E Menez Are, ur skol evit repuidi yaouank dilezet gant ar Stad [1/2]

 

Ur skol un tamm ispisial a vez kavet e Menez Are. Gant ur bochad kelennerien ha kelennerezed a-youl vat e vez roet kentelioù da repuidi yaouank dilezet gant ar Stad C’hall. Reiñ bod dezho eo ar pal, dezho da vezañ gouest da vont d’al lise. Hag e-touez ar c’hentelioù e vez kavet istor Breizh ha brezhoneg.

« Mont a ra mat ? » « Mat ar jeu ? » « Mat-tre, mat-tre ! » En ur c’hoarzhin ez a tre ur pemp den yaouank bennak er c’hlas. Lorc’h zo enno derc’hel soñj eus an nebeud gerioù brezhoneg bet desket ganto er gentel ziwezhañ. A-orin eus Kornôg Afrika eo an darn-vrasañ anezho, erruet e Breizh nevez zo goude bezañ kuitaet o broioù. Repuidi dindan 18 vloaz int, met divizet eo bet gant ar Stad ne oa ket gwir o oad. «N’eo ket korfet evel ur bugel» pe «komz a ra evel un den deuet» eo an abegoù roet. Hag int bet lakaet er-maez eus an tiez-degemer, en em gav o-unan-penn gant rediñ kuitaat ar vro.

E Pleiber-Krist o deus kavet ul lec’h dic’hortoz da gaout bod: ur skol alternativel e Menez Are! Goude bezañ krouet kevredigezh Les Utopistes en action evit dastum dilhad ha boued evit ar repuidi, Sandrine Corre, Loïc Digaire ha Nadine Nicolas o deus bet ar mennozh da grouiñ ar skol-mañ, e 2018. Ul lec’h da zegemer an holl re yaouank nac’het gant ar Stad evit ma kendalc’hfent da zeskiñ galleg, matematikoù, istor… ha brezhoneg!

Kompren pelec’h int degouezhet

«Gant ar re yaouank eo bet goulennet kaout kentelioù brezhoneg, eme Sandrine Corre. Gwelet a reont mat p’en em gavont n’eo ket heñvel ar vro ouzh Pariz pe ouzh lec’hioù all. Hag ouzhpenn-se, pa vez kontet dezho istor Breizh en em santont tost d’ar vretoned : paour, rediet da guitaat o bro… Fier int o lârc’hwi ivez zo bet trevadennet !“» Lâret e vez zoken gant reoù zo eo abalamour d’o istor eo ken degemerus ar Vretoned…

Kelig zo kelenner a-youl vat war ar brezhoneg hag ar galleg. Evitañ e chom pouezus-mat ar c’hentelioù-se: «Sur, n’eo ket ar pezh kentañ a vez desket, met dre ar yezh ez eus tu dezho dizoleiñ sevenadur Breizh.» Evel-just ne vez komzet brezhoneg flour diouzhtu ganto, met gouest int da lavar pa vezont skuizh, laouen, trist… Gant ma vez ar skol-mañ e-kichen ti ar re gozh, plijadur a vez oc’h eskemm un nebeud gerioù gant brezhonegerien a-vihanik. Lod a ya d’ober stajoù micherel eno bepred!Kelig a 'zo kelenner a-youl vat war ar brezhoneg abaoe un nebeut mizioù.

«Ne vez ket aes atav, a zispleg Kelig. Al liveoù zo disheñvel-kenañ, meur a wech eo ret adkregiñ pep tra en-dro… Ha lod ne gomzont ket galleg kement-se c’hoazh, neuze a-wechoù eo ret mont dre ar saozneg pe en o yezhoù dezho. Pinvidik an eskemm.» Da skouer, Yoann a zo eus Kameroun ha komz a ra div yezh dija. Diaes en deus kavet e gentel gentañ, met mil laouen d’en ober: «Plijout a ra din kalz ar yezhoù ha c’hoant am eus da genderc’hel gant ar brezhoneg.»

Ur pal : mont d’al lise

Ne chom ket pell-tre ar repuidi yaouank e skol Menez Arre, tro-dro 6 miz peurliesañ. P’en em gavont, e penn-kentañ e vezont kaset da welet ar medisin evit bezañ sur eo mat o yec’hed, ha roet e vez dezho ur plas e ti ar gevredigezh, e-lec’h ma’z eus ur 15 plas bennak. Goude e vez graet war-dro ar paperioù evit prouiñ o oad dirak ar justis, ha neuze kroget gant ar c’hentelioù graet gant un ugent kelenner bennak a-youl vat. «Ar pal eo lakaat anezho da gaout ul live uhel a-walc’h da c’hallout mont d’al lise goude-se. Hag an holl a dap o diplomoù!», eme Sandrine Corre. Met pa vez echu al lise e krog troioù-kaer nevez evit kavout labour… (Gwelet ar pennad 2/2)

Un emglev zo bet kavet gant Kumuniezh-kumunioù Montroulez da gaout prizioù izeloc’h evit an treuzdougen. Ar boued lein merenn a vez kemeret e karg gant yalc’had skoazell al liseoù… Met ar peurrest a vez paeet gant ar gevredigezh dre ur budjed bihan a sav da 2 pe 3 000 euro bep bloaz. Yalc’hadoù, diaes eo dezhi kaout anezho.

A-zehoù eo aet an departamant

E 2021 e oa bet roet da skol alternativel Menez Are un nebeud arc’hant gant departamant Penn-ar-Bed. Goude an dilennadegoù diwezhañ e miz Even 2021, eo bet cheñchet an tu politikel ha deuet en-dro an tu dehoù e penn an traoù. Ha paouezet gant ar yalc’had. Loïc Digaire da resisaat: «lâret eo bet ganto e vefe paouezet gant an holl yalc’hadoù evit kevredigezhioù a sikour ar repuidi». Ha Sandrine Corre da ouzhpennañ : «war washaat ez aio an traoù, a-benn nebeut ne vo ket eus ar servij ispisial evit ar re dindan 18 vloaz hep skoazell ken (MNA-Mineurs non accompagnés).»

N’eo ket kalz gwelloc’h an traoù eus tu ar prefeti. Pa’z eo bet digoret ar skol en deus klasket ar prefed klozañ anezhi diouzhtu, hervez Sandrine Corre. «Met graet hon eus trouz ha saveteet eo bet. Setu perak hon eus bet c’hoant da grouiñ ar skol just a-walc’h, diaesoc’h eo da dagañ.»

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like