv fortuniañ ha kavout a ra gwelloc’h mont gant ar C’hont Victoire de la Casserolle.

Nec’het-bras eo an aotroù Markiz kozh gant divizoù ar re yaouank. Eüruzamant evitañ e kompren d’ar c’houlz-se emañ dalc’het e holl zle gant Poquelin, tad Babette ! Asantiñ a ra ar miliner pinvidik da reiñ da argouroù e verc’h ar bromesa da zilemel an holl dleoù-se. Laouen-holl eo an dud, al laboused a gan, ar bleunioù zo e bleuñv hag ar garantez a zo trec’h. Pep tra a echu brav neuze evit an amourouzien (hag evit an aotroù Markiz !).

Koad Amour, ul lec’h mil anavezet

Dic’hortoz eo, a-dra sur, e vefe bet divizet buheziñ un arvest e Pont-Aven ha nebeut a ditour a zo da lenn diwar-benn krouidigezh ar songomedienn-mañ evit kompren ar rag hag ar perag. E Ti an douristed, da skouer, den n’en deus ket klevet anv ebet eus an arvest kozh-se. Setu, perak e oa bet dibabet maezioù Breizh evit an abadenn ? Ha deuet e oa unan eus ar broduerien di pe gwelet taolennoù livourien Pont-Aven ? Un tammig dedennet e oan bet o lenn anv unan eus an daou sonaozour just a-walc’h : Howard Talbot. Hogen, hervez un enklask bihan war internet, ne seblant ket an den bezañ Breizhad anezhañ. Ganet e oa bet er Stadoù-Unanet en ur familh a orin eus Iwerzhon, ha pa oa oadet a bevar bloaz e oa aet gant e familh da vevañ e-kichen Londrez. Skrivet ez eus bet gantañ pezhioù-c’hoari kanet brudet e deroù an 20vet kantved, en o zouez, “The Belle of Brittany”.

N’anavezan ket an arvest kan-ha-dañs-mañ, met n’on ket souezhet e vefe bet eus ar songomedienn-mañ, eme didrabas Gerard Berthelom, eus Pont-Aven, un den dedennet-bras gant istor e gumun. A-raok ar c’hentañ brezel bed e veze gwelet estrañjourien e-leizh e Pont-Aven, pe e vefe Amerikaned, Saozon pe Alamaned.” Arabat disoñjal e oa “anavezet Pont-Aven en Europa a-bezh” a zisklêr an istorour amatour.

“Anavezet e oa Pont-Aven en Europa a-bezh” – Gerard Berthelom, istorour

Dedennus eo teurel pled ouzh al lec’hioù meneget en arvest kan-ha-dañs hervez Gerard Berthelom. Kregiñ a ra ar songomedienn gant ar ganaouenn “Le Bois d’Amour” (e galleg en destenn), hag anavezet mat e oa  Koad Amour d’an ampoent ! Ouzhpenn un daolenn eus al lec’h-se a zo bet livet. An hini vrudetañ sur a-walc’h eo “Le Talisman” livet gant Paul Sérusier diwar guzulioù Paul Gauguin. E Koad Amour e oa bet savet Gouel al Lanneg gant Théodore Botrel, kaner La Paimpolaise, ivez. Aozet e oa bet evit ar wech kentañ ar gouel folklorel-mañ e 1905 hag “ur brud etrebroadel a oa gantañ” hervez Gerard Berthelom. “E-padan abardaez, goude un dibunadeg e kêr, ez ae an dud betek Koad Amour. Eno, Théodore Botrel, e wreg hag o mignoned barzh, a gane “gwerzioù” ha “sonioù”, hag evit klozañ e veze kinniget ur pezh-c’hoari skrivet ha c’hoariet gant Botrel” a lenner war lec’hienn internet ar gouel, hag a vez aozet c’hoazh bep bloaz.

Un draig all a zo fentus da verzout. Perc’hennet eo Koad Amour gant ar familh Kervarkêr. Hag awenet e oa bet tudenn an aotroù Markiz de St. Gautier gant pinvidien familh Kervarkêr ? Bravat kendegouezh atav.

Sellet ha selaou ouzh an arvest

Evel-just, ne oa ket bet filmet an arvest kan-ha-dañs, met chom a ra memes tra un nebeud poltriji eus an aktourien hag aktourezed war al leurenn. Enrollet e oa bet tonioù ha sonioù ar songomedienn ivez ha gallout a reer kavout anezho war internet. War al lec’hienn USCB Cylinder Audio Archive e kaver ar son « Two giddy goats » en em gave e dibenn an hanterenn gentañ. Souezhus-mat eo kalite uhel ar son, sklaer evel lagad an naer ! Farsus eo war un dro klevet kanerien o vegeliat a-hed ar ganaouenn. Un nebeud pladennoù ha tonioù all a gaver war al Library of Congress. Un diveradenn, un doare medley, eus ar songomedienn a oa bet enrollet ivez gant ar Columbia Record. Evel ma c’hoarvez alies gant Broadway, ne oa ket bet enrollet ar sonioù gant an aktourien hag aktourezed orin war ar pladennoù met gant kanerien ha kanerezed all.

Diwar ar pozioù am eus lennet, ne‘z eus ger brezhoneg ebet er c’hanaouennoù. Hogen, graet e veze anv eus hor bro (« Brittany ») ouzhpenn ur wech, dreist-holl er ganaouenn Daffodil time, Amzer ar roz-kamm, ur vleunienn a zo arouez ur garantez gwirion ha leal.

Skeudenn : Aktourien hag aktourezed “The Belle of Brittany” war leurenn Broadway. Gwirioù miret gant Glenn Christodoulou Collection

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like