Poent bras eo ober plas d’ar merc’hed er gouelioù breizhek

War a seblant eo tremenet pell gwagenn feminist MeToo eus aodoù Breizh. Diwelus-mat e chom ar merc’hed war leurennoù Breizh.

Deus’ta, Yaouank, Paker noz… Niverus eo ar gouelioù er mare-mañ a zesach pe a venn desachañ ur rummad tud yaouank e bed ar sevenadur breton dre ar gouelioù, en ur enskrivañ hor sonerezh hengounel er bed modern.

Aet omp-ni skuizh da welet e chom ral ar merc’hed war al leurennoù en diskar-amzer 2018.

War leurennoù nozvezh vras gouel Yaouank ne vo nemet 6 strollad gant ur plac’h eno war ar 27 strollad programmet (22,22% eus strolladoù an nozvezh), goude 20 vloaz ! Tristoc’h eo c’hoazh evit gouelioù Paker noz ha Deus’ta. Ur strollad diwar seizh gant merc’hed eno nemetken (14,2% eus strolladoù an nozvezh, ha 0% zoken pa seller ouzh nozvezh gentañ Deus’ta).

Peseurt skeudenn a ziskouez war bed ar sonerezh breizhek, hor sevenadur ha Breizh en un doare ledanoc’h, ma n’eo ket hini ur gevredigezh tadelour (1), gant dale war ar bed a-vremañ hag ar c’hevatalder merc’hed-paotred ?

Splann eo ar gwallziforc’hioù (2) jener e bed ar sonerezh. Gwelus int da skouer gant dasparzh ar binviji ha perzhioù ar merc’hed er strolladoù mesk. Alies mat e vez kanerezed ar merc’hed pe sonerezed fleüt pe telenn er strolladoù-se, binvioù “sioul”. Er c’hontrol eo leuniet al leurennoù gant pevaradoù pe pempadoù paotred, doare boys bands breton a ren war bed ar sonerezh hengounel abaoe lusk nevez ar festoù-noz. (Er rummad-se ez a hor gwellañ gourc’hemennoù da strollad tud yaouank Nâtah Big Band). 

Meur a abeg a zo d’an diouer a verc’hed war al leurennoù : ar re nebeud a verc’hed gopret er postoù labour liammet ouzh  bed ar sonerezed evel ar brogrammourezed, ar broduourezed pe renerezed gouelioù, ar mank a gevratoù hag a rouedadoù, an diouer a skouerioù merc’hed a vroudfe anezho da seniñ, pe c’hoazh machoouriezh hollek ar sistem kapitalour…

Hogen, daoust d’an elfennoù meneget, ez eus sonerezed ha kanerezed barrek e Breizh sur, o c’hortoz kaout un taol lañs pe ma vefe taolet muioc’h a evezh oute. Poent e vefe da aozadurioù ar gouelioù ober o seizh gwellañ evit ober plas d’ar merc’hed er gouelioù breizhek.

Skridaozerezed Dispak.

(1) tadelour = patriarcale

(2) gwalziforc’h = discrimination

Piv on-me ?

Skignañ ar pennad-mañ war ar rouedadoù

You May Also Like